Ar re hep staj o doa bet emwelioù hiniennel evit komz diwar-benn hor live e brezhoneg.
Laouenn e oan peogwir eo mat awalc'h ma live e-keñver ar pezh emañ ar stummerien o c'hortoz.
Bet hor boa un atalier raktres micherel.
Koul e oa rak komzet hor boa dre strolladigoù diwar-benn hor raktresoù.
Dedennus ha awenus e oa !
Dizoloet em eus al lec'hienn [Labour zo](https://labourzo.ubapar.bzh/), ur lec'hienn gant kalz kinigoù labour e brezhoneg.
Ha neuze em eus kroget treiñ ma CV e brezhoneg.
*(Al liamm [RSS](https://fr.wikipedia.org/wiki/RSS) evit resev ar c'hinigoù labour zo kuzhet.
Met kavet em eus anezhañ ! Setu : [https://labourzo.ubapar.bzh/spip.php?page=backend](https://labourzo.ubapar.bzh/spip.php?page=backend))*
Siwazh ne m'oa ket lennet e brezhoneg tamm ebet.
Met gwelet em boa un nebeud videoioù war [Brewhoweb](https://www.brezhoweb.bzh/).
Da skouer ur gontadenn gant Awen Plougoulm diwar-benn [Lenn Brenniliz](https://www.brezhoweb.bzh/Awen-plougoulm-lenn-brenniliz-mojennou_fiche_2745.html).
Ha komprenet em eus an istor (gant an istitloù evit ar poent) !