88 lines
4.3 KiB
Markdown
88 lines
4.3 KiB
Markdown
|
---
|
|||
|
title: "#33 Ar c'hromozom Y"
|
|||
|
date: 2023-10-11T12:00:00+02:00
|
|||
|
draft: false
|
|||
|
image: "./arC'hromozomY.jpg"
|
|||
|
slug: "33-kromozom-y"
|
|||
|
---
|
|||
|
|
|||
|
{{< block_color blue >}}
|
|||
|
Transcription de l'épisode [**Ar c'hromozom Y**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-chromozom-y).
|
|||
|
{{< /block_color >}}
|
|||
|
|
|||
|
|
|||
|
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-chromozom-y/embed/light" >}}
|
|||
|
|
|||
|
---
|
|||
|
Er gronikenn Brav ha Bev zo bet savaret eus an ADN meur a wech dija.
|
|||
|
Hiziv vo savaret eus ul lodenn eus an ADN : ar c'hromozom Y pe "le chrosomose Y" m'ho peus c'hoant.
|
|||
|
|
|||
|
Krogomp gant un nebeud adweladennoù memestra.
|
|||
|
An ADN zo ur volekulenn vras.
|
|||
|
War-bouez un nebeud munudoù, vez kavet ADN 'barzh an holl gelligoù eus hor c'horf.
|
|||
|
Ar memes ADN zoken.
|
|||
|
En ADN vez kavet lizherennoù, peder anezho dre-just : A, T, C ha G.
|
|||
|
Ur skeudenn vez implijet evit komz eus an ADN : lakaomp e vefe an ADN 'giz ul levr.
|
|||
|
B'al levr-mañ vefe lizherennoù, ar 4 lizherenn, mat.
|
|||
|
Bodet vezont evit sevel gerioù : ar gerioù vefe ar jenoù, les gènes.
|
|||
|
20 000 zo gant an den !
|
|||
|
Hag ar jenoù lakaet asambles a vefe 'giz ur pennad-levr, da lâret eo, ar c'hromozomoù neuze.
|
|||
|
|
|||
|
Ar c'hromozomoù en em lak e koubladoù.
|
|||
|
En den vez kavet 23 c'houblad.
|
|||
|
Unan anezho zo ar c'houblad kromozomoù reizhel, les chromosomes sexuels.
|
|||
|
Goût rit, ar c'houblad XX pe XY.
|
|||
|
An darn vrasañ eus ar merc'hed o deus ur c'houplad XX, hag an darn vrasañ eus ar baotred o deus ur c'houblad XY.
|
|||
|
|
|||
|
Mat, setu evit an adweladennoù.
|
|||
|
|
|||
|
Abaoe pell zo emaomp o klask kompren penaos e ya an ADN en-dro ha petra zo skrivet en ennañ.
|
|||
|
Sekañset eo bet a-dammoù neuze.
|
|||
|
Krouet zo bet ur program e 1988, the Human Genome Project.
|
|||
|
Rannet eo bet an ADN e lodennoù da sekañsiñ.
|
|||
|
Roet eo bet al labour-mañ da skolveurioù pe kreizennoù publik.
|
|||
|
Bro Frañs 'n eus kemeret perzh ivez, dre ar Genoscope zo e Evry, e-kichen Pariz.
|
|||
|
E 2001, zo bet embannet ar brouilhoñs kentañ.
|
|||
|
Ha tri bloaz war-lerc'h eo bet embannet ar sekañs diwezhañ, ar sekañs klok.
|
|||
|
Pe damglok e gwirionez.
|
|||
|
|
|||
|
Toulloù a oa, 'blam ma n'eo ket aes sekañsiñ lodennoù zo.
|
|||
|
Lodennoù zo leun gant lizherennoù adskrivet hag adskrivet, des séquences répétitives 'giz vez lâret.
|
|||
|
Lâret em eus bremaik zo 20 000 jen en ADN.
|
|||
|
E gwirionez, ar jenoù a zo kement a daou dregant eus an ADN a-bezh, hepken.
|
|||
|
Triwerc'h ha pevar-ugent dregant a chom !
|
|||
|
Ba'r peurrest emañ ar sekañsoù a vez kavet hag adkavet meur a wech, les séquences répétitives.
|
|||
|
N'int ket didalvoud 'at !
|
|||
|
Tamm ha tamm hon eus komprenet e vezont implijet e-giz boutonoù da lazhañ ur jen
|
|||
|
pe lakaat anezhañ war elum, 'giz ar goulou.
|
|||
|
A-bouez int evit pezh vez anvet e galleg "l'expression génétique", an eztaol jenetek.
|
|||
|
Met diaes int da sekañsiñ neuze.
|
|||
|
Abaoe un nebeud bloavezhioù 'at, omp gouest da lenn anezho, gras da deknologiezhioù nevez.
|
|||
|
Ha setu giz-se eo bet sekañset ar c'hromozom Y penn-da-benn e 2023.
|
|||
|
Ar c'hromozom-mañ oa an hini diwezhañ da vezañ sekañset en e bezh.
|
|||
|
A-benn ar fin eo klok-mat ar jenom !
|
|||
|
Gant al labour-mañ zo bet lakaet war wel 40 jen nevez, a oa dianavezet betek-henn.
|
|||
|
Anavezout anezho a c'hellfe sikour evit kompren kleñvejoù jenetik 'zo da skouer,
|
|||
|
pe traoù all c'hoazh, piv oar.
|
|||
|
|
|||
|
Met, gwelloc'h c'hoazh, embannet zo bet er memes mare ur studiadenn all a ginnig 43 c'hromozom Y.
|
|||
|
Rak pep den en deus un ADN disheñvel, ha bezañ gouest da lakaat kichen-ha-kichen an ADN,
|
|||
|
a sikour evit kompren pegen disheñvel eo dre-just.
|
|||
|
Kavet zo bet en deus emdroet kalz ar c'hromozom Y a-hed an amzer :
|
|||
|
e vent, an doare m'eo aozet, ha kement zo.
|
|||
|
Reiñ a ra da gompren un tamm gwelloc'h emdroadur jenom an Den.
|
|||
|
A-bouez 'vo al labour-mañ evit liammañ jen-mañ-jen 'vez kavet war ar c'hromozom Y
|
|||
|
gant ar fenotip, da lâret eo, ar perzhioù vez gwelet war un den.
|
|||
|
|
|||
|
Gant sekañs klok ar c'hromozom Y zo bet echuet ul labour oa bet kroget pell zo.
|
|||
|
An holl lizherennoù vez kavet e ADN an den zo bet lennet, penn-da-benn ar wech-mañ.
|
|||
|
Koulskoude, ouzhpenn ur jenom zo : pep hini ac'hanomp en deus e jenom.
|
|||
|
Kalz traoù zo boutin 'tre an holl, evel-just, met 'tro 0,1% eus ar jenom zo disheñvel.
|
|||
|
Pezh a ra un difoc'h a 3 milion a lizherennoù etre 2 zen memestra.
|
|||
|
Ar bazenn da heul neuze, hag a zo krog dija dindan an anv "the Human Pangenome",
|
|||
|
eo sekañsiñ jenom a bep seurt tud, disheñvel an eil re deus ar re all,
|
|||
|
evit kompren gwelloc'h liesseurted ar jenomoù,
|
|||
|
ha neuze, liesseurted an Den.
|
|||
|
|
|||
|
|
|||
|
{{< cc "by nc" >}}
|