93 lines
4.5 KiB
Markdown
93 lines
4.5 KiB
Markdown
|
---
|
|||
|
title: "#13 An heureuchined-mor (2/2)"
|
|||
|
date: 2022-02-16T12:00:00+02:00
|
|||
|
draft: false
|
|||
|
image: "./anHeureuchinedMor2.jpg"
|
|||
|
slug: "13-an-heureuchined-mor-2"
|
|||
|
---
|
|||
|
|
|||
|
{{< block_color blue >}}
|
|||
|
Transcription de l'épisode [**An heureuchined-mor (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2).
|
|||
|
{{< /block_color >}}
|
|||
|
|
|||
|
|
|||
|
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2/embed/light" >}}
|
|||
|
|
|||
|
---
|
|||
|
|
|||
|
Kendalc'het 'vo hiziv gant an heureuchined-mor.
|
|||
|
Er rann ziwezhañ hor boa safaret eus o neuz hag eus o flas e kempouezoù ekologel.
|
|||
|
Ha bremañ neuze vo komzet eus ar pezh a zegasont d'ar bed skiantel.
|
|||
|
Met krogomp diouzhtu gant o seksualegezh.
|
|||
|
|
|||
|
Evit gouennañ, pe strujañ, pe sevel o diskennadur 'vez implijet meur a strategiezh ganto.
|
|||
|
Diouzh ar spesad e vez, 'giz boaz.
|
|||
|
Ar pezh a zo boutin memestra : pared hag parezed zo.
|
|||
|
Ar pared a brodu ar sper, pe ar spermatozoid m'ho peus c'hoant.
|
|||
|
Hag ar parezed a brodu ar vielloù, pe an ovules mar karit.
|
|||
|
|
|||
|
Da gustum, gant an organismoù all, e vez produet kalz sper evit nebeut a vielloù.
|
|||
|
Amañ, gant an heureuchined-mor eo ar c'hontrol !
|
|||
|
Produiñ a reont kalz sper met ivez kalz vielloù.
|
|||
|
Ar pared hag ar parezed a brodu sper ha vielloù memes amzer,
|
|||
|
evit lakaat ar c'helligoù-se d'en em gavout asambles.
|
|||
|
Pep tra en em gav er mor, e lec'h ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation mar karit.
|
|||
|
Ar speriañ zo e-maez ar barez neuze, ar pezh a lak ar glad jenetek da vezañ mesket.
|
|||
|
Evit gouzout muioc'h war ar glad jenetek, pe patrimoine génétique,
|
|||
|
e c'hellit selaou pe adselaou ar gronikenn diwar-benn an ADN.
|
|||
|
|
|||
|
An dra-se zo gwir neuze evit al lodenn vrasañ eus ar spesadoù.
|
|||
|
Met lavaret em eus deoc'h eo liesseurt an heureuchined-mor.
|
|||
|
Ha gwir eo, vez kavet doaeroù all.
|
|||
|
Evel gant ur spesad, a vez kavet kentoc'h er morioù yen.
|
|||
|
Parezed ar spesad-mañ ne broduont ket kalz a vielloù.
|
|||
|
Ha ne vezont ket skignet pe strewet er mor.
|
|||
|
Ar c'hontrol eo zoken : chom a ra ar vielloù e-barzh o c'horf,
|
|||
|
e chakodoù, ha desachet e vez ar sper gant ar parezed.
|
|||
|
Gant ar strategiezh-se, ne vez ket produet miliadoù a heureuchined bihan, ken un nebeud kantadoù.
|
|||
|
Ne vez ket mesket kement-se ar glad jenetek,
|
|||
|
met, dre ma 'z eus eus ar spesad-se c'hoazh, e talvez n'eo ket re sot
|
|||
|
ober war-dro e vugale mod-se, e-barzh an en-dro-se.
|
|||
|
|
|||
|
Studiet vez an heureuchined-mor gant ar skiantourezed hag ar skiantourien abaoe pell.
|
|||
|
Abaoe amzer Aristote, d'an nebeutañ, evel 'meus lâret deoc'h er rann ziwezhañ.
|
|||
|
Hiziv an deiz, evit meur a abeg 'chom ar re-se interesant evito.
|
|||
|
|
|||
|
Abalamour d'o flas e gwezenn ar vuhez da gentañ.
|
|||
|
Er memes rummad hag ar stered-mor emaint,
|
|||
|
asambles gant an andouilh-mor, "concombres de mer" e galleg.
|
|||
|
Ar rummad-se zo anvet "ekinodermed".
|
|||
|
Unan eus ar perzhioù boutin zo etrezo, eo simetriezh ar 5 lodenn.
|
|||
|
|
|||
|
Hag an ekinodermed zo interesant-tre peogwir emaint just e-kichen ur rummad all :
|
|||
|
hini ar c'hordeged, pe "chordés" e galleg.
|
|||
|
Ni a zo 'barzh !
|
|||
|
Klask a ra ar skiantourien hag ar skiantourezed kaout loened e-maez eus hor rummadoù deomp-ni
|
|||
|
evit keñveriañ an traoù, ha bezañ gouest da c'houzout muioc'h a draoù
|
|||
|
diwar-benn emdroadur ar spesadoù.
|
|||
|
|
|||
|
Da-heul, vez studiet an heureuchined peogwir int aes da sevel.
|
|||
|
Dre ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation, en dour, eo un dra aes da welet ha da studiañ.
|
|||
|
E kreizenn viologel Rosko da skouer ez eus bet enklaskoù gant heureuchined
|
|||
|
evit kompren gwelloc'h penaos e ya en-dro kelc'hiad ar gellig (le cycle cellulaire).
|
|||
|
Bras a-walc'h eo ar vielloù ur wech speriet, akomod eo evit sellet outo gant ur mikroskop.
|
|||
|
Ha be'z eus ivez enklaskoù war ar mod vez tremenet eus an ARN d'ar proteinoù.
|
|||
|
Ar pezh hon eus gwelet dija en ur gronikenn bennak !
|
|||
|
|
|||
|
Hag evit echuiñ e c'hell an heureuchined-mor awenañ ar skiantourien hag ar skiantourezed
|
|||
|
dre m'o deus perzhioù dedennus.
|
|||
|
O beg, "letern Aristote" zo efedus-tre, koulz hag ar peg a vez produet gant o fikoù.
|
|||
|
Bezañ awenet gant boudoù bev e giz-se a vez anvet ar "bevheñvelaat", pe "biomimétisme" e galleg.
|
|||
|
Un danvez a c'hellfe bezañ kinniget en ur gronikenn bennak marteze…
|
|||
|
|
|||
|
Un tamm pourmenadenn war ar mor hon eus graet gant an div gronikenn,
|
|||
|
evit ober anaoudegezh gant loened a seblant bezañ simpl.
|
|||
|
Met pa vez sellet pizhoc'h e vez kavet traoù interesant-bras.
|
|||
|
Kalz spesadoù zo, hag a vez kavet tro dro d'ar bed.
|
|||
|
Reiñ a reont tro da gomz diwar-benn gouennadur, kempouezoù ekologel ha me oar me.
|
|||
|
Kement-se a lak an heureuchined-mor da vezañ studiet gant ar skiantourien ha skiantourezed.
|
|||
|
|
|||
|
Reiñ a ra deomp da gompren ivez eo a-bouez an holl organismoù,
|
|||
|
ha pa vefe o neuz ken simpl hag ur voulenn.
|
|||
|
|
|||
|
{{< cc "by nc" >}}
|