--- title: "Sevel kartennoù gant R hag OpenStreetMap" date: 2021-04-05T18:53:08+02:00 description: "Graet em eus ur staj e Ofis Publik ar Brezhoneg evit dizoleiñ un tamm muioc'h penaos eo bed ar Brezhoneg. Komzet em eus gant tud simpa kenañ eno ha fardet em eus kartennoù Breizh !" tags: ["R", "kartennoù", "openstreetmap", "tutorial"] draft: false --- {{< block_color blue >}} Graet em eus ur staj e Ofis Publik ar Brezhoneg evit dizoleiñ un tamm muioc'h penaos eo bed ar Brezhoneg. Komzet em eus gant tud simpa kenañ eno ha fardet em eus kartennoù Breizh ! Setu ur seurt tuto hag a zispleg tamm-ha-tamm penaos em eus graet. {{< /block_color >}} ## Kendegouezh Lakaomp e fell deoc'h diskouez un dra e-keñver Breizh. Da skouer keitad priz ar metrad karrez dre gumun e Breizh a-bezh. Gallout a rafec'h dastum ar roadennoù ha sevel ur gartenn gant an dorn. Met evel-just e vefe hir spontus. Ha p'ho po c'hoant da adsevel ar gartenn ar bloaz war-lerc'h e tleoc'h adober pep tra. Un doare all d'ober eo implijout ur meziant a c'hell bezañ implijet evit al labour a seurt-se. Da skouer gant [QGIS](https://qgis.org) a zo ur meziant evit ober kartennoù. Ha [setu un tutorial](https://www.tuto-carto.fr/qgis-creer-une-carte/). Met kavout a ran gwelloc'h un doare all c'hoazh : implijout `R` a zo ur yezh stlennegel evit ober stadegoù ha dielfennadurioù. Peogwir eo ur yezh stlennegel eo kalz aesoc'h aotomatekaat/emgefrekaat traoù. Neuze er pennad-mañ emaon o vont da ginnig penaos ober kartennoù gant `R`. ## Petra hon eus ezhomm ? ### Ar meziantoù Ezhomm hon eus `R`, ha netra ken. R a zo ur yezh stlennegel evel em eus lavaret. Ar pezh aesañ eo pellgargañ ha staliañ [`RStudio`](https://www.rstudio.com/products/rstudio/#rstudio-desktop) a zo un endro evit programmiñ fardet a-ratozh evit ar yezh R. A-drugarez d'ar meziant-se e c'heller skrivañ urzhioù, gwelout disorc'hoù ha me oar me. Neuze kit da bellgargañ `RStudio` ha staliit anezhañ. Setu penaos eo aozet an etrefas : {{< figure src="./rstudio.png" caption="Etrefas `RStudio`." class="center img-90" alt="Etrefas RStudio" >}} Un displegadennig : 1. lec'h ma vo skrivet ar skript 2. lec'h ma c'heller skrivañ urzhioù ivez, da skouer evit amprouiñ traoù a-raok skrivañ anezho er skirpt 3. lec'h ma vo kavet ar variennoù (gwelet e vo diwezhatoc'h) 4. lec'h ma vo diskouezet an disorc'hoù, ar gartenn da skouer ! ### Ar roadennoù Ezhomm hon eus 2 dra e-keñver ar roadennoù : 1. ar roadennoù douaroniel : evit tresañ ar gartenn 2. ar roadennoù da ziskouezañ. En hor skouer : priz ar metrad karrez e Breizh Evit ar roadennoù douaroniel emaomp o vont da implijout roadennoù [OpenStreetMap](https://openstreetmap.org) (OSM). Chañs hon eus rak ul levraoueg, da lavaret eo ur seurt lugant (*plug-in*), a zo evit adtapout roadennoù OSM dre `R` ! 🎉 Hag evit ar roadennoù da ziskouezañ eo simpl a-walc'h : kavet em eus roadennoù evit Frañs a-bezh war [data.gouv.fr](https://data.gouv.fr). Setu ul liamm evit pellgargañ anezho : [*Prix moyen au m² des ventes de maisons et d'appartements par commune en 2019*](https://www.data.gouv.fr/fr/datasets/prix-moyen-au-m2-des-ventes-de-maisons-et-dappartements-par-commune-en-2019/). Mat eo ! Bremañ p'hon eus pep tra e c'hellomp kregiñ e-barzh ! 