blog/content/br/imor/kazetenn-8/index.md
Ewen 79ba6399f1
All checks were successful
continuous-integration/drone/push Build is passing
Initial commit
2022-02-04 16:05:48 +01:00

2.1 KiB

title date description tags draft
Kazetenn #8 - Keleier 2021-08-14T07:30:08+02:00 Un nebeud keleier, ne 'm eus ket skrivet amañ abaoe pell!
o-teskiñ
radio
redadeg
stlenneg
false

Mat an traoù ganeoc'h?

Opala, pell 'zo em eus komañset ar pennad-mañ! E miz Mae, soñjit ta! Boñ, setu ur pennad bihan evit reiñ keleier neuze. 🙂 Un nebeud traoù a zo bet c'hoarvezet din ! Ha traoù all hag a vo graet ganin en dazont tost.

Ar Redadeg

Evit kregiñ komzomp eus ar Redadeg. Sur a-walc'h e anavezit an darvoud-se a zo aozet bep eil bloaz evit sikour raktresoù e brezhoneg. Nullet eo bet warlene abalamour d'an enkadenn yec'hedel evel-just hag ar bloaz-mañ e vo an traoù un tamm disheñvel ivez met c'hoarvezout a raio memestra! 🎉 O lec'hienn evit muioc'h a ditouroù : ar-redadeg.bzh.

Ha neuze petra vo graet ganin am eus graet e-keñver an darvoud-se ? Daou dra ! Prenet em eus ur c'hilometr ha redet e vo em eus! E anvet em eus Panda diwar anv ma c'hazh. 😺

{{< figure src="./redadeg.png" caption="Kartenn ar Redadeg." class="center img-90" alt="Kartenn ar Redadeg." >}}

Eil tra: sikouret em eus ar Redadeg en ur… redek asambles gant skipailh ar surentez. Skuizh e oa met plijus ivez :)

Radio Kerne

M'ho peus lennet ar pennad am boa skrivet e miz Meurzh e ouzit em eus graet ur staj e Radio Kerne. Ha kendelc'het e vo al labour! Kronikennoù all a skrivan er mare-mañ, ha skignet e vint a-hed ar bloavezh. Koul eo neketa? Roet e vo an titouroù amañ pa vo skignet evel-just.

Kastellin

Goude ur bloavezh e Roazhon, o teskiñ Brezhoneg dreist-holl, em eus dilojet e Penn ar bed, ma bro! E-kichen Kastellin e vevan neuze, em zi a zo o vezañ nevesaet.

Ha petra vo graet ganin ar bloaz a zeu (feiz, adalek ar miz a zeu)? Krog e vin gant ur stummadur war ar stlenneg, ar programiñ. Kavet em eus ur skol a ginnig stummadurioù a bep eil (en alternance) hag ivez un embregerezh.

Prest on (pe dost, rak kalz traoù am eus d'ober a-raok penn kentañ ar bloavezh!).

Pokoù deoc'h 🎉