diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.br.md index 21d1437..2818268 100644 --- a/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.br.md +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.br.md @@ -14,6 +14,7 @@ Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An antibioresistañs (1/2)**](https://podkas {{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-1-2-an-antibiotikou/embed/light" >}} --- + Hiziv kinnigan deoc'h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ. Safaret 'vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez. Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs, diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.fr.md index eeb4c04..13e921f 100644 --- a/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.fr.md +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.fr.md @@ -1,103 +1,93 @@ --- -title: "#22 Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh" -date: 2022-11-09T12:00:00+02:00 +title: "#23 An antibioresistañs (1/2)" +date: 2022-11-23T12:00:00+02:00 draft: false -image: "./prizNobelArMedisinerezh.jpg" -slug: "22-priz-nobel-ar-medisinerezh" +image: "./antibioresistans1.jpg" +slug: "23-an-antibioresistans-1" --- {{< block_color blue >}} -Transcription de l'épisode [**Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh). +Transcription de l'épisode [**An antibioresistañs (1/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-1-2-an-antibiotikou). {{< /block_color >}} -{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh/embed/light" >}} +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-1-2-an-antibiotikou/embed/light" >}} --- -Hiziv 'kinnigan deoc'h beajiñ en amzer dremenet. -Ha pell zo memes. -Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh pe orin mab-den. -Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo. - -"Graet eo e soñj gant bodadeg Nobel hag ensavadur Karolinska -da reiñ priz Nobel 2022 ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh da Svante Pääbo, -evit ar pezh en deus lakaet war wel diwar-benn jenomoù hominined marvet -hag emdroadur an denelezh" -Ar pezh emaomp o paouez klevet 'oa kemenn bodadeg ar priz Nobel, a-benn ma oa bet roet ar priz e 2022. - -Ar paotr-se, Svante Pääbo en deus krouet un dachenn skiantel nevez : ar paleojenomik. -Da lâret eo, studiañ ADN ar spesadoù marv. Ha marv abaoe pell zo, 'giz 'm eus lâret. -Intereset eo Svante Pääbo gant istor an denelezh. -Savet en deus teknikoù, doareoù da studiañ ADN ar spesadoù zo tost ouzomp -Kement-se evit keñveriañ ar jenomoù ha klask kompren petra zo c'hoarvezet, -ha darempredoù zo bet etrezo, ha me oar me. - -Tri zra dibar en deus graet Svante Pääbo. -Sekañset en deus jenom an Neandertaled. -Piv 'oa ar re-se ? Ur spesad tost deus an denelezh a-vremañ, Homo sapiens, met marvet 30 000 bloaz zo. -Bevet o deus asambles gant Homo sapiens e-pad ur prantad memes tra. -Met betek-henn ne ouiemp ket kalz traoù diwar-benn an darempredoù zo bet etre an Neandertaled ha re hor spesad deomp-ni. -Gras d'ar jenom sekañset omp bet gouest da c'hoût kalz muioc'h, met komzet vo eus an dra-se un tamm diwezhatoc'h. - -Lakaet en deus war wel ivez hominined dianavezet a-raok, kendirvi