103 lines
4.7 KiB
Markdown
103 lines
4.7 KiB
Markdown
|
---
|
|||
|
title: "#10 An ADN (2/3)"
|
|||
|
date: 2022-01-05T12:00:00+02:00
|
|||
|
draft: false
|
|||
|
image: "./anAdn2.jpg"
|
|||
|
slug: "10-an-adn-2"
|
|||
|
---
|
|||
|
|
|||
|
{{< block_color blue >}}
|
|||
|
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ADN (2/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/).
|
|||
|
{{< /block_color >}}
|
|||
|
|
|||
|
|
|||
|
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/embed/light" >}}
|
|||
|
|
|||
|
---
|
|||
|
|
|||
|
Kendalc'het vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN.
|
|||
|
Gant ar gronikenn ziwezhañ hor boa graet un tamm tro en amzer dremenet evit gouzout
|
|||
|
penaos eo bet lakaet war-wel gant ar skiantourien ha skiantourezed.
|
|||
|
|
|||
|
Ha hiziv neuze e vo komzet eus talvoudegezh an ADN.
|
|||
|
Da betra 'servij an ADN ?
|
|||
|
Bec'h dezhi!
|
|||
|
|
|||
|
Gant ar rann ziwezhañ hor boa komzet un tammig eus an herezh, l'hérédité e galleg.
|
|||
|
Ha gwir eo, kaset eo an herezh gant an ADN,
|
|||
|
peogwir e vez degaset gant ar volekulenn-mañ an ditour jenetikel.
|
|||
|
An ditour jenetikel an hini eo a lâr hag-eñ eo glas ho taoulagad pe hag-eñ eo du ho kazh.
|
|||
|
|
|||
|
Gouzout a rit moarvat e vez treuzkaset ar perzhioù (e galleg e vez lâret les caractères)
|
|||
|
gant an dud d'o bugale.
|
|||
|
An dra-se a dalv e vez treuzkaset an ADN gant an dud d'o bugale.
|
|||
|
E gwirionez e vez treuzkaset gant pep hini an hanter rik eus ADN ar c'hrouadur.
|
|||
|
Treuzkaset e vez, mesket e vez e pep rummad, abaoe pell pell zo.
|
|||
|
Ar glad genetikel a vez graet eus an dra-se.
|
|||
|
|
|||
|
Gant ar gronikenn-mañ 'vo komzet eus traoù a bep seurt diwar-benn an herezh neuze,
|
|||
|
traoù hag a zo tammig fetisoc'h.
|
|||
|
|
|||
|
Urzhiet eo an ADN e kromozomoù, e seurt pakadoù.
|
|||
|
Ni, an denelezh, hon eus 23 c'houblad a gromozomoù en holl.
|
|||
|
Met unan eus ar c'houbladoù a zo disheñvel deus ar mod eo ur plac'h genetikel pe ur paotr genetikel.
|
|||
|
E-barzh ADN ar merc'hed ez eus daou gromozom heñvel an eil deus egile, anvet "XX".
|
|||
|
Ha gant ar baotred ez eus daou gromozom disheñvel an eil deus egile,
|
|||
|
an eil bihanoc'h eget egile, anvet "XY".
|
|||
|
Ar c'houblad-se a laka un den da vezañ plac'h pe paotr jenetikel.
|
|||
|
Bep tro e vez kemeret ur c'hromozom eus ar vamm eo ur c'hromozom X, atav !
|
|||
|
Hag a vez kemeret ur c'hromozom eus an tad, dre zegouezh ivez.
|
|||
|
Ma vez roet ur c'hromozom X gant an tad,
|
|||
|
ar c'houblad vo "XX" hag ar c'hrouadur vo ur plac'h jenetikel.
|
|||
|
A-hend-all e vo ur paotr jenetikel.
|
|||
|
|
|||
|
Ar sistem-se vez anvet sistem XY (pe XY).
|
|||
|
Sistemoù-all a zo en natur evel-just, gant al lapoused pe gant an amprevaned.
|
|||
|
|
|||
|
Cheñchomp kaoz evit komz eus ar jenoù bremañ.
