--- title: "Kazetenn #7" date: 2021-03-10T10:37:08+02:00 description: "Graet em eus ur staj e Radio Kerne, ur radio brezhonek. Kontañ a ran un tammig ar sizhunvezh er pennad-mañ." tags: ["o-teskiñ", "radio"] draft: false --- Demat tudoù ! Hiziv e skrivan en-dro ur gazetenn. N'omp ket kenfinet ken met kenderc'hel a ran da deskiñ brezhoneg memestra ! Neuze, petra zo bet graet ganin e-pad ar sizhunvezhioù paseet ? Feiz… Kalz a gentelioù brezhonek am boa bet abaoe ar gazetenn ziwezhañ. Gallout a rit selaou an holl draoù am eus desket war ma fodkast [J'apprends le breton !](https://zik.goe.land/channels/japprends_le_breton/). Evit ar poent on deuet a-benn d'ober ur rann bep sizhun, n'eo ket fall ! Dre vras hon eus desket an amzer divizout, kalz islavarennoù, kalz gerioù nevez hag un nebeud krennlavarioù ivez. ## Radio Kerne Met al lodenn vrasañ am eus c'hoant da ginnig deoc'h hiziv eo ar pezh am eus graet e-pad ma sizhunvezh staj. E Radio Kerne e oan ! Evit ar re n'anavezont ket Radio Kerne setu ur ginnig bihan. [Radio Kerne](https://radiokerne.bzh) a oa bet krouet e 1998 ha d'am soñj e skign abadennoù e brezhonneg abaoe ar mare-se. Bremañ ez eus 6 den er skipailh a zo diazezet e Ploneiz e-kichen Kemper. Labourat a ra ar skipailh asambles gant ar radioioù brezhonek all : Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Naoned evit kinnig abadennoù bemdez. Radio Kerne a ginnig un abadenn war-eeun, *Re bell ganti*, etre 4e30 ha 6e goude merenn. Kavet e vez kronikennoù, atersadennoù, liv an amzer ha sonerezh mat ! Ar pemp radio brezhoneg a ra war-ro [Radio Breizh](https://radiobreizh.bzh) a zo ul lec'hienn ma vez kavet an holl abadennoù hag ar radioioù war-eeun ivez. Gallout a rit koumanantiñ ouzh [ar podskignadoù](https://www.radiobreizh.bzh/bzh/tous-les-rss.php). Hag evit echuiñ gant istor Radio Kerne, setu un [teulfilm mat-kenañ](https://www.youtube.com/watch?v=OXDrJ1K-Ur0) (seizh rann berr) evit ober anaoudegezh gant ul lodenn eus skipailh Radio Kerne hag he deus lañset Radio Naoned just a-walc'h. ## Ar sizhun Neuze e Radio Kerne e oan asambles gant Maksim, ur stajiad all. Ur skiant-prenet dreist e oa. Setu ar pezh hon eus graet. Da gentañ omp bet degemeret ha graet hon eus tro ar radio evit ober anaoudegezh gant ar skipailh hag ar mont en-dro. Goude hon eus kroget gant sevel ur gronikenn diwar-benn Linux (pe GNU/Linux evit ar bismigerien). Pleustret hon eus evit lavarout ha distagañ mat ar gronikenn-mañ. Enrollet eo bet en ur studio gwir ha goude frammet eo bet. Desket hon eus kalz a draoù met evit lavarout ar wirionez e ouezen un tammig penaos ober a-gaoz d'am labour war ar podksign. War-lerc'h omp bet lakaet da labourat war un atersadenn. Pep hini ac'hanomp en deus klasket un den da atersiñ hag en deus prientet ar goulennoù. Bet on bet o welout un den hag a zo ur mailh war Wikipedia hag OpenStreetMap e brezhoneg. Goulennet em eus gantañ titouroù diwar-benn Wikipedia e brezhoneg. Ne oan ket laouen gant ma goulennoù ha dreist-holl gant ma zaol-mouezh neuze enrollet em eus en-dro ma goulennoù er studio hag em eus frammet pep tra. An daou bezh-se a zo bet skignet en abadenn *Re bell ganti* e-keit ma oamp e staj. Pegen plijus ha trugarekaus e oa ! E fin ar sizhun em eus bet amzer da brientiñ ur gronikenn all diwar-benn ar plankton. Skrivet eo bet ha goude eo bet difaziet gant ar skipailh. Dedennus-mat eo skrivañ kronikennoù 'giz-se abalamour ma 'z eo ret implijout troioù-lavar a bep seurt. Hag evel-just e vez atav ur bleustradenn vat distagañ dirak ur mikro. Neuze enrollet ha frammet em eus ar gronikenn ha skignet eo bet ar sizhun war-lerc'h. ## An disoc'hoù Bodet em eus pep tra am eus fardet e-pad ar staj en ur rann eus ma fodskign *J'apprends le breton*. Setu an disoc'hoù ! {{< funkwhale pod="zik.goe.land" type="track" id="41427" >}} ## Klozadur Kalz kalz a blijadur am eus bet o tremen ar sizhunvezh e Radio Kerne. Desket em eus traoù met dreist-holl em eus graet traoù fetis a-walc'h : kronikennoù, atersadennoù, frammañ… Neuze suroc'h on em eus c'hoant da genderc'hel gant ar radio en un doare micherel pe a-youl vat. Ra vevo ar radio !