🤸‍ ## Krogomp ! ### Staliañ al levraouegoù Da gentañ ma digarezit rak livet em eus gevier. Ret eo deomp staliañ traoù all, met e-barzh R ar wech-mañ (pe `RStudio` evit bezañ resis). Ezhomm hor bo al levraouegoù-se : - `ggplot2` : evit tresañ grafikoù, kartennoù - `osmdata` : evit pellgargañ roadennoù OSM - `dplyr` : al levraoueg-mañ a sikouro skrivañ urzhioù poellekoc'h ha buanoc'h - `sf` : evit dazverañ roadennoù OSM Neuze lañsit `RStudio`. Krouit ur restr nevez (da skouer e saozneg : *File > New File > R script*) ha saveteit anezhi en un teuliad bennak. Da skouer en teuliad e lec'h m'ho peus pellgarget ar roadennoù. Bremañ e-barzh ar c'hoñsol (al letrin) skrivit : {{< highlight r >}} install.packages(c("ggplot2", "osmdata", "dplyr", "sf")) {{< /highlight >}} Goude ur pennad amzer e vo al levraouegoù-se staliet war ho urzhiataer. ### Aozañ ar skript Bremañ aozomp hor skript evit gouzout petra ober dre vras. Ret eo deoc'h gouzout un tamm petra eo ereadurezh `R`. Ma fell deoc'h e kinnigan deoc'h mont da welout an [tuto-se](https://juba.github.io/tidyverse/index.html) (e galleg). N'eo ket ur redi newazh. Rankout a ra deoc'h gouzout petra eo an evezhiadennoù memestra. Int a zo un doare da skrivañ traoù evidoc'h hepken, ne servijont da netra nemet aozañ ar skript ha reiñ da gompren petra a dalv urzhioù luziet da skouer. E `R` e vezont skrivet gant an arouezenn `#`. Ur skouer : {{< highlight r >}} # Setu un evezhiadenn. Al linenn dindan a jed ar gwezhiadur 2+2 2+2 {{< /highlight >}} Neuze implijet e vo an evezhiadennoù evit aozañ ar skript dre vras : {{< highlight r >}} ########## # 1. Kargañ al levraouegoù ########## ########## # 2. Dastum roadennoù OpenStreetMap ########## ########## # 3. Dastum roadennoù ar prizioù ########## ########## # 4. Eren (joindre, merge) ar roadennoù ########## ########## # 5. Tresañ an disoc'h ! ########## {{< /highlight >}} Gwelout a rit ez eus 4 lodenn. Krogomp gant an hini gentañ ! ### 1. Kargañ al levraouegoù Al lodenn-mañ a zo an hini simplañ. Staliet hon eus al levraouegoù, bremañ eo poent o c'hargañ gant an urzh : `library()`. Er mod-se e vez graet : {{< highlight r >}} ########## # 1. Kargañ al levraouegoù ########## library("ggplot2") library("osmdata") library("dplyr") # Evit lavarout da R e peseurt teuliad emaomp o labourat setwd("~/Documents/Brezhoneg/stajou/2021-03_ofis/kartenn/") {{< /highlight >}} Gallout a rit diuzañ an teir linenn a grog gant `library` ha klikañ war "Run" en nec'h, a-zehou, pe pouezañ war `Ctrl + stokell Kas`. An urzhioù a vo kaset ha karget e vo al levraouegoù ! Ouzhpennet em eus un urzh all evit lavarout da `R` e peseurt teuliad emaomp o labourat (gant `setwd()` a dalv *set working directory* e saozneg). Kendalc'homp gant un dra un tamm diaesoc'h : kargañ roadennoù OpenStreetMap. ## 2. Dastum roadennoù OpenStreetMap ### a. Pellgargañ Al levraoueg `osmdata` a bourchas un urzh anvet `opq()` evit kas ur reked, ur goulenn da OpenStreetMap. {{< highlight r >}} ########## # 2. Dastum roadennoù OpenStreetMap ########## roadennou_osm <- opq(bbox=c(-5.5584,46.7773,-0.7409,48.9728), timeout = 180) %>% add_osm_feature(key = 'boundary', value = 'administrative') %>% add_osm_feature(key = 'admin_level', value = '8') %>% osmdata_sf() {{< /highlight >}} Ar pezh pouezusañ en urzh-mañ eo an arventenn `bbox` a sinifi *bounding box* (e brezhoneg : "*boest hazh*"). Lakaet e vo enni daveennoù douaroniel Breizh, skrivet er mod-se : `c(-5.5584,46.7773,-0.7409,48.9728)`. `c()` a zo un urzh evit bodañ talvoudoù en ur sturiadell. Lakaat a ran ivez `timeout = 180` rak pounner eo ar roadennoù da bellgargañ. Dre ziouer ma n'eo ket echu ar bellgargañ dindan 25 eilenn ez eus ur fazi *timeout*. Ret eo hiraat an talvoud. Gallout a rit klask gant 180 eilenn da gentañ hag uhelaat ma n'eo ket trawalc'h. Goude e implijan div wech ar memes urzh : `add_osm_feature()`. Resisaet eo ar reked evit kaout ar c'humunioù ([live melestradurel](https://wiki.openstreetmap.org/wiki/FR:Key:admin_level) 