blog/content/br/sevenadur/choariou-video/1-fez/index.md
2020-12-10 15:22:39 +01:00

1.8 KiB

title date description tags draft
Fez 2020-12-10T15:14:08+02:00 Kroget em eus ur boelladenn e-pad ur gentel brezhoneg. Echuet em eus anezhi ha setu ur vurutelladenn diwar-benn ur c'hoari-video !
c'hoari
burutelladenn
false

{{< block_color blue >}} Kroget em eus ur boelladenn e-pad ur gentel brezhoneg. Echuet em eus anezhi ha setu ur vurutelladenn diwar-benn ur c'hoari-video ! {{< /block_color >}}

C'hoariet em eus ur c'hoari-video dizalc'h brudet a-walc'h : Fez.

{{< figure src="./fez_cover_art.png" caption="Ur c'hoari-video Fez. Tresadenn gant Bryan Lee O'Malley. (daveenn)" class="center img-40" alt="" >}}

Ur c'hoari savennoù eo, da lavaret eo e vez fiñvet gant an dudenn etre bloc'hadoù un tamm e pep lec'h. C'hoari a reomp un dudenn en ur bed plat gant div vent hepken. E penn-kentañ ar c'hoari eo ur sort kudenn gant ur bed mañ. Ret eo d'an dudenn ratreañ anezhañ. Ober a ra se a-drugarez da galloudoù. An dudenn-se hepken a c'hell fiñval etre ar mentoù Neuze lamm a reomp etre ar savennoù hag etre ar mentoù. Setu penaos e c'hallomp dastum kuboù e-barzh al liveoù. Ar c'huboù-se zo hollret evit mont a-raok ha ratreañ ar bed.

Plijout a ra din ar c'hoari-se. Berr a-walc'h eo neuze n'eo ket borodus. Brav kenañ ha liesliv eo pep live. Ar sonerezh zo mat ivez ! Gwelloc'h eo c'hoari anezhañ gant un dornell. Aes a-walc'h e oa evidon. Koulskoude ne c'hoarian ket kalz. Un dra ouzhpenn a zo mat-tre ivez : labourat a ra war GNU/Linux !

Setu evit ar vurutelladenn c'hoari-video e brezhoneg gentañ war ma blog ! Spi am eus n'ez eus ket re a fazioù. Gallout a rit skrivañ evezhiadennoù m'ho peus c'hoant da gomz pe difaziañ ac'hanon.

Kenavo !