--- title: "Kazetenn #8 - Keleier" date: 2021-08-14T07:30:08+02:00 description: "Un nebeud keleier, ne 'm eus ket skrivet amañ abaoe pell!" tags: ["o-teskiñ", "radio", "redadeg", "stlenneg"] draft: false --- Mat an traoù ganeoc'h? Opala, pell 'zo em eus komañset ar pennad-mañ! E miz Mae, soñjit ta! Boñ, setu ur pennad bihan evit reiñ keleier neuze. 🙂 Un nebeud traoù a zo bet c'hoarvezet din ! Ha traoù all hag a vo graet ganin en dazont tost. ## Ar Redadeg Evit kregiñ komzomp eus ar Redadeg. Sur a-walc'h e anavezit an darvoud-se a zo aozet bep eil bloaz evit sikour raktresoù e brezhoneg. Nullet eo bet warlene abalamour d'an enkadenn yec'hedel evel-just hag ar bloaz-mañ e vo an traoù un tamm disheñvel ivez met c'hoarvezout a raio memestra! 🎉 O lec'hienn evit muioc'h a ditouroù : [ar-redadeg.bzh](https://ar-redadeg.bzh). Ha neuze petra ~~vo graet ganin~~ am eus graet e-keñver an darvoud-se ? Daou dra ! Prenet em eus [ur c'hilometr](https://stal.ar-redadeg.bzh/map?language=br&kilometer=662) ha redet ~~e vo~~ em eus! E anvet em eus *Panda* diwar anv ma c'hazh. 😺 [{{< figure src="./redadeg.png" caption="Kartenn ar Redadeg." class="center img-90" alt="Kartenn ar Redadeg." >}}](https://stal.ar-redadeg.bzh) Eil tra: sikouret em eus ar Redadeg en ur… redek asambles gant skipailh ar surentez. Skuizh e oa met plijus ivez :) ## Radio Kerne M'ho peus lennet [ar pennad am boa skrivet e miz Meurzh](/br/imor/kazetenn-7) e ouzit em eus graet ur staj e Radio Kerne. Ha kendelc'het e vo al labour! Kronikennoù all a skrivan er mare-mañ, ha skignet e vint a-hed ar bloavezh. Koul eo neketa? Roet e vo an titouroù amañ pa vo skignet evel-just. ## Kastellin Goude ur bloavezh e Roazhon, o teskiñ Brezhoneg dreist-holl, em eus dilojet e Penn ar bed, ma bro! E-kichen Kastellin e vevan neuze, em zi a zo o vezañ nevesaet. Ha petra vo graet ganin ar bloaz a zeu (feiz, adalek ar miz a zeu)? Krog e vin gant ur stummadur war ar stlenneg, ar programiñ. Kavet em eus ur skol a ginnig stummadurioù a bep eil (*en alternance*) hag ivez un embregerezh. Prest on (pe dost, rak kalz traoù am eus d'ober a-raok penn kentañ ar bloavezh!). Pokoù deoc'h 🎉