diff --git a/content/br/sevenadur/lennegezh/1-pa-ra-glav/index.md b/content/br/sevenadur/lennegezh/1-pa-ra-glav/index.md new file mode 100644 index 0000000..164f42f --- /dev/null +++ b/content/br/sevenadur/lennegezh/1-pa-ra-glav/index.md @@ -0,0 +1,46 @@ +--- +title: "Lennet em eus : \"Pa ra glav\" skrivet gant Leire Salaberria" +date: 2020-12-11T12:20:08+02:00 +description: "eiuae" +tags: ["levr", "burutelladenn", "bugale"] +draft: false +--- + +Skrivet em boa en ma [c'hazetenn ar c'henfinañ #4](/br/imor/kazetenn-4/) em boa prenet levrioù e *Encre de Bretagne* e kreiz-kêr Roazhon. +Setu lennet em eus unan eus anezho ! +Kinniget vo *Pa ra glav* er pennad-mañ. + +{{< figure src="./pa_ra_glav.jpg" caption="*Pa ra glav* eo ul levr evit ar vugale skrivet gant Leire Salaberria." class="center img-40" alt="Al levr Pa ra glav" >}} + +*Pa ra glav* eo skrivet gant [Leire Salaberria](https://leiresalaberria.myportfolio.com/bio). +Ur skrivagnerez hag un dreserez eus bro Spagn / Euskadi eo. +Al levr a oa embannet da gentañ e euskareg (*Euria ari duenean* eo anv e euskareg). +Troet eo e brezhoneg gant [Riwanon Kervella](https://br.wikipedia.org/wiki/Riwanon_Kervella) ha embannet eo gant an ti-embann [An Alarc'h](http://www.brezhoneg.org/br/catalogues?search_api_views_fulltext=An+Alarc%27h). + +Petra eo an istor ? +Simpl a-walc'h eo. +Ul levr evit bugaligoù eo alato ! +Emañ ur bugel hag e gi o pourmen er maez. +Glav a ra evel just. +Ar bugel a gont petra a vez graet ganto pa ra glav. +Da skouer pa e pourmenont er maez dindan ar glav en dez ar bugel un disglavier (evel-just). +Hag e gi eo kollet peogwir ne c'hell ket disheñveliñ disglavier ar bugel d'ar re all. +Sapre avantur eo, ne gavit ket ? + +Lennet em boa al levr gant kalz plijadur. +Me a blij din ar glav. +Istorioù barzhek evel anezhi a blij din ivez. +An tresadennoù zo simpl a-walc'h met brav kenañ ha "flour" evit an daoulagad. +Mat eo evit ar vugale hag an oadouriena ! + + +## Lenn a ran ar pennad kentañ +Lenn a ran ar pennad kentañ… bon n'ez eus ket pennad ebet. +Lenn a ran al levr penn-da-benn ! + +{{< funkwhale pod="zik.goe.land" type="track" id="40922" >}} + +Pa vo lennet ganin levrioù hiroc'h e brezhoneg vo lennet ar pennad kentañ hepken. + +Setu tout, kenavo ! + diff --git a/content/br/sevenadur/lennegezh/1-pa-ra-glav/pa_ra_glav.jpg b/content/br/sevenadur/lennegezh/1-pa-ra-glav/pa_ra_glav.jpg new file mode 100644 index 0000000..bcba37c Binary files /dev/null and b/content/br/sevenadur/lennegezh/1-pa-ra-glav/pa_ra_glav.jpg differ diff --git a/content/br/sevenadur/lennegezh/_index.md b/content/br/sevenadur/lennegezh/_index.md new file mode 100644 index 0000000..e7622fb --- /dev/null +++ b/content/br/sevenadur/lennegezh/_index.md @@ -0,0 +1,3 @@ +--- +title: "Lennegezh" +---