blog/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/index.br.md

93 lines
4.3 KiB
Markdown
Raw Normal View History

2023-12-22 16:12:25 +00:00
---
title: "#20 Preñved Rosko"
date: 2022-09-28T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./prenvedRosko.jpg"
slug: "20-prenved-rosko"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Preñved Rosko**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/prenved-rosko).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/prenved-rosko/embed/light" >}}
---
Hiziv e kinnigan deoc'h mant da Rosko !
Graet 'vo anaoudegezh gant loened interesant bras evit ar skiantourien hag ar skiantourezed.
Ken interesant int ken ez eus bet roet dezho un anv dreist : Symsagittifera roscoffensis.
Deomp da Rosko neuze !
War an aod emaomp.
En Aber, etre kreiz-kêr Rosko ha beg Perac'hidi.
Kompez eo an aod, hag emañ ar mor o vont kuit.
O tostaat deusoutañ emomp just a-walc'h.
Ha gwelet a reomp tachoù glas un tamm pep-lec'h.
Petra eo 'ta ?
Dre chañs em eus kaset ganin ur warenn-greskiñ daoulagadel, pe "loupe binoculaire" ma karit.
Lakaet un dornadig traezh gant an tachoù glas en ur voest treuzwelus ha…
Ar re-se fiñv ! Preñved int !
Anvet int preñved Rosko pe Symsagittifera roscoffensis peogwir int bet studiet pizh er vro.
Met estreget e Rosko e vez kavet ar re-se avat.
Kavet ez eus bet koloniennoù eus bro Bortugal betek bro Gembre.
Atav 'vez ar preñved war an aod vev, hag o buhez zo lusked gant mareoù ar mor.
Pa vez uhel ar mor int kuzhet 'barzh an traezh.
Ha pa ziskenn ar mor e vez gwelet ar re-se war c'horre an traezh, barzh an irvi bihan.
Glas int, tro 5 mm.
An dra-se zo kaoz n'hon eus gwelet nemet tachoù.
Bevañ a reont a-stroll.
Ha perak 'ta int glas ? Ar preñved n'int ket glas sañset !
E gwirionez, n'eo ket ar preñved a zo glas.
Ar bezhin zo enno 'ni eo !
Ar mikro-bezhin kentoc'h, rak ar re-mañ zo boudoù bev zo unkelligel (unicellulaire) ha bihan-bihan.
Tro 10 mikrometr, 100 gwech bihanoc'h 'vit ur milimetr.
N'haller ket gwelet pep kellig eus ar bezhin-se evel-just, met ar preñved a gemer o liv,
ken stank eo ar bezhin-se en enno.
Kavet 'vez ar c'helligoù-se un tamm pep-lec'h er mor, hag ar preñved a zeb' anezho,
met hep dijeriñ 'nezho.
Bevañ a reont 'barzh o c'hroc'hen neuze.
E mod-se 'vez degaset d'ar preñved-se un dra ha n'eo ket gouest al loened all d'ober,
bezañ gouest d'ober ar fotosintezenn.
Afin, e gwirionez eo ar bezhin a ra ar fotosintezenn 'barzh ar preñved.
Gant ar reaktadenn gimiek-se e teu oxsijen ha danvez organek, da lâret eo boued evit ar preñved.
Hag ar preñved a zegemer anezho war ar memes tro !
Fotosimbios 'vez graet eus an dra-se.
Ur c'henlabour padus etre ar boudoù bev.
Ha diazezet ar c'henlabour war ar goulou.
An dra-se zo bamus a-walc'h. Plant pe bezhin herberc'hiet gant loened.
C'hoarvezhout a ra memestra, ha muioc'h evit pezh a c'haller soñjal, er mor atav.
Ar c'houral a zo hanter-loen hag an hanter-bezhin lakaomp !
Pe c'hoazh 'vez kavet kalz boudoù bev munut er plankton, hag a vez kavet enno bezhin munutoc'h.
Un dra dibar zo dezho memestra.
Pa vez troc'het ur preñv e 2 lodenn e kresk en-dro an 2 lodenn evit sevel 2 breñv.
Ha burzhudus eo, pe dost, rak un empenn o deus ar re-se.
Ha diaes eo adsevel un empenn diwar netra evel-just, ha pa vefe bihan a-walc'h.
An dra-se zo interesant evit ar re a labour war an adsevel eus lodennoù eus ar c'horf neuze.
Hag evit echuiñ, un dra interesant all, evit soñjal diwar-benn petra eo ur spesad pe ur boud-bev.
Pa vez sellet deus ur preñv, vez gwelet ouzhpenn ar preñv hag ar bezhin e gwirionez.
Baktiri zo ivez!
Un tammig eveldomp gant hor mikrobiot en hor bouzelloù, ar re-se o deus ur mikrobiot war o c'hroc'hen.
Hag tout ar re-se a vev asambles didrubuilh.
Marteze ez eus eskemmoù ret etrezo evit bevañ zoken.
Met an dra-se a zo da vezañ studiet gant ar skiantourien hag ar skiantourezed c'hoazh.
Un dra zo sur, 'vat, diskouez a ra mat a-walc'h pegen stag eo an eil re ouzh ar re all,
loened pe bezhin pe c'hoazh baktiri.
Kavet hon eus preñved war an aod e Rosko neuze.
Preñved bihan met ken interesant all evit meur a abeg.
O doare da adsevel lodennoù eus o c'horf, pe an darempredoù a-bouezh gant o mignoned ar mikrobezhin.
Hag ar fed eo ur preñv e-giz-se ur gwir ekosistem a-benn ar fin, gant ar baktiri war ar c'hroc'hen.
Peadra da vagañ studiadennoù all, ha da soñjal e-barzh ar pezh vez lâret organism deuzoutañ.
Tamm-ha-tamm teuer da gompren eo kentoc'h ur c'henstrollad gant meur a spesad liammet etrezo.
{{< cc "by nc" >}}