eus an denelezh en ur mod : an Denisova. -Ur spesad a-bezh lakaet war wel gras d'un askorn bihan, un askorn eus ur biz, kavet en ur groc'h e Siberia. -Dav eo bezañ barrek evit ober seurt traoù ! - -Ha 'benn ar fin en deus kavet liammoù etre ar re-se hag an denelezh a-vremañ. -'Giz 'm eus lâret o deus bevet an Denisovaed, an Neandertaled hag Homo sapiens asambles 'pad ur frapad amzer. -N'ouzon ket ha karantez 'oa d'ar mare-se, met bugale zo bet bepred. -Hiziv an deiz 'zo etre 1% ha 4% eus hor jenom, hervez an dud, a teu deus an Neandertaled. -Gallet hon eus kompren an dra-se gras d'ar jenom sekañset gant Svante Pääbo just a-walc'h. -Lodennoù eus hon ADN a zo heñvel-mik eus hini an Neandertaled. -Hag ar memes tra zo c'hoarvezet gant an Denisovaed. -E Azia ar gevred e kaver tud a zo en o ADN betek 6% a orin deus an Denisovaed. - -'Giz ma ouzoc'h ranker ober pe kavout traoù dibar, dreistordinal memes, evit kaout ur priz Nobel. -Ha meritet en deus Svante Pääbo e briz, me 'lâr deoc'h. -Diaes-kenañ, diaes-spontus eo bet ar pezh en deus graet. -Soñjit 'ta : evit lenn ADN ur spesad n'eus ket anezhañ ken, e ranker : -Kavet ul lodenn eus ur c'horf, un askorn da skouer. -Al lodenn-mañ a rank bezañ miret mat a-walc'h (en un endro yen da skouer). -Kollet 'vez tammoù ADN gant an amzer o tremen, ha pa vefe miret mat an askorn. -Goude miliadoù ha miliadoù a vloavezhioù ne chom nemet tammoù bihan, -ha neket ur volekulenn vras aes da lenn, aes da sekañsiñ. -Seul vihanoc'h an tammoù, seul diaesoc'h eo evit lakaat anezho asambles en ur jenom klok. -Hag ouzhpenn, sur-mat zo boudoù bev all zo tremenet e-kichen an tamm askorn : baktiri pe organismoù all. -Kontaminet eo an ADN neuze, ezhomm zo d'ober an diforc'h etre ADN ar spesad marv hag an traoù all. - -Ha setu 'giz-se en deus Svante Pääbo, asambles gant tud all tro-dro dezhañ evel-just, -en deus diskoulmet tamm-ha-tamm an diaezamantoù. -Evit kinnig e 2010, evit ar wech kentañ, jenom an Neandertaled, da lâret eo o ADN klok. - -Perak eo ken interesant evidomp-ni ? -Just a-walc'h, gras d'ar jenomoù sekañset, gras da ADNoù ar spesadoù tost deus Homo sapiens, -omp gouest bremañ da geñveriañ an traoù. - -Ha da gompren un tamm muioc'h hor fisioloji, da lâret eo penaos e ya en-dro hor c'horf. -Da skouer 'zo bet kavet ur jen, a zo un tamm disheñvel gant tud zo, tud o vevañ e Tibet. -Ar re-se o deus ur stumm ispisial eus ar jen-mañ, disheñvel deus hon hini. -Ha gras dezhañ eo gouest an dud-se da vevañ gwelloc'h er menezioù uhel-tre. -Petra eo al liamm gant ar paleojenomik ? -Dont a ra ar stumm-mañ eus an Denisovaed. -Un heritaj eo en ur mod. - -Ur skouer all, ur skouer a-vremañ, gant ar C'hovid 19. -Goût a rit, ar virus-se a c'hell degas simptomoù kreñv pe greñvoc'h hervez an dud. -Diskouezet 'zo bet gant Svante Pääbo hag ur c'henlabourer dezhañ, Hugo Zeberg, -e vez kreñvoc'h ar simptomoù pa gaver en hon ADN ur jen a teu deus an Neandertaled. - -O c'hoût dre vras pelec'h er bed e kaver tud gant ar muiañ a jenoù a teu deus an Neandertaled -e c'heller goût pelec'h e vo kavet muioc'h a dud kizidik. -Talvoudus e c'hell bezañ ! +Hiziv kinnigan deoc'h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ. +Safaret 'vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez. +Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs, +un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hellomp produiñ, an antibiotikoù. +Div gronikenn 'vo war ar sujed-mañ. +Ha ni zo o vont da gregiñ e-barzh gant un istor, un istor zo c'hoarvezet tost 100 vloaz zo, e 1928. -Safaret hon eus deus un den hiziv, Svante Pääbo, en deus bet priz Nobel ar medisinerezh -evit ul labour kaset gantañ e-pad e vuhez a-bezh. -Lakaet zo bet war wel spesadoù a zo talvoudus ober anaoudegezh ganto, ha pa vefent marv aboe pell zo. -Hor c'hendirvi int a-benn ar fin, ha degas a reont gouiziegezhioù diwar hor penn deomp-ni, er bed a-vremañ. -N'haller ket goût da belec'h ez eomp resis, met gouest omp, gras d'ar skiantour-mañ, -da c'hoût deus pelec'h e teuomp. +Alies e komañser da gontañ istor an antibiotikoù gant un den e vakañsoù. +N'eo ket n'eus forzh peseurt den. +Alexander Fleming 'ni eo, un den eus bro Saoz. +O vakañsiñ emañ neuze, pe kentoc'h, o tistreiñ eus e vakañsoù emañ. +O paouez distreiñ d'e laboratouer emañ. +Hennezh zo medisin, ha… boulc'hurun ! +Louet eo e labour ! Loued eo an traoù, louedadur zo un tamm pep lec'h ! +'Meus ket lâret deoc'h petra a ra Fleming. +Klask a ra fardañ louzoù gouest da lazhañ ar baktiri. +D'ar mare-se veze klasket antiseptikoù, pe louzoù a lazh pep tra (baktiri, virusoù, ha kement zo). +Ha setu zo boestoù Petri en e labo. +Goût a rit, ar boestoù rond lec'h ma vez lakaet traoù e-barzh evit gwelet petra a gresko enno. +Sañset ne oa nemet baktiri, met an deiz-se 'oa un tarch louedadur ouzhpenn. +Ha merzhout a ra n'eus ket baktirienn ebet e lec'h ma 'z eus loued. +Soñjet en deus un tamm a-barzh kinnig ar vartezeadenn-se. +Produet 'vefe un dra bennak gant al louedadur hag a virfe ouzh ar baktiri da vevañ. +Reiñ a ra d'ar produ-se un anv : ar penisilin. + +Ranket en deus gortoz 10 vloaz a-raok gwelet an traoù o vont war-raok. +'Pad an 10 vloaz-se, den n'en doa kavet an tu da buraat ar penisilin, +da gaout nemet ar volekulenn-mañ, hep molekulenn all ebet. +E 1939 'vat eo bet kavet an tu d'ober gant ur skipailh e skolveur Oxford. +Amprouet eo bet ar penisilin gant tud c'hloazet, gant berzh. +Roet zo bet ur priz Nobel da Fleming ha d'ar skipailh e Oxford, +ha goude-se eo bet ar penisilin, asambles gant antibiotikoù all, implijet muioc'h-mui. + +Ur bern antibiotikoù zo bremañ, muioc'h 'vit 10 000 molekulenn. +An darn vrasañ deuzouto zo produet gant an natur. +Gant organismoù heñvel deus al louedadur 'oa e labo Alexander Fleming da skouer. +Pe c'hoazh gant baktiri all, pe plant, ha me oar me. + +Ar molekulennoù-se o deus un efed war ar baktini, ha nemet ar baktiri neuze. +'Vit dont a-benn da atakiñ ar baktiri nemetken e ranker atakiñ un dra o deus ar baktiri +ha n'o deus ket an organismoù all. +Baktiri zo, da skouer, o deus un doare moger tro-dro dezho. +La paroi bactérienne 'vez graet eus an dra-se. +N'eus nemet ar baktiri-se o deus ar voger-se. +Ha setu giz-se zo antibiotikoù, ar penisilin en o zouez, a vir ouzh ar baktiri da sevel o moger. +N'hallont ket mui brasaat, ha mervel a ront da c'houde. + +Kalz doaeroù all zo. +Kalz mekanismoù er c'hellig, kalz mécanismes