49 lines
2.1 KiB
Markdown
49 lines
2.1 KiB
Markdown
|
---
|
||
|
title: "Lennet em eus : \"Pa ra glav\" skrivet gant Leire Salaberria"
|
||
|
date: 2020-12-11T12:20:08+02:00
|
||
|
description: "Skrivet em boa em [c'hazetenn ar c'henfinañ #4](/br/imor/kazetenn-4/) em boa prenet levrioù e *Encre de Bretagne* e kreiz-kêr Roazhon.
|
||
|
Setu lennet em eus unan eus anezho !
|
||
|
Kinniget vo *Pa ra glav* er pennad-mañ."
|
||
|
tags: ["levr", "burutelladenn", "bugale"]
|
||
|
draft: false
|
||
|
---
|
||
|
|
||
|
Skrivet em boa em [c'hazetenn ar c'henfinañ #4](/br/imor/kazetenn-4/) em boa prenet levrioù e *Encre de Bretagne* e kreiz-kêr Roazhon.
|
||
|
Setu lennet em eus unan eus anezho !
|
||
|
Kinniget vo *Pa ra glav* er pennad-mañ.
|
||
|
|
||
|
{{< figure src="./pa_ra_glav.jpg" caption="*Pa ra glav* eo ul levr evit ar vugale skrivet gant Leire Salaberria." class="center img-40" alt="Al levr Pa ra glav" >}}
|
||
|
|
||
|
*Pa ra glav* eo skrivet gant [Leire Salaberria](https://leiresalaberria.myportfolio.com/bio).
|
||
|
Ur skrivagnerez hag un dreserez eus bro Spagn / Euskadi eo.
|
||
|
Al levr a oa embannet da gentañ e euskareg (*Euria ari duenean* eo anv e euskareg).
|
||
|
Troet eo e brezhoneg gant [Riwanon Kervella](https://br.wikipedia.org/wiki/Riwanon_Kervella) ha embannet eo gant an ti-embann [An Alarc'h](http://www.brezhoneg.org/br/catalogues?search_api_views_fulltext=An+Alarc%27h).
|
||
|
|
||
|
Petra eo an istor ?
|
||
|
Simpl a-walc'h eo.
|
||
|
Ul levr evit bugaligoù eo alato !
|
||
|
Emañ ur bugel hag e gi o pourmen er maez.
|
||
|
Glav a ra evel just.
|
||
|
Ar bugel a gont petra a vez graet ganto pa ra glav.
|
||
|
Da skouer pa e pourmenont er maez dindan ar glav en dez ar bugel un disglavier (evel-just).
|
||
|
Hag e gi eo kollet peogwir ne c'hell ket disheñveliñ disglavier ar bugel d'ar re all.
|
||
|
Sapre avantur eo, ne gavit ket ?
|
||
|
|
||
|
Lennet em boa al levr gant kalz plijadur.
|
||
|
Me a blij din ar glav.
|
||
|
Istorioù barzhek evel anezhi a blij din ivez.
|
||
|
An tresadennoù zo simpl a-walc'h met brav kenañ ha "flour" evit an daoulagad.
|
||
|
Mat eo evit ar vugale hag an oadouriena !
|
||
|
|
||
|
|
||
|
## Lenn a ran ar pennad kentañ
|
||
|
Lenn a ran ar pennad kentañ… bon n'ez eus ket pennad ebet.
|
||
|
Lenn a ran al levr penn-da-benn !
|
||
|
|
||
|
{{< funkwhale pod="zik.goe.land" type="track" id="40922" >}}
|
||
|
|
||
|
Pa vo lennet ganin levrioù hiroc'h e brezhoneg vo lennet ar pennad kentañ hepken.
|
||
|
|
||
|
Setu tout, kenavo !
|
||
|
|