--- title: "Fez" date: 2020-12-10T15:14:08+02:00 description: "Kroget em eus ur boelladenn e-pad ur gentel brezhoneg. Echuet em eus anezhi ha setu ur vurutelladenn diwar-benn ur c'hoari-video !" tags: ["c'hoari", "burutelladenn"] draft: false --- {{< block_color blue >}} Kroget em eus ur boelladenn e-pad ur gentel brezhoneg. Echuet em eus anezhi ha setu ur vurutelladenn diwar-benn ur c'hoari-video ! {{< /block_color >}} C'hoariet em eus ur c'hoari-video dizalc'h brudet a-walc'h : [Fez](https://www.fezgame.com). {{< figure src="./fez_cover_art.png" caption="Ur c'hoari-video *Fez*. Tresadenn gant [Bryan Lee O'Malley](https://en.wikipedia.org/wiki/Bryan_Lee_O%27Malley). ([daveenn](https://fr.wikipedia.org/wiki/Fez_(jeu_vid%C3%A9o)))" class="center img-40" alt="" >}} Ur c'hoari savennoù eo, da lavaret eo e vez fiñvet gant an dudenn etre bloc'hadoù un tamm e pep lec'h. C'hoari a reomp un dudenn en ur bed plat gant div vent hepken. E penn-kentañ ar c'hoari eo ur sort kudenn gant ur bed mañ. Ret eo d'an dudenn ratreañ anezhañ. Ober a ra se a-drugarez da galloudoù. An dudenn-se hepken a c'hell fiñval etre ar mentoù Neuze lamm a reomp etre ar savennoù hag etre ar mentoù. Setu penaos e c'hallomp dastum kuboù e-barzh al liveoù. Ar c'huboù-se zo hollret evit mont a-raok ha ratreañ ar bed. Plijout a ra din ar c'hoari-se. Berr a-walc'h eo neuze n'eo ket borodus. Brav kenañ ha liesliv eo pep live. Ar sonerezh zo mat ivez ! Gwelloc'h eo c'hoari anezhañ gant un dornell. Aes a-walc'h e oa evidon. Koulskoude ne c'hoarian ket kalz. Un dra ouzhpenn a zo mat-tre ivez : labourat a ra war GNU/Linux ! Setu evit ar vurutelladenn c'hoari-video e brezhoneg gentañ war ma blog ! Spi am eus n'ez eus ket re a fazioù. Gallout a rit skrivañ evezhiadennoù m'ho peus c'hoant da gomz pe difaziañ ac'hanon. Kenavo !