1.4 KiB
1.4 KiB
title | date | description | tags | draft | ||
---|---|---|---|---|---|---|
Kazetenn ar c'henfinañ #3 | 2020-11-22T12:15:08+02:00 | Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ nivel tri ! |
|
false |
Ar sizhun-mañ
Gwellet em eus war Mastodon eo un Discord e Brezhoneg ! Lakaet em eus ma anv eno ha lennet ha komzet e vez graet ganin a-wechoù.
Digwener hor boa bet ur bilañs e brezhoneg ! Priziañ hol live oa ar pal. Difaziet vo gant ar stummerien tuchant.
Digwener em boa kemeret ma skouerenn Oulpan evit deskiñ brezhoneg ! Profet eo d'ar stajidi gant ar greizenn stummañ. Laouen on gant ar prof-mañ ! 😃
Lennet em eus…
Urzhiet em eus levrioù el levrdi Encre de Bretagne met n'int ket prest c'hoazh. 😕 Koulskoude em eus kroget gant lenn un danevell war al lec'hienn Kervarker. Aes a-walc'h eo.
Selaouet em eus…
- Ur podskign diwar-benn Discord e brezhoneg just a-walc'h : war Radio Naoned.
- Un abadenn Radio Naoned ivez gant stajidi Skol an Emsav (Sant-Ervlan) etrewelet gant stolajidi Diwan : selaou.
- Un abadenn YouTube diwar-benn an distagadur. Trug Kevin !
Setu evit ar sizhun-mañ, ken a c'hentañ !