cellulaires m'ho peus c'hoant, a c'hell bezañ taget. +Ha komzet 'vo eus an dra-se er rann a zeu. + +Ha penaos 'vez implijet an antibiotikoù hiziv-an-deiz ? +Implijet 'vezont e meur a zegouezh. +Gant ar re glañv, evel-just. +Met ivez evit ar chatal hag al loened all. +Muioc'h 'vit an hanter eus an antibiotikoù a zo a vez roet d'al loened. +Ha gwir eo vez roet d'al loened betek re, a soñj da dud zo. +Da skouer e c'heller reiñ antibiotikoù a-raok ma chomfe klañv un tropell, kenkaz 'vefe ezhomm. +Ha betek 2006 e veze roet koñje da ouzhpennañ antibiotikoù e boued al loened, +evel "faktor kresk", pe facteur de croissance ma karit. +E Kanada hag er Stadoù Unanet e c'heller ober seurt traoù c'hoazh, evit produiñ kig buanoc'h. + +An dra-se zo dañjerus 'vat, 'blam d'an antibioresistañs. +Met safaret 'vo deus an dra-se a-benn ar rann a zeu. + +Safaret hon eus eus baktiri, ur wech ouzhpenn. +Lakaet hor boa ar gaoz warno dija gant ar c'hronikennoù Brav ha bev. +Er gronikenn diwar-benn mikrobiot ar bouzelloù, hag ivez en unan all diwar-benn ar boued lakaet e go. +Ar wech-mañ hon eus gwelet ar baktiri 'giz organismoù drouk. +Dre chañs zo antibiotikoù evit en em zifenn. +Met ur redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hell bezañ produet ganeomp. +'Pezh 'vo gwelet er rann a zeu. {{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.br.md index c5603f7..81956b3 100644 --- a/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.br.md +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.br.md @@ -34,10 +34,10 @@ hep antibiotik da sikour anezhañ, riskl zo dezhañ da vervel. Ur gerig evit kompren penaos e teu ar baktiri da vezañ padus, da vezañ gouest da zalc'hen penn deus an antibio. -M'ho peus selaouet ar gronikenn diwar-benn martezeadenn ar Rouanez Ruz : an dra-se 'ni eo a c'hoarvez. +M'ho peus selaouet ar gronikenn diwar-benn martezeadenn ar Rouanez Ruz : an dra-se 'ni eo a c'hoarvez. Soñj ho peus ? An holl organismoù zo oc'h emdreiñ, o cheñch un tammig bihan etre pep rummad. -Gouest eo ar baktiri da emdreiñ, da evoluiñ buan a-walc'h, gras da daou dra : +Gouest eo ar baktiri da emdreiñ, da evoluiñ buan a-walc'h, gras da daou dra : Niverus int, pep kellig bihan zo un organism. Hag ur rummad zo berr-tre. E-korf un devezh hepken zo meur a rummad, ha gant pep rummad 'teu cheñchamantoù bihan. @@ -56,7 +56,7 @@ N'haller ket ober hep an antibioresistañs e gwirionez. An antibiotikoù zo 'barzh endro ar baktiri, hag evel ar Rouanez Ruz emañ a re-se o redek, oc'h en em adaptiñ. Ar pezh a c'hellomp ober memes tra eo lakaat anezho da redek goustadikoc'h. -Meur a zoare zo d'ober : +Meur a zoare zo d'ober : Pa vez roet deoc'h antibiotikoù, dav eo deoc'h kemer al louzoù betek fin ar prantad divizet gant ar medisin. Perak ? Goude daou pe dri devezh e c'hellit en em santout gwelloc'h, met chom a ra baktiri ar c'hleñved en ennoc'h memes tra. @@ -70,7 +70,7 @@ Gwelet hon eus penaos e c'hell ar baktiri en em adaptiñ deus an antibiotikoù. Ur gwir redadeg zo gant al louzoù a c'hellomp produiñ hag ar baktiri oc'h emdreiñ neuze. Dav eo deomp bezañ fur rak ar re-se oa en em gavet war an Douar kalz a-raok ac'hanomp, ha gouest int d'en em azasaat kalz buanoc'h