--- title: "Lizher evit an tad Nedeleg" date: 2020-12-15T09:57:08+02:00 description: "Setu ul lizher am boa skrivet evit an tad Nedeleg. Graet em boa an dra-se e-pad ur gentel brezhoneg adarre !" tags: ["o-teskiñ", "faltazi"] draft: false --- {{< block_color blue >}} Setu ul lizher am boa skrivet evit an tad Nedeleg. Graet em boa an dra-se e-pad ur gentel brezhoneg adarre ! {{< /block_color >}} Tad Nedeleg Ker, (Nono a vez graet ac’hanout, ne vez ket ?) Gouzout a rez e oan ar furoc’h ar bloaz-mañ. 😬 E-pad an daou genfinañ ivez ! Skrivet e vez ganin un testeni 📜 pa em bez ezhomm da vont da brenañ boued 🥖pe redek. Gwalc’het e vez ma daouarn kalz a wechoù. Broustañ a ran ma dent div pe teir wech bemdez ha ne zebran ket re a vadigoù 🍎. Setu perak emaon o skrivañ ul lizher dit. C’hoant am eus da gaout profoù 🎁, kompren a rez ? 🙏 Neuze. 🤓 Me a blij din redek kalz. Fallout a ra din kaout daou pe dri gouplad botoù-sport. 👟👟 Ezhomm am eus manegoù ivez. Yen ki eo amañ e Roazhon ❄️! Kalz yenoc’h eget e Rosko eo ! 🏖 Evit mont da Skol an Emsav pa vo echuet ar c’henfinañ e fell din ur marc’h-houarn tredan 🚲. Hag ur chadenn ⛓ pe un hual evit diwall anezhañ diouzh al lâerien. Ma marc’houarn kentañ a oa bet laeret dija 😱, ne m’eus ket c’hoant da goll unan all alato ! E 2021 e vin o veajiñ kalz 🚂. C’hoant am eus d’ober an tro ar bed 🌍. Div wech. Gallout a rez reiñ din arc’hant 💰 ? Gwelloc’h e vo eget labourat d’am soñj. Mall a zo warnon dizoleiñ ar bed ! Spi am eus e komprenez brezhoneg hag emojioù. 😅 Setu tout evidon. Ha te, petra a fell dit kaout evit Nedeleg ? Muioc’h amzer ? NAF. Pokoù, a galon, ken a vi gwelet em siminal, 🏠 Eorn