8 a zo ar c'humunioù). Erfin e ouzhpennan `osm_data_sf()` evit kaout ar roadennoù en ur furmad a zo aes da zazverañ. ### b. Mirout ar roadennoù talvoudus hepken N'eo ket echu c'hoazh ! Kalz a ditouroù a zo didalvoud neuze eo gwelloc'h silat un tamm. {{< highlight r >}} kumuniou <- roadennou_osm$osm_multipolygons %>% mutate(departamant = substr(ref.INSEE, 1,2)) %>% filter(departamant %in% c("22", "29", "35", "44", "56")) {{< /highlight >}} El lodenn-mañ e implijañ ereadurezh `dplyr` a zo simpl a-walc'h evit kompren petra zo graet amañ. Da gentañ e krouan ur varienn nevez, `kumuniou`. Lakaet vo enni ar pezh a zo jedet a-zehou. Meur a roadenn zo e `roadennou_osm`. Dibab a ran ar pezh anvet `osm_multipolygons` hepken peogwir ez eus ennañ stumm, anvioù ar c'humunioù ha titouroù all. An eil linenn a grog gant `mutate()`. Ar fonksion-se (an urzh-se) a laka ur golonenn nevez en daolenn `osm_multipolygons`. Kemer a ran ar varienn `ref.INSEE`, arloañ a ran warni ar fonksion `substr()` evit mirout an daou niverenn gentañ er c'hod INSEE. An disoc'h eo niverenn an departamant ha lakaet eo er golonenn nevez. El linenn ziwezhañ e silan an disoc'hoù evit mirout departamantoù Breizh hepken. C'hoant ho peus sellout ouzh ar pezh hon eus evit poent ? Aes eo ! {{< highlight r >}} ggplot(kumuniou, aes(fill=departamant))+ geom_sf() {{< /highlight >}} Implijout a ran `ggplot()` evit krouiñ ur grafik nevez. Reiñ a ran dezhi ar roadennoù (`kumuniou`). Goude e lavaran dezhi lakaat ul liv disheñvel evit pep departamant (`aes(fill=departamant)`). Skrivet eo war-lerc'h an urzh a zo gouest da sevel ur gartenn diwar ar roadennoù (`geom_sf()`). Ha setu an disoc'h ! {{< figure src="./kartenn_breizh_departamant.png" caption="An disoc'h evit poent : kartenn Breizh gant an holl gumunioù livet dre zepartamant." class="center img-90" alt="An disoc'h evit poent : kartenn Breizh gant an holl gumunioù livet dre zepartamant.">}} Brav ! 👏 ## 3. Dastum roadennoù ar prizioù Livañ ar c'humunioù dre zepartamant a zo mat met n'eo ket ar pezh a oa raktreset. Evit livañ ar c'humunioù dre briz ar metrad karrez eo ret kargañ ar roadennoù-mañ. Goude bezañ pellgarget ar restr e c'hellit skrivañ : {{< highlight r >}} ########## # 3. Dastum roadennoù ar prizioù ########## priziou <- read.csv("./dvf-communes-2019.csv", sep=";") %>% as_tibble %>% filter(INSEE_DEP %in% c("22", "29", "35", "44", "56")) {{< /highlight >}} Amañ `read.csv()` a zo un urzh evit kargañ un teul CSV (*Comma Separated Values*). Talvoudoù an teul am eus dibabet a zo dispartiet gant an arouezenn `;` setu perak em eus skrivet `sep=";"`. Amdreiñ a ran ar roadennoù e furmad `dplyr` a-drugarez da `as_tibble` evit bezañ gouest da zazverañ aes. Hag erfin memes tra eget a-raok : silat a ran ar roadennoù evit mirout kumunioù e departamantoù Breizh hepken. Prest omp bremañ evit eren/liammañ an holl ditouroù ! ## 4. Eren ar roadennoù Emaomp o vont da implijout an titour a zo boutin d'an daou daolenn : an niverenn INSEE. Setu penaos ober : {{< highlight r >}} ########## # 4. Eren (joindre, merge) ar roadennoù ########## data <- merge(kumuniou, priziou, by.x="ref.INSEE", by.y="INSEE_COM", all.x=TRUE) {{< /highlight >}} Ar fonksion `merge()` a gemer ar roadennoù `kumuniou` hag ar re `priziou`. Lavarout a reomp implijout an niverennoù INSEE evit keñveriañ ha liammañ an titouroù. Da lavaret eo ar golonenn `ref.INSEE` en daolenn gentañ hag ar golonenn `INSEE_COM` en eil daolenn. Bremañ ez eus kalz a ditouroù e-barzh ar varienn `data`. Un tammig re evit lavarout ar wirionez. Neuze e simplaan/reduan anezhi er mod-se : {{< highlight r >}} data_simpl <- data %>% select(ref.INSEE, name, name.br, geometry, POPULATION, Nb_Ventes, PrixMoyen_M2) %>% st_simplify(preserveTopology = TRUE, dTolerance = 0.001) {{< /highlight >}} An urzh-mañ a lavar : 1. kemer ar varienn `data` 2. dibab meur a golonenn (`ref.INSEE`, `name`, `name.br` hag all hag all) 3. implij ar fonksion `st_simplify()` evit reduiñ resisted stumm ar c'humunioù rak pounner a-walc'h eo 4. laka an disoc'h en ur varienn nevez anvet `data_simpl` Dastumet hag aozet hon eus kement tra hon eus ezhomm evit tresañ an disoc'h ! 👌 ## 5. Tresañ an disoc'h Evit ar bazenn ziwezhañ emaomp o vont da implijout `ggplot()` evel ar gartenn gentañ. Setu ar pezh am eus skrivet : {{< highlight r >}} ########## # 5. Tresañ an disoc'h ! ########## ggplot(data_simpl, aes(fill=PrixMoyen_M2))+ geom_sf()+ scale_fill_gradientn( colors = c("#ffdbdb", "#ea0000"), space = "Lab", na.value = "grey75", guide = "colourbar", aesthetics = "fill", name="Priz" )+ ggtitle("Keitad priz ar metrad karrez dre gumun e Breizh")+ theme_void()+ theme(plot.title = element_text(face = "bold", hjust=0.5, size=15)) {{< /highlight >}} Memes tra eget a-raok : reiñ a ran da `ggplot()` ar roadennoù, da lavaret eo ar varienn `data_simpl`. Goude e lec'h an departamantoù e lavaran dezhi implijout ar golonenn `PrixMoyen_M2` a oa en daolenn `priziou` ha neuze bremañ en daolenn `data_simpl`. Lavarout a ran ivez implijout `geom_sf()` evit tresañ. An div linenn-se a zo trawalc'h evit tresañ. Ouzhpennañ a ran linennoù zo memestra evit bravaat an disoc'h. Roet em eus an urzh `scale_fill_gradientn()` a servij termenañ al livioù hon eus c'hoant. Lakaet em eus ur seurt ruz sklaer-mat hag unan a zo teñvaloc'h. N'eo ket gwal bouezus ar peurrest. Met n'eo ket echu c'hoazh : skrivet em eus un titl a-drugarez d'an urzh `ggtitle()`. Evit tennañ ar gael, ar glouet eus ar grafik e ouzhpennan `theme_void()`. Hag evit echuiñ e termenan stil an titl. Setu hon disoc'h ! {{< figure src="./kartenn_breizh_priziou_dre_gumun.png" caption="Kartenn Breizh gant keitad priz ar metrad karrez dre gumun." class="center img-90" alt="Kartenn Breizh gant keitad priz ar metrad karrez dre gumun" >}} Setu ar skript klok gant kalz a evezhiadennoù : [fardan_ur_gartenn.R](./fardan_ur_gartenn.R). ## Klozadur Setu barrek oc'h da sevel kartennoù gant `R` hag OpenStreetMap bremañ. Gourc'hemennoù ! 👏 Lavarout a ran en-dro : kinniget em eus **un doare** d'ober. Doareoù all a zo. Ha doareoù aesoc'h ivez (gant QGIS da skouer). Met ar pezh a zo dispar gant `R` a zo fed e c'hellomp cheñch aes-tre an titouroù treset. Da skouer e c'hellit lakaat `POPULATION` e plas `PrixMoyen_M2` en urzh `ggplot()` ha diskouezet e vo ar boblañs. Memes tra gant `Nb_Ventes`. Ouzhpenn se m'ho po c'hoant da dresañ un dra disheñvel-mik diouzh prizioù ar metrad karrez ne vo ket ur gudenn gwall vras. An hanter eus al labour a vo graet dija : gallout a reoc'h eilañ/pegañ al lodenn gentañ diwar-benn OpenStreetMap. Gant `R` e c'heller aotomatekaat traoù zo. Lakaomp eo bet pellgarget roadennoù all gant prizioù ar metrad karrez e Breizh bep bloaz abaoe 2000. Kentoc'h eget skrivañ an urzhioù gant an dorn ha cheñch un draig evit bep bloaz e c'hellfemp programmiñ ur rodell a rafe ar memes tra evit bep bloaz ha kaout an disoc'h en un teul PDF nemetken da skouer. --- Emichañs ho poa bet plijadur o heuliañ an tuto-mañ. Ma n'eo ket sklaer ul lodenn skrivit din mar plij ! Spi am eus n'ez eus ket re a fazioù e brezhoneg ivez. Gallout a rit mont e darempred ganin dre an evezhiadennoù dindan pe dre bostel m'ho peus c'hoant : eorn ατ goe.land (lakait "@" e lec'h "ατ"). 👋