blog/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/index.br.md

116 lines
5 KiB
Markdown
Raw Normal View History

2023-12-22 16:12:25 +00:00
---
title: "#5 Mikrobot ar bouzelloù"
date: 2021-10-27T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./mikrobiotArBouzellou.jpg"
slug: "5-mikrobiot-ar-bouzellou"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Mikrobiot ar bouzelloù**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/mikrobiot-ar-bouzellou/).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/mikrobiot-ar-bouzellou/embed/light" >}}
---
Hiziv e vo komzet eus boudoù bev bihan-bihan met a-bouez ruz evidomp-ni :
bakteri mikrobiot ar bouzelloù.
Krogomp neuze gant ar bakteri.
M'ho peus selaouet ma c'hronikenn diwar-benn gwezenn ar vuhez
ho peus dalc'het soñj outo marteze.
Buan ha buan, ur vakterienn zo ur organeg ha n'eo ket ul loen nag ur plant.
Bihan-spontus eo, tro ur mikrometr.
Kemerit ur milimetrad. N'eo ket bras dija.
Rannit anezhañ etre mil, setu ment ur vakterienn.
Neuze n'int ket bras met stank ha kapapl int !
Kavet e vezont e pep lec'h war an Douar hag en ennomp ivez, en hor c'horf.
Tro-dro 40 000 a viliardoù a vakteri a zo war pe en hor c'horf.
An niver-se a zo tamm pe damm ar memes hini evel an niver a gelligoù denel,
pe niver a seluloù m'ho peus c'hoant.
Spontus eo!
Setu bremañ e ouzomp petra eo ar bakteri.
Ha petra eo ar mikrobiot neuze?
Ur mikrobiot, rak meur a hini a zo un tammig e pep lec'h,
a zo an holl vikro-organegoù a zo o vevañ en ul lec'h bennak.
Lakaomp, en hor c'horf !
Evit lavarout ar wirionez, estreget ar bakteri a zo en ur mikrobiot.
Kavet e vez mikro-organegoù all evel ar goell (a zo ur seurt tog-touseg),
ha mikro-organegoù all c'hoazh.
Mat-tre. Hag ar bouzelloù neuze ?
D'am soñj e ouzoc'h mui pe vui da betra e servij ar re-mañ.
E-barzh ar stomog pe ar sac'h-boued e vez lonket pedijeret ar boued a zo bet troc'het a-dammigoù.
Met ne vefe ket ken efedus ha se e-unan,
peogwir ne c'hell ket ar c'horf dijeriñ tout kement seurt boued a zo.
Dre ma 'z eo bihan-spontus an organegoù ez eus kalz anezho en hor bouzelloù.
Hag a-bep-seurt zo ouzhpenn ! Petra a dalv an dra-se ?
Feiz… Liesseurt eo stumm ar mikro-organegoù met dreist-holl eo liesseurt o fonksion, pe o c'hefridi.
Ne c'hell ket pep organeg ober pep tra evel-just,
met pa vezont lakaet asambles e c'hellont ober kalz muioc'h, pep hini gant e roll.
Ha setu-int neuze da reiñ an dorn deomp e meur a zoare.
Da gentañ penn : an dijeriñ.
Pa vez lakaet a-stroll an organegoù-se, int gouest da esmoriñ pe da lakaat e bruzhun
al lodennoù eus hor boued na vezent ket lonket ganeomp hon-unan,
evel ar gwiennoù boued, pe fibres alimentaires ma karit.
Ar pezh a vez roet deomp gant ar mikro-organegoù a zo tammoù boued aesoc'h da lonkañ,
hag ivez gaz, a teu da vezañ brammoù ha loufoù.
N'eo ket echu, rak kefridioù all a zo gant ar mikrobiot !
Reiñ a reont sikour deomp evit kreñvaat hor reizhiad immunekaat,
pe système immunitaire m'ho peus c'hoant.
Gourdonet e vez hor sistem gant ar mikro-organegoù en ur mod.
Dre-se int stag ouzh hor yec'hed.
Ha setu ken important eo hor mikrobiot m'eo liammet gant kleñvedoù pe kudennoù yec'hed.
Gallout a rer gwelout ar mikrobiot evel ur c'hempouez ekologel.
Da lavaret eo, eo pouezus kementad organeg-mañ-organeg.
Ma vez re stank un organeg bennak e cheñch emzalc'h ar mikrobiot a-bezh.
An efed kentañ a zo… kaout poan o tijeriñ.
Ar red-kof, ar foerell, alies.
Met gwashoc'h a zo c'hoazh.
Liammet kreñv eo hor bouzelloù gant hon empenn.
Dre un nervenn anvet le nerf vague e galleg da skouer,
met ivez dre ar gwad gant an hormonoù.
Ha diskouezet ez eus bet gant skiantourien ha skiantourezed
e vank un dornad mikro-organegoù e-barzh
mikrobiot an dud a zo tapet gant an diwaskadenn,
pe an dud tapet gant an "dépression".
Liammoù all a zo bet kavet etre stad mikrobiot ar bouzelloù
hag an aotegezh, l'autisme e galleg.
N'eo ket aes gouzout hag eñ eo al liamm ur gaoz pe un dilerc'h koulskoude,
met diskouez a ra eo ar c'hôf e-kreiz hor yec'hed.
Marteze ho peus c'hoant bremañ da c'houzout
penaos ober war-dro ho mikrobiot deoc'h-c'hwi !
Un nebeud traoù zo ezhomm da ziwall outo.
Kentañ tra, tremenit e-biou an antibiotikoù.
Re efedus int evit lazhañ ar bakteri, ar re jentil en o zouez.
Gwelloc'h eo o implijout ma n'eus diskoulm all ebet.
Da eil, klaskit debriñ predoù kempouez gant gwiennoù boued, fibres alimentaires,
a vez kavet da skouer e frouezh hag e legumaj.
Dre se e vo roet boued d'ho mikrobiot.
Hag evit echuiñ, moiaen zo da zebriñ mikroorganegoù krenn-ha-krak.
Kavet e vezont pe e pilulennoù e ti an apotiker, pe e meuzioù zo.
Meuzioù lakaet e go da skouer, evel ar c'haol-go pe ar choukroutenn,
ar yaourt, ha traoù all (kefir, kombucha, miso hag all hag all).
E berr gomzoù hon eus gwelet hiziv ez eus mikro-organegoù en ennomp, en hor bouzelloù : ar mikrobiot.
Important kenañ int evit dijeriñ hag evit hor yec'hed dre vras.
Lavaret em eus deoc'h int stank-mat.
Bez ez eus tost kement a vikro-organegoù evel ma'z eus kelligoù denel.
Ha neuze, dre se vefe diaes-diaes deomp, dibosubl zoken,
bevañ nemet gant kelligoù denel…
Piv omp-ni, a-benn ar fin?
{{< cc "by nc" >}}