--- title: "Lennet em eus : \"Pa ra glav\" skrivet gant Leire Salaberria" date: 2020-12-11T12:20:08+02:00 description: "Skrivet em boa em [c'hazetenn ar c'henfinañ #4](/br/imor/kazetenn-4/) em boa prenet levrioù e *Encre de Bretagne* e kreiz-kêr Roazhon. Setu lennet em eus unan eus anezho ! Kinniget vo *Pa ra glav* er pennad-mañ." tags: ["levr", "burutelladenn", "bugale"] draft: false --- Skrivet em boa em [c'hazetenn ar c'henfinañ #4](/br/imor/kazetenn-4/) em boa prenet levrioù e *Encre de Bretagne* e kreiz-kêr Roazhon. Setu lennet em eus unan eus anezho ! Kinniget vo *Pa ra glav* er pennad-mañ. {{< figure src="./pa_ra_glav.jpg" caption="*Pa ra glav* eo ul levr evit ar vugale skrivet gant Leire Salaberria." class="center img-40" alt="Al levr Pa ra glav" >}} *Pa ra glav* eo skrivet gant [Leire Salaberria](https://leiresalaberria.myportfolio.com/bio). Ur skrivagnerez hag un dreserez eus bro Spagn / Euskadi eo. Al levr a oa embannet da gentañ e euskareg (*Euria ari duenean* eo anv e euskareg). Troet eo e brezhoneg gant [Riwanon Kervella](https://br.wikipedia.org/wiki/Riwanon_Kervella) ha embannet eo gant an ti-embann [An Alarc'h](http://www.brezhoneg.org/br/catalogues?search_api_views_fulltext=An+Alarc%27h). Petra eo an istor ? Simpl a-walc'h eo. Ul levr evit bugaligoù eo alato ! Emañ ur bugel hag e gi o pourmen er maez. Glav a ra evel just. Ar bugel a gont petra a vez graet ganto pa ra glav. Da skouer pa e pourmenont er maez dindan ar glav en dez ar bugel un disglavier (evel-just). Hag e gi eo kollet peogwir ne c'hell ket disheñveliñ disglavier ar bugel d'ar re all. Sapre avantur eo, ne gavit ket ? Lennet em boa al levr gant kalz plijadur. Me a blij din ar glav. Istorioù barzhek evel anezhi a blij din ivez. An tresadennoù zo simpl a-walc'h met brav kenañ ha "flour" evit an daoulagad. Mat eo evit ar vugale hag an oadouriena ! ## Lenn a ran ar pennad kentañ Lenn a ran ar pennad kentañ… bon n'ez eus ket pennad ebet. Lenn a ran al levr penn-da-benn ! {{< funkwhale pod="zik.goe.land" type="track" id="40922" >}} Pa vo lennet ganin levrioù hiroc'h e brezhoneg vo lennet ar pennad kentañ hepken. Setu tout, kenavo !