This commit is contained in:
parent
58e4aa5d8a
commit
e6dba553e1
BIN
content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/bezhin_glas.jpg
Normal file
BIN
content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/bezhin_glas.jpg
Normal file
Binary file not shown.
After Width: | Height: | Size: 363 KiB |
32
content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/index.br.md
Normal file
32
content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/index.br.md
Normal file
|
@ -0,0 +1,32 @@
|
||||||
|
---
|
||||||
|
title: "Lennet em eus : \"Bezhin glas - an istor difennet\""
|
||||||
|
date: 2023-08-02T08:00:00+02:00
|
||||||
|
date_format: "2 a viz January 2006"
|
||||||
|
description: ""
|
||||||
|
tags: ["levr", "ali", "bezhin glas", "kazetenniñ"]
|
||||||
|
draft: true
|
||||||
|
image: "./bezhin_glas.jpg"
|
||||||
|
---
|
||||||
|
|
||||||
|
Sot on gant ar podkastoù.
|
||||||
|
Abaoe 2014 a gav din e selaouan podkastoù pe abadennoù radio gant ma fellgomzer (dre [AntennaPod](https://antennapod.org) abaoe meur a vloaz).
|
||||||
|
Hag abaoe pell zo e selaouan *[Les pieds sur terre](https://www.radiofrance.fr/franceculture/podcasts/les-pieds-sur-terre)*, un abadenn liesseurt war France Culture.
|
||||||
|
|
||||||
|
Inès Léraud zo kazetennerez, ha savet he deus meur a reportaj evit *Les pieds sur terre*.
|
||||||
|
Un heuliadenn he deus kinniget memes : ar *[Journal breton](https://www.radiofrance.fr/franceculture/podcasts/serie-journal-breton-saison-1)*.
|
||||||
|
Ennañ ez eus kaoz eus industriezh an agroboued e Breizh, ha traoù louz a vez kavet.
|
||||||
|
Div rann zo gouestlet d'ar bezhin glas, da heul un enklask don a-wac'h he deus kaset da benn.
|
||||||
|
|
||||||
|
Al levr a ginnigan hiziv eo disoc'h an enklask ivez.
|
||||||
|
|
||||||
|
Brav-tre em eus kavet an tresadennoù, savet gant Pierre van Hove.
|
||||||
|
Hag evel-just, a-bouez an istor hag enklaskoù Inès Léraud.
|
||||||
|
Spontus eo gwelet emzalc'h ar pennadurezhioù (ar prefetioù, reoù ar yec'hed, ha kement zo).
|
||||||
|
Fromet on bet gant istorioù an dud : ar fed n'he deus ket paouezet Inès Léraud da glask pelloc'h.
|
||||||
|
Diaezamantoù ar familhoù o deus gouzañvet an agroboued, o deus ranket en em gannañ evit gellet lâret ar pezh a felle dezho lâret.
|
||||||
|
|
||||||
|
Ar vandenn-dreset a c'heller prenañ e galleg, e brezhoneg hag e gallaoueg.
|
||||||
|
|
||||||
|
Ur film zo bet savet diwarni ivez : *[Les algues vertes](https://fr.wikipedia.org/wiki/Les_Algues_vertes)*
|
||||||
|
Heuliañ a ra istor al levr, hag un nebeud anvioù zo bet cheñchet.
|
||||||
|
Un doare mat-tre eo evit ober anaoudegezh gant labour dibar Inès Léraud.
|
Loading…
Reference in a new issue