evidomp. -Ul labour a-stroll zo d'ober : ret mirout mat an antibiotikoù +Ul labour a-stroll zo d'ober : ret mirout mat an antibiotikoù 'vit ma vefent efedus pa vo ezhomm deuzouto. diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.fr.md index eeb4c04..1791484 100644 --- a/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.fr.md +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.fr.md @@ -1,103 +1,77 @@ --- -title: "#22 Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh" -date: 2022-11-09T12:00:00+02:00 +title: "#24 An antibioresistañs (2/2)" +date: 2022-12-07T12:00:00+02:00 draft: false -image: "./prizNobelArMedisinerezh.jpg" -slug: "22-priz-nobel-ar-medisinerezh" +image: "./antibioresistans2.jpg" +slug: "24-an-antibioresistans-2" --- {{< block_color blue >}} -Transcription de l'épisode [**Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh). +Transcription de l'épisode [**An antibioresistañs (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-2-2). {{< /block_color >}} -{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh/embed/light" >}} +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-2-2/embed/light" >}} --- -Hiziv 'kinnigan deoc'h beajiñ en amzer dremenet. -Ha pell zo memes. -Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh pe orin mab-den. -Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo. +Er gronikenn ziwezhañ hor boa lakaet ar gaoz war an antibiotikoù. +Penaos eo bet lakaet war wel an hini kentañ, ha penaos vezont implijet hiziv-an-deiz. +Hiziv e kinnigan deoc'h kenderc'hel gant ar sujed-mañ ha komz deus an antibioresistañs. +Bec'h dezhi ! -"Graet eo e soñj gant bodadeg Nobel hag ensavadur Karolinska -da reiñ priz Nobel 2022 ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh da Svante Pääbo, -evit ar pezh en deus lakaet war wel diwar-benn jenomoù hominined marvet -hag emdroadur an denelezh" -Ar pezh emaomp o paouez klevet 'oa kemenn bodadeg ar priz Nobel, a-benn ma oa bet roet ar priz e 2022. +Perak 'vez muioc'h-mui eus an antibioresistañs ? +Gwelet hor boa er rann ziwezhañ e vez implijet an antibiotikoù betek re a wechoù. +E broioù zo e vez roet al louzoù-se d'al loened hep gwir abeg, +ha diwar-se e teu un nebeud baktiri da vezañ padus, résistantes ma karit. -Ar paotr-se, Svante Pääbo en deus krouet un dachenn skiantel nevez : ar paleojenomik. -Da lâret eo, studiañ ADN ar spesadoù marv. Ha marv abaoe pell zo, 'giz 'm eus lâret. -Intereset eo Svante Pääbo gant istor an denelezh. -Savet en deus teknikoù, doareoù da studiañ ADN ar spesadoù zo tost ouzomp -Kement-se evit keñveriañ ar jenomoù ha klask kompren petra zo c'hoarvezet, -ha darempredoù zo bet etrezo, ha me oar me. +Dañjerus eo ar ar re-se, n'haller ket lazhañ anezho ken. +Ha setu giz-se zo muioc'h-mui a gleñvejoù a c'hell an nen pakout en ospital. +Ar pezh a vez anvet les maladies nosocomiales m'ar karit. +Pezh zo, ma vez paket ur c'hleñved 'giz-se gant un den bresk, +hep antibiotik da sikour anezhañ, riskl zo dezhañ da vervel. +'giz etre 5 000 ha 10 000 den all bep bloaz e Frañs. N'eo ket dister. -Tri zra dibar en deus graet Svante Pääbo. -Sekañset en deus jenom an Neandertaled. -Piv 'oa ar re-se ? Ur spesad tost deus an