|
|||
|
Evit kompren petra eo ur jen e c'heller ober gant ur skeudenn.
|
|||
|
Lakomp 'vefe an ADN a-bezh evel ul levr.
|
|||
|
Ar c'hromozomoù a vefe evel chabistroù al levr.
|
|||
|
Hag ar jenoù neuze a vefe ar gerioù,
|
|||
|
gant lizherennoù ar c'hod jenetek hor boa gwelet a-raok : A, T, C ha G.
|
|||
|
Komzet 'vo en-dro eus ar jenoù gant ur gronikenn all,
|
|||
|
met moaien zo da lavaret e vez degaset ar perzhioù, les caractères, gant ar jenoù.
|
|||
|
Da lâret eo, skrivet vez gerioù an ADN hervez ar perzhioù.
|
|||
|
|
|||
|
Ar pikoù-panez, lakaomp.
|
|||
|
Kaout pikoù-panez : an dra-se en deus da welet gant ur jen anvet MC1R.
|
|||
|
Diouzh an doare ma vez skrivet ar jen-se e c'hell an den kaout kalz pikoù-panez,
|
|||
|
pe nompas kaout netra : tamm pik-panez ebet.
|
|||
|
|
|||
|
Traoù all a zo, evel flip ar skouarn (le lobe de l'oreille mar karit).
|
|||
|
Evit tud zo eo stag, peget ouzh an dremm, hag evit tud all eo distag.
|
|||
|
Ur jen a gontroll ar perzh-mañ ivez.
|
|||
|
Memes tra gant kleñvedoù zo evel an dic'houzañvuster ouzh al laktoz,
|
|||
|
da lâret eo an dud ne vezont ket evit dijeriñ al lactoz.
|
|||
|
|
|||
|
Met al lodenn vrasañ eus ar perzhioù hon neuz
|
|||
|
hag ar pezh e c'hellomp ober pe pas,
|
|||
|
a zo kontrollet gant meur a jen, e gwirionez.
|
|||
|
Ment an dud a vez kontrollet gant muioc'h eget 80 jen.
|
|||
|
E 2021 ez eus bet diskouezet ez eus ezhomm eus ur 120 jen bennak d'an nebeutañ
|
|||
|
evit displegañ liv an daoulagad.
|
|||
|
|
|||
|
Penaos 'vez treuzkaset ar perzhioù gant kemend-all a jenoù ?
|
|||
|
Un tamm evel ar reizh, ar "seks" kontrollet gant ar c'hromozomoù XX pe XY.
|
|||
|
Pep jen a teu gant stummoù disheñvel.
|
|||
|
Evit ur jen, e c'hell an tad kaout ur stumm, hag ar vamm ur stumm all.
|
|||
|
ADN ar bugel a vo ur gwir veskaj gant stummoù an tad ha stummoù ar vamm, dre zegouezh adarre.
|
|||
|
Se zo kaoz eo heñvel a-walc'h ur bugel ouzh e dud,
|
|||
|
met diaes pe dibosupl eo gouzout resis petra vo e berzhioù.
|
|||
|
Petra vo liv e zaoulagad, pegent bras vo, ha me oar-me.
|
|||
|
|
|||
|
Emichañs n'oc'h ket kollet gant an holl anvioù implijet er gronikenn-mañ.
|
|||
|
Jen, kromozom… Ar gerioù-se 'vo klevet c'hoazh, traoù all zo da zeskiñ diwar o fenn !
|
|||
|
Hiziv hon eus gwelet eo an ADN ar pezh a zoug an ditour jenetikel.
|
|||
|
Treuzkaset e vez dre ar jenoù, ha pa vefent o-unan pe a-stroll evit sevel ar perzhioù, les caractères m'ho peus c'hoant.
|
|||
|
|
|||
|
Gant ar gronikenn a-benn ar wech all 'vo safaret eus ar pezh 'vez graet gant ar jenoù, e-barzh ar c'helligoù.
|
|||
|
Ha c'hwi 'welo pegent brav hag efedus eo ar sistem-se.
|
|||
|
|
|||
|
|
|||
|
{{< cc "by nc" >}}
|