86 lines
4.3 KiB
Markdown
86 lines
4.3 KiB
Markdown
|
---
|
|||
|
title: "#21 Martezeadenn ar Rouanez ruz"
|
|||
|
date: 2022-10-12T12:00:00+02:00
|
|||
|
draft: false
|
|||
|
image: "./martezeadennArRouanezRuz.jpg"
|
|||
|
slug: "21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz"
|
|||
|
---
|
|||
|
|
|||
|
{{< block_color blue >}}
|
|||
|
Transcription de l'épisode [**Martezeadenn ar Rouanez ruz**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/martezeadenn-ar-rouanez-ruz).
|
|||
|
{{< /block_color >}}
|
|||
|
|
|||
|
|
|||
|
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/martezeadenn-ar-rouanez-ruz/embed/light" >}}
|
|||
|
|
|||
|
---
|
|||
|
|
|||
|
Pell zo n'em eus ket fardet deoc'h ur gronikenn deorikel.
|
|||
|
Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo'meus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis.
|
|||
|
|
|||
|
Hiziv 'vo klasket kempouez an traoù.
|
|||
|
Kontet 'vo eus ur vartezeadenn. Un hypothèse m'ho peus c'hoant.
|
|||
|
Er gronikenn-mañ 'vo kontet deus ur rouanez ha deus Lewis Caroll
|
|||
|
(skrivagner al levr mil anavezet "Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù)
|
|||
|
hag eus ur redadeg.
|
|||
|
Kement tra a zo liammet ouzh ur vartezeadenn neuze : martezeadenn ar rouanez ruz.
|
|||
|
|
|||
|
Eus pelec'h e teu ar rouanez ruz ?
|
|||
|
Lâret 'meus deoc'h e vo kaoz eus Lewis Caroll.
|
|||
|
Ouzhpenn al levr "Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù" en deus skrivet.
|
|||
|
Unan all zo bet skrivet gantañ a zo anvet "En tu all d'ar melezour", pe "De l'autre côté du miroir" e galleg.
|
|||
|
Da heul "Troioù-kaer Alis" e teu an istor-mañ.
|
|||
|
|
|||
|
Kavout a rae Alis hir ec'h amzer du-hont.
|
|||
|
Azezet voe war ur gador-vrec'h er saloñs pa chomas kousket…
|
|||
|
Krog e voe da hunvreal 'barzh un dra iskis evel-just.
|
|||
|
Mont a rae d'an tu all d'ar melezour a voe er saloñs da gavout aze ur bed all, en tu-gin.
|
|||
|
Ober a reas anaoudegezh gant pezhioù echedoù ha dreist holl gant… ar rouanez ruz.
|
|||
|
Hi voe gouest da redek buan-buan !
|
|||
|
Bamet voe Alis, a oa o redek ivez met ne oa ket gouest da vont war-raok, chom a rae memes plas !
|
|||
|
|
|||
|
— Feiz… em bro, eme Alis, berr he alan, ma reder buan-buan hag e-pad pell, evel m'hon eus graet,
|
|||
|
ec'h en em gaver en ul lec'h all.
|
|||
|
— Difon eo ho pro, eme ar rouanez.
|
|||
|
Gwelet a rez, amañ e ranker redek ken buan ha ma c'haller evit chom memes plas.
|
|||
|
Ma fell dit mont d'ul lec'h all e rankes redek an hanter buanoc'h d'an nebeutañ !
|
|||
|
|
|||
|
Ha setu displeget mat-tre gant ar rouanez ruz, pe Lewis Caroll kentoc'h, ar pezh a c'hoarvezh en natur.
|
|||
|
En ul lodenn eus ar vevoniezh atav (pe bioloji), al lodenn a studi emdroadur ar spesadoù.
|
|||
|
Goût a rit emañ an holl spesadoù oc'h emdreiñ, oc'h evoluiñ ma peus c'hoant.
|
|||
|
Da lâret eo zo cheñchamantoù bihan, dister kazimant, etre pep rummad.
|
|||
|
Met un efed o deus memestra, ha tamm-ha-tamm 'vez dilezet ar boudoù bev gant cheñchamantoù fall,
|
|||
|
ha miret 'vez ar re gant cheñchamantoù mat.
|
|||
|
|
|||
|
Petra eo ur cheñchamant mat ?
|
|||
|
Deus an endro 'vez, pe diouzh ar boudoù bev all zo tro-dro.
|
|||
|
Bezañ gouest da redek un tammig buanoc'h da skouer pe da vevañ un ul lec'h zo un tammig tommoc'h.
|
|||
|
Met just a-walc'h, ar boudoù bev all zo tro-dro a zo oc'h emdreiñ ivez.
|
|||
|
Hag e gwirionez emañ an endro o cheñch atav !
|
|||
|
An temperadur, ar c'hementad a oksijen en dour, ar c'hementad a heol zo en ul lec'h bennak, ha me oar me.
|
|||
|
Evel ma vefe ar bed a-bezh o redek a-benn ar fin !
|
|||
|
Setu 'giz-se e ranker redek evit chom da vezañ diouzh ar pezh zo tro-dro.
|
|||
|
|
|||
|
Ur skouer bremañ evit diskouez zo eus ar redadeg-se.
|
|||
|
E 2019 ez eus bet embannet ur studiadenn gant daou zoare mikroorganismoù.
|
|||
|
ur vaktirienn, Escherichia coli, hag ur vaktirienn all, Myxococcus xanthus.
|
|||
|
Debret 'vez Escherichia coli gant Myxococcus, ur brezel zo etre an daou neuze.
|
|||
|
Pa vezont lakaet asambles e vez gwelet emdroadurioù eus an daou du.
|
|||
|
Pep rummad zo gwelloc'h 'vit ar rummad a-raok, met ar memes tra a c'hoarvezh gant an enebour !
|
|||
|
N'eus fin ebet neuze, nemet pa ya ur spesad da goll.
|
|||
|
|
|||
|
Gwelet 'vez ar memes tra gant loened brasoc'h.
|
|||
|
Ar c'honifled a zo gouest da redek buanoc'h evit al lern, ar re-se n'int ket debret.
|
|||
|
Met goude-se, al lern n'int ket gouest da redek fonnus a-walc'h a ya da goll,
|
|||
|
ha ne chom nemet al lern buanañ !
|
|||
|
Un doare "course à l'armement" eo, bezañ an hini kentañ gant an armoù gwellañ.
|
|||
|
|
|||
|
Gras d'ul levr, ul levr evit ar vugale ouzhpenn, hon eus gwelet un dra a-bouez en natur.
|
|||
|
Evit pezh a sell ouzh ar boudoù bev, n'eus netra stabil !
|
|||
|
Pep tra a cheñch, ha dre se eo ret en em brebariñ atav evit en em gannañ gant ar boudoù bev all.
|
|||
|
Evit kenlabourat eo ar memes tra 'vat.
|
|||
|
Gwell eo chom heñvel a-walc'h deus e vignoned.
|
|||
|
Ha prest oc'h c'hwi da redek ?
|
|||
|
|
|||
|
|
|||
|
{{< cc "by nc" >}}
|