blog/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/index.br.md

129 lines
5.7 KiB
Markdown
Raw Normal View History

2023-12-22 16:12:25 +00:00
---
title: "#14 An ornitorinked"
date: 2022-03-02T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anOrnitorinked.jpg"
slug: "14-an-ornitorinked"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ornitorinked**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked/embed/light" >}}
---
Er gronikenn Brav ha Bev hon eus graet anaoudegezh gant 2 loen a zo un tamm dibar.
An tardigraded, bihan tout met kreñv-bominabl.
Hag ar razhed-goz noazh, un doare logod hag a vev e koloniennoù hag e-pad pell.
Hiziv vo komzet eus unan eus loened drollañ, iskisañ zo er bed : an ornitorinked
Ar wech-mañ vo graet anaoudegezh ganto evel an Europeaned o doa graet.
E fin an XVIIIvet kantvet emaomp.
An Europeaned a glask ober tro ar bed.
John Hunter, eus bro Saoz, 'oa deuet da Aostralia da chom, e lec'h ma oa gouarnour.
Da lâret, penn kolonienn "Sukembre-Nevez", pe "Nouvelle-Galles du Sud", e Aostralia.
Goude bezañ klasket renkañ an traoù eno, kement-all a reuz evel ma oa bet gant ar gouarnour all araozañ,
e oa aet Hunter da bourmen dre ar vro.
Hag eñ, pe e skipailh, d'en em gavout gant ul loen iskis.
Lazhet al loen ganto evel-just, diouzh ar c'hiz e oa,
ha kaset e vlev da vro Saoz, asambles gant tresadennoù.
Ha ne oa ket an dud e bro Saoz evit krediñ ar pezh 'oa c'hoarvezet.
Ur farsadenn 'oa, a soñje dezho, lost al leue, pe ur c'hanular !
Evit ar skiantourien e oa ur meskaj gant meur a loen.
Dre vras, beg un houad asambles gant feur un avank, ur c'hastor ma karit.
A-benn ar fin, ne oa ket, ha komañset e oa ar skiantourien
da glask kompren petra 'oa al loened-se.
An ornintorinked zo loened 50 cm anezho, ha diouzh an noz e vevont kentoc'h.
Gwir eo ez eus tres an avanked warno.
Ur feur brun o deus, ha plat a-walc'h eo o c'horf hag o lost.
Netra ispisial betek-henn.
Met selaouit 'ta pezh zo da heul.
O favioù a zo e-giz re un houad : ar re-mañ zo palm pe palmezet.
Talvoudus eo an dra-se en o en-dro.
E-kichen ar stêrioù e vevont, gwelloc'h eo kaout pavioù ledan
evit neuial pe bale war-c'horre al lec'hid, la vase e galleg, m'ho peus c'hoant.
Met n'eo ket tout !
Ouzhpenn pavioù palmezet o deus.
O beg zo memes-mod evel hini un houad ivez, 'peus ket 'met soñjal.
E gwirionez, an dra-se zo ur javed hag a denn deus beg un houad kentoc'h,
met aes eo kompren perak n'o doa ket kredet ar skiantourien saoz arpezh o doa gwelet,
ken heñvel eo ar beg deus beg ar c'haniged.
Ha n'eo ket tout c'hoazh !
Ar parezed a brodu laezh.
Bronneged int neuze, n'eo ket dav kavout droll.
Pezh zoê… n'o deus tamm bronn ebet koulskoude.
Al laezh a teu dre ar c'hroc'hen ha redek a ra war-c'horre ar blev.
Ar re vihan n'o deus ken 'met lipañ ar blev neuze.
Bronneged hep bronn. Se zo dibar e-touez ar bronneged.
Hag gant ar pared vez produet un dra dibar ivez.
Ar re-mañ eo ar bronneged nemeto hag a zo gouest da broduiñ binim, ampoezon,
dre ur flemm hag a zo war o favioù.
N'ouzer ket re da betra servij an dra-se.
N'eus nemet ar pared a c'hell produiñ binim,
marteze 'vez implijet da vont d'ar pared all da vare ar strujañ.
Kement-se a laka al loened-se da vezañ un tammig droll, 'soñj ket deoc'h ?
Met, ur wech ouzhpenn, n'eo ket echu !
Dozviñ vioù a ra an ornitorinked… daoust-hag int bronneged !
Biskoazh kemend-all ! Bronneged ne zozvont ket vioù, sañset!
Ha padal, int a ra.
Heñvel ouzh vioù al laboused eo re an ornitorinked,
ha goret e vezont gant ar vamm, 'pad un 10 devezh bennak.
Drol eo al loened-se neuze.
Ar re-se eo ar bronneged nemeto hag a zozvont, hag ar re nemeto hag o deus binim.
Hag un draig ispisial o deus, c'hoazh : ur skiantenn pe ur sañs ma karit zo ganto.
An elektrolec'hiañ, pe l'électrolocalisation mar karit.
Ar skiantenn-se zo d'an ornitorinked ha d'o c'hendirvi ivez,
da lâret eo, gant rummad ar Monotremed.
Gras dezhi e c'hellont chaseal en dour.
Pa splujont e chom serr o daoulagad, ha ne c'hellont ket implijout ar c'hwezh ken nebeut,
evel ma ra ar rinkined lakaomp.
Met gall a reont santout ar red tredan e-barzh kigennoù al loened all.
O beg zo elektroreseverioù war e c'horre.
Gouest eo an ornitorinked da santout pelec'h emañ ur preizh o fiñval neuze.
Hag efedus eo!
Echu eo bremañ gant o ferzhioù dibar.
Bez' ez eus un dra all c'hoazh hag a zo heñvel deus pezh a c'hoarvez gant ur bern loened all, siwazh.
En arvar pe en dañjer emaint.
Pe : bet int bet en dañjer kentoc'h, cheñchet eo an traoù bremañ.
Soñj 'peus deus ar pezh a oa bet graet gant an europeaned digentañ
a-benn o doa gwelet an ornitorink kentañ ?
Lazhañ al loen o doa graet diouzhtu.
Aes eo kompren petra c'hoarvez ganto bremañ !
Chaseet int bet kalz evit ar feur, betek penn-kentañ an XXvet kantved.
Goude-se int bet gwarezet dre chañs, e lec'h ma vevont, e Aostralia.
Met n'ouzer ket resis penaos emañ an traoù en o en-dro,
hag en deus cheñchet kalzig.
Stankelloù zo, hentoù bras, chas ha kizhier ivez…
Ouzhpenn da se e vezont chaseet e-maez al lezenn,
hag un nebeud loened zo bet kavet mouget gant lastez plastik.
Gant an dra-se vo klozet ar gronikenn, diwar-benn d'an ornitorinked.
C'hwi ho peus klevet pegen ispisial int, gant o neuz, o doareoù da vevañ, da chaseal…
Hag ur wech ouzhpenn hon eus lakaet war wel pegen bresk e c'hell bezañ ur spesad.
Gwir eo, n'eus ket par d'an ornitorinked evit beviñ o en-dro.
Superloened int en ur mod, 'vel an tardigraded, hag hon eus safaret deuzouto dija.
Met pa vez distrujet an en-dro gant savadurioù, stankelloù pe hentoù bras,
pa vez saotret gant plastik, kement-se a c'hell cheñch penn d'ar vazh.
Ur gwir deñzor eo ar vevliesseurted, la biodiversité.
Ha talvezout a ra ar boan gwareziñ anezhi,
evit ober anaoudegezh ganti, ne gav ket deoc'h?
{{< cc "by nc" >}}