diff --git a/content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/bezhin_glas.jpg b/content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/bezhin_glas.jpg new file mode 100644 index 0000000..e9e9b82 Binary files /dev/null and b/content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/bezhin_glas.jpg differ diff --git a/content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/index.br.md b/content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..cfc85c8 --- /dev/null +++ b/content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/index.br.md @@ -0,0 +1,32 @@ +--- +title: "Lennet em eus : \"Bezhin glas - an istor difennet\"" +date: 2023-08-02T08:00:00+02:00 +date_format: "2 a viz January 2006" +description: "" +tags: ["levr", "ali", "bezhin glas", "kazetenniñ"] +draft: true +image: "./bezhin_glas.jpg" +--- + +Sot on gant ar podkastoù. +Abaoe 2014 a gav din e selaouan podkastoù pe abadennoù radio gant ma fellgomzer (dre [AntennaPod](https://antennapod.org) abaoe meur a vloaz). +Hag abaoe pell zo e selaouan *[Les pieds sur terre](https://www.radiofrance.fr/franceculture/podcasts/les-pieds-sur-terre)*, un abadenn liesseurt war France Culture. + +Inès Léraud zo kazetennerez, ha savet he deus meur a reportaj evit *Les pieds sur terre*. +Un heuliadenn he deus kinniget memes : ar *[Journal breton](https://www.radiofrance.fr/franceculture/podcasts/serie-journal-breton-saison-1)*. +Ennañ ez eus kaoz eus industriezh an agroboued e Breizh, ha traoù louz a vez kavet. +Div rann zo gouestlet d'ar bezhin glas, da heul un enklask don a-wac'h he deus kaset da benn. + +Al levr a ginnigan hiziv eo disoc'h an enklask ivez. + +Brav-tre em eus kavet an tresadennoù, savet gant Pierre van Hove. +Hag evel-just, a-bouez an istor hag enklaskoù Inès Léraud. +Spontus eo gwelet emzalc'h ar pennadurezhioù (ar prefetioù, reoù ar yec'hed, ha kement zo). +Fromet on bet gant istorioù an dud : ar fed n'he deus ket paouezet Inès Léraud da glask pelloc'h. +Diaezamantoù ar familhoù o deus gouzañvet an agroboued, o deus ranket en em gannañ evit gellet lâret ar pezh a felle dezho lâret. + +Ar vandenn-dreset a c'heller prenañ e galleg, e brezhoneg hag e gallaoueg. + +Ur film zo bet savet diwarni ivez : *[Les algues vertes](https://fr.wikipedia.org/wiki/Les_Algues_vertes)* +Heuliañ a ra istor al levr, hag un nebeud anvioù zo bet cheñchet. +Un doare mat-tre eo evit ober anaoudegezh gant labour dibar Inès Léraud.