--- title: "Un istor gant kartennoù" date: 2021-03-17T10:35:08+02:00 description: "Setu un destennig hon eus ijinet gant ur strolladig e-kerzh ur gentel. Ar c'hemenn a oa simpl a-walc'h : kemer 8 kartenn gant gerioù skrivet warno ha sevel un istor gant an elfennoù-se. Setu hor istor." tags: ["o-teskiñ", "faltazi"] draft: false --- {{< block_color blue >}} Setu un destennig hon eus ijinet gant ur strolladig e-kerzh ur gentel. Ar c'hemenn a oa simpl a-walc'h : kemer 8 kartenn gant gerioù skrivet warno ha sevel un istor gant an elfennoù-se. Setu hor istor. {{< /block_color >}} Ur wech e oa ur gward hag e tifenne un nor serr. Aet e oa skuizh gant e vicher peogwir ne oare ket petra a oa a-dreñv dezhi. Bemdez e veze dleet dezhañ dihuniñ gwall abred evit bezañ dirak an nor a-raok sklêrijenn an deiz. Mojenn ar vro a gonte e oa un tog o kousket abaoe pell-pell. Lavaret e veze e c'hellje bezañ gwelet ur friko dreistordinal (ur penn artichaod, muioc'h eget div zelienn !) gant nep a lakae an tog-se war e benn. Koulskoude e oa ret e zihuniñ evit e lakaat da vont. Ne vije ket digoret an nor nemet ma vije un den gwisket gant botoù ruz o tañsal *kost-ar-c'hoad* dindan kann al loar. Diwar-neuze e vije deuet war wel perc'henn an tog, da lavaret eo, hudour ar melezour. Hemañ a oa an hini nemetañ gouest da zigeriñ an nor. Ar vojenn-se a veze kanet abaoe an amzerioù koshañ. Neuze en doa divizet ar gward prenañ botoù ruz ha dañsal e-kreiz an noz dirak an nor. Mallozh du ! Ar gward a oa daltonek ha prenet en doa botoù gwer e lec'h botoù ruz, setu perak e oa deuet war wel ur ramz achantet hag en doa flastret ar gward hag an nor. Fin an istor.