krampouezhenn ar gêr
This commit is contained in:
parent
0996bd4a97
commit
fb1063ecd6
|
@ -0,0 +1,34 @@
|
|||
---
|
||||
title: "Krampouezhenn ar gêr"
|
||||
date: 2021-03-03T13:49:08+02:00
|
||||
description: "Setu un destennig am eus skrivet evit ar stummadur a heulian. Ret e oa skrivañ un dra evit deskrivañ un dra bennak : ur bier, un ijinadenn… Me am eus krouet ur grampouezhenn !"
|
||||
tags: ["o-teskiñ", "faltazi"]
|
||||
draft: false
|
||||
---
|
||||
|
||||
{{< block_color blue >}}
|
||||
Setu un destennig am eus skrivet evit ar stummadur a heulian. Ret e oa skrivañ un dra evit deskrivañ un dra bennak : ur bier, un ijinadenn… Me am eus krouet ur grampouezhenn !
|
||||
{{< /block_color >}}
|
||||
|
||||
Ar grampouezhenn-mañ a c'hell bezañ kavet e pep ti, e pep lec'h.
|
||||
N'eo ket ker spontus ha dreist-holl e vo plijus, sur eo ha n'eo ket marteze.
|
||||
|
||||
Stumm ar grampouezhenn a zo moan ha ront.
|
||||
Al livioù a zo kavet warni a zo brav kenañ : melen sklaer, melen teñval, melen melen ha me oar-me.
|
||||
Skañv evel lapoused an nevez amzer eo ha n'eo ket diaes ijinañ an avel o c'hwezhañ war ar gwinizh sec'h.
|
||||
Pa vez pouezhet krampouezhenn ar gêr e vez klevet trouzioù goutapl, trouzioù apetus.
|
||||
Trouzioù ar grampouezhenn az a da vezañ kraz.
|
||||
|
||||
Hag ar c'hwezh ? Mmmmm ar c'hwezh…
|
||||
Disheñvel eo evit pep hini evel just met evidon-me eo ar c'hwezh hini ma yaouankiz.
|
||||
Gwelout a ran dre ma daoulagad hanter serret ma mamm gozh o fardañ krampouezh.
|
||||
Fardañ a ra gant amann an ti-feurm a lak ur c'hwezh douz pep lec'h en ti.
|
||||
|
||||
Pa vez touchet krampouezhenn ar gêr gant ar biz e vez lakaet war ar c'hrogen un tammig a druzoni hag a ziskouez sklerijenn an tann e-kichen ar billig.
|
||||
|
||||
Hag evit klozañ ez an da zeskrivañ un tammig ar blaz.
|
||||
Blaz ma c'hrampouezhenn ar gêr a zo pinvidik-mor.
|
||||
Gallout a reer santañ blaz douz an aozennoù.
|
||||
Blaz ar billig.
|
||||
Blaz ar vignoned ha blaz ar familh.
|
||||
Er un ger : blaz an eskemm.
|
Loading…
Reference in a new issue