--- title: "Kazetenn ar c'henfinañ #1" date: 2020-11-07T14:15:08+02:00 aliases: [ "gazetenn-1/", "kazetenn-1/" ] description: "Skrivet 'moa ur gazetenn e galleg, bremañ o skrivañ an hini e brezhoneg emaon!" tags: ["o-teskiñ", "kenfinañ"] draft: false --- Emaon o teskiñ brezhoneg e [Skol an emsav](https://skolanemsav.bzh) e Roazhon abaoe daou miz. Evit implijout ar yezh-se 'meus c'hoan da skrivañ traoù amañ. Ur kelenner deus ar strollad kelennerezh en deus kinniget deomp d'ober ur "gazetenn ar c'henfinañ". Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ ! ☺ ## Graet em eus… Graet em eus ur stumm brezhonek evit ma blog! Troet em eus un nebeud traoù (Rummadoù, Tikedennoù…) e brezhoneg met un tamm labour zo c'hoazh. ## Lennet em eus… Lennet em eus tri levr. ### Jakez Vras {{< figure src="./jakez_vras.jpg" title="Ul levr \"Jakez Vraz\"." class="center img-30" alt="Ul levr \"Jakez Vraz\".">}} "Jakez Vras o kempenn e di" zo ul levr evit ar vugale. Embannet eo gant [TES](https://tes.bzh). Aez a-walc'h eo an istor. Jakez zo ur ramz mouk. E pep pajen emañ Jakez oc'h ober un dra bennak : lenn, naetaat ar gegin… Lennet em eus ul levr-se gant plijadur, rak komprenet em eus tost an holl gerioù. ### Trifin Strap-he-latenn {{< figure src="./trifin.jpg" title="Ul levr \"Trifin\"." class="center img-40" alt="Ul levr \"Trifin\".">}} Al levr-se oa skrivet gant Yves Cotten ha troet e brezhoneg gant Cédric Sinou. Diaesoc'h eo lenn anezhañ eget Jakez Vras. Muioc'h gerioù diaes zo. Brav eo an istor ivez, met anezho e vo lennet adare ganin a-benn berr mizioù. ### An tri forban {{< figure src="./an_tri_forban.jpg" title="Ul levr \"An tri forban\"." class="center img-30" alt="Ul levr \"An tri forban\".">}} Brav-kenañ eo al levr-se, a oa skrivet gant Tomi Ungerer ha troet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella. Lennet em eus anezho gant kalz plijadur. Ar brezhoneg implijet en "An tri forban" zo brav, barzhek ha aes a-walc'h. Koant eo an dresadennoù ivez. Se zo al levr gwellañ em eus lennet betek-henn. ## Selaouet em eus… Selaouet em eus ur podskign diwar-benn Kala-Goañv : [Abadenn Halloween](http://www.radiobreizh.bzh/bzh/episode.php?epid=26676). Dispar eo! Ken a c'hentañ !