--- title: "Kazetenn ar c'henfinañ #3" date: 2020-11-22T12:15:08+02:00 description: "Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ nivel tri !" tags: ["o-teskiñ", "kenfinañ"] draft: false --- ## Ar sizhun-mañ Gwellet em eus war [Mastodon](https://mastodon.fedi.bzh/@yKastell/105174538979262547) eo un Discord e Brezhoneg ! Lakaet em eus ma anv eno ha lennet ha komzet e vez graet ganin a-wechoù. Digwener hor boa bet ur bilañs e brezhoneg ! Priziañ hol live oa ar pal. Difaziet vo gant ar stummerien tuchant. Digwener em boa kemeret ma skouerenn Oulpan evit deskiñ brezhoneg ! Profet eo d'ar stajidi gant ar greizenn stummañ. Laouen on gant ar prof-mañ ! 😃 ## Lennet em eus… Urzhiet em eus levrioù el levrdi *Encre de Bretagne* met n'int ket prest c'hoazh. 😕 Koulskoude em eus kroget gant lenn un danevell war al lec'hienn [Kervarker](http://www.kervarker.org/fr/dan01_01_skrid.html). Aes a-walc'h eo. ## Selaouet em eus… - Ur podskign diwar-benn *Discord e brezhoneg* just a-walc'h : [war Radio Naoned](https://www.radiokerne.bzh/br/atersadenn-gwenn-meynier-discord-e-brezhoneg/). - Un abadenn Radio Naoned ivez gant stajidi Skol an Emsav (Sant-Ervlan) etrewelet gant stolajidi Diwan : [selaou](https://www.radiobreizh.bzh/bzh/emission.php?emid=580). - Un [abadenn YouTube](https://www.youtube.com/watch?v=G-em3lkml4U) diwar-benn an distagadur. Trug Kevin ! Setu evit ar sizhun-mañ, ken a c'hentañ !