blog/content/br/krouidigezh/skrivadur/2-krampouezhenn-ar-ger/index.md
Ewen 79ba6399f1
All checks were successful
continuous-integration/drone/push Build is passing
Initial commit
2022-02-04 16:05:48 +01:00

1.7 KiB

title date description tags draft
Krampouezhenn ar gêr 2021-03-03T13:49:08+02:00 Setu un destennig am eus skrivet evit ar stummadur a heulian. Ret e oa skrivañ un dra evit deskrivañ un dra bennak : ur bier, un ijinadenn… Me am eus krouet ur grampouezhenn !
o-teskiñ
faltazi
false

{{< block_color blue >}} Setu un destennig am eus skrivet evit ar stummadur a heulian. Ret e oa skrivañ un dra evit deskrivañ un dra bennak : ur bier, un ijinadenn… Me am eus krouet ur grampouezhenn ! {{< /block_color >}}

Ar grampouezhenn-mañ a c'hell bezañ kavet e pep ti, e pep lec'h. N'eo ket ker spontus ha dreist-holl e vo plijus, sur eo ha n'eo ket marteze.

Stumm ar grampouezhenn a zo moan ha ront. Al livioù a zo kavet warni a zo brav kenañ : melen sklaer, melen teñval, melen melen ha me oar-me. Skañv evel lapoused an nevez amzer eo ha n'eo ket diaes ijinañ an avel o c'hwezhañ war ar gwinizh sec'h. Pa vez pouezhet krampouezhenn ar gêr e vez klevet trouzioù goutapl, trouzioù apetus. Trouzioù ar grampouezhenn az a da vezañ kraz.

Hag ar c'hwezh ? Mmmmm ar c'hwezh… Disheñvel eo evit pep hini evel just met evidon-me eo ar c'hwezh hini ma yaouankiz. Gwelout a ran dre ma daoulagad hanter serret ma mamm gozh o fardañ krampouezh. Fardañ a ra gant amann an ti-feurm a lak ur c'hwezh douz pep lec'h en ti.

Pa vez touchet krampouezhenn ar gêr gant ar biz e vez lakaet war ar c'hrogen un tammig a druzoni hag a ziskouez sklerijenn an tann e-kichen ar billig.

Hag evit klozañ ez an da zeskrivañ un tammig ar blaz. Blaz ma c'hrampouezhenn ar gêr a zo pinvidik-mor. Gallout a reer santañ blaz douz an aozennoù. Blaz ar billig. Blaz ar vignoned ha blaz ar familh. Er un ger : blaz an eskemm.