denelezh a-vremañ, Homo sapiens, met marvet 30 000 bloaz zo. -Bevet o deus asambles gant Homo sapiens e-pad ur prantad memes tra. -Met betek-henn ne ouiemp ket kalz traoù diwar-benn an darempredoù zo bet etre an Neandertaled ha re hor spesad deomp-ni. -Gras d'ar jenom sekañset omp bet gouest da c'hoût kalz muioc'h, met komzet vo eus an dra-se un tamm diwezhatoc'h. +Ur gerig evit kompren penaos e teu ar baktiri da vezañ padus, +da vezañ gouest da zalc'hen penn deus an antibio. +M'ho peus selaouet ar gronikenn diwar-benn martezeadenn ar Rouanez Ruz : an dra-se 'ni eo a c'hoarvez. +Soñj ho peus ? An holl organismoù zo oc'h emdreiñ, +o cheñch un tammig bihan etre pep rummad. +Gouest eo ar baktiri da emdreiñ, da evoluiñ buan a-walc'h, gras da daou dra : +Niverus int, pep kellig bihan zo un organism. +Hag ur rummad zo berr-tre. +E-korf un devezh hepken zo meur a rummad, ha gant pep rummad 'teu cheñchamantoù bihan. +Gras d'an daou dra-se neuze emañ ar baktiri oc'h en em adaptiñ buan a-walc'h deus o endro. +Un endro, a zo ennañ muioc'h-mui a antibiotikoù. -Lakaet en deus war wel ivez hominined dianavezet a-raok, kendirvi eus an denelezh en ur mod : an Denisova. -Ur spesad a-bezh lakaet war wel gras d'un askorn bihan, un askorn eus ur biz, kavet en ur groc'h e Siberia. -Dav eo bezañ barrek evit ober seurt traoù ! +Pa vez lonket un antibiotik, tout ar baktiri a varv kazimant, met a-wechoù e c'hell un pe zaou tremen hebiou. +Hag a re-se, asambles gant o lignez, o diskennidi, a oar penaos bevañ gant an antibiotik. +Kemer a reont plas ar re gizidik tamm-ha-tamm, ha 'benn ar fin ne chom mui nemet ar re greñv. -Ha 'benn ar fin en deus kavet liammoù etre ar re-se hag an denelezh a-vremañ. -'Giz 'm eus lâret o deus bevet an Denisovaed, an Neandertaled hag Homo sapiens asambles 'pad ur frapad amzer. -N'ouzon ket ha karantez 'oa d'ar mare-se, met bugale zo bet bepred. -Hiziv an deiz 'zo etre 1% ha 4% eus hor jenom, hervez an dud, a teu deus an Neandertaled. -Gallet hon eus kompren an dra-se gras d'ar jenom sekañset gant Svante Pääbo just a-walc'h. -Lodennoù eus hon ADN a zo heñvel-mik eus hini an Neandertaled. -Hag ar memes tra zo c'hoarvezet gant an Denisovaed. -E Azia ar gevred e kaver tud a zo en o ADN betek 6% a orin deus an Denisovaed. +Ouzhpenn da-se eo gouest ar baktiri da eskemm tammoù ADN, +hag a-wechoù vez skrivet war un tamm ADN an doare da dremen hebiou un antibiotik bennak. +'Blam da se e c'hell an antibioresistañs en em astenn buan a-walc'h. -'Giz ma ouzoc'h ranker ober pe kavout traoù dibar, dreistordinal memes, evit kaout ur priz Nobel. -Ha meritet en deus Svante Pääbo e briz, me 'lâr deoc'h. -Diaes-kenañ, diaes-spontus eo bet ar pezh en deus graet. -Soñjit 'ta : evit lenn ADN ur spesad n'eus ket anezhañ ken, e ranker : -Kavet ul lodenn eus ur c'horf, un askorn da skouer. -Al lodenn-mañ a rank bezañ miret mat a-walc'h (en un endro yen da skouer). -Kollet 'vez tammoù ADN gant an amzer o tremen, ha pa vefe miret mat an askorn. -Goude miliadoù ha miliadoù a vloavezhioù ne chom nemet tammoù bihan, -ha neket ur volekulenn vras aes da lenn, aes da sekañsiñ. -Seul vihanoc'h an tammoù, seul diaesoc'h eo evit lakaat anezho asambles en ur jenom klok. -Hag ouzhpenn, sur-mat zo boudoù bev all zo tremenet e-kichen an tamm askorn : baktiri pe organismoù all. -Kontaminet eo an ADN neuze, ezhomm zo d'ober an diforc'h etre ADN ar spesad marv hag an traoù all. +N'haller ket ober hep an antibioresistañs e gwirionez. +An antibiotikoù zo 'barzh endro ar baktiri, hag evel ar Rouanez Ruz emañ a re-se o redek, oc'h en em adaptiñ. +Ar pezh a c'hellomp ober memes tra eo lakaat anezho da redek goustadikoc'h. -Ha setu 'giz-se en deus Svante Pääbo, asambles gant tud all tro-dro dezhañ evel-just, -en deus diskoulmet tamm-ha-tamm an diaezamantoù. -Evit kinnig e 2010, evit ar wech kentañ, jenom an Neandertaled, da lâret eo o ADN klok. +Meur a zoare zo d'ober : +Pa vez roet deoc'h antibiotikoù, dav eo deoc'h kemer al louzoù betek fin ar prantad divizet gant ar medisin. +Perak ? Goude daou pe dri devezh e c'hellit en em santout gwelloc'h, +met chom a ra baktiri ar c'hleñved en ennoc'h memes tra. +Hag ar re-se zo kreñvoc'h 'vit ar re all, dre m'o deus treuzvevet betek-henn. +Chañs zo ne dreuzvevfent ket ur prantad hiroc'h gant antibiotikoù avat. +Un doare all eo nompas kemer pe reiñ antibiotikoù pa n'eus ket ezhomm. +Kalz kleñvejoù n'int ket liammet deus ar baktiri, met kentoc'h deus virusoù pe traoù all. +An antibiotikoù ne servijfent da netra, war-bouez reiñ d'ar baktiri un digarez d'en em adaptiñ. -Perak eo ken interesant evidomp-ni ? -Just a-walc'h, gras d'ar jenomoù sekañset, gras da ADNoù ar spesadoù tost deus Homo sapiens, -omp gouest bremañ da geñveriañ an traoù. - -Ha da gompren un tamm muioc'h hor fisioloji, da lâret eo penaos e ya en-dro hor c'horf. -Da skouer 'zo bet kavet ur jen, a zo un tamm disheñvel gant tud zo, tud o vevañ e Tibet. -Ar re-se o deus ur stumm ispisial eus ar jen-mañ, disheñvel deus hon hini. -Ha gras dezhañ eo gouest an dud-se da vevañ gwelloc'h er menezioù uhel-tre. -Petra eo al liamm gant ar paleojenomik ? -Dont a ra ar stumm-mañ eus an Denisovaed. -Un heritaj eo en ur mod. - -Ur skouer all, ur skouer a-vremañ, gant ar C'hovid 19. -Goût a rit, ar virus-se a c'hell degas simptomoù kreñv pe greñvoc'h hervez an dud. -Diskouezet 'zo bet gant Svante Pääbo hag ur c'henlabourer dezhañ, Hugo Zeberg, -e vez kreñvoc'h ar simptomoù pa gaver en hon ADN ur jen a teu deus an Neandertaled. - -O c'hoût dre vras pelec'h er bed e kaver tud gant ar muiañ a jenoù a teu deus an Neandertaled -e c'heller goût pelec'h e vo kavet muioc'h a dud kizidik. -Talvoudus e c'hell bezañ ! - - -Safaret hon eus deus un den hiziv, Svante Pääbo, en deus bet priz Nobel ar medisinerezh -evit ul labour kaset gantañ e-pad e vuhez a-bezh. -Lakaet zo bet war wel spesadoù a zo talvoudus ober anaoudegezh ganto, ha pa vefent marv aboe pell zo. -Hor c'hendirvi int a-benn ar fin, ha degas a reont gouiziegezhioù diwar hor penn deomp-ni, er bed a-vremañ. -N'haller ket goût da belec'h ez eomp resis, met gouest omp, gras d'ar skiantour-mañ, -da c'hoût deus pelec'h e teuomp. +Gwelet hon eus penaos e c'hell ar baktiri en em adaptiñ deus an antibiotikoù. +Ur gwir redadeg zo gant al louzoù a c'hellomp produiñ hag ar baktiri oc'h emdreiñ neuze. +Dav eo deomp bezañ fur rak ar re-se oa en em gavet war an Douar kalz a-raok ac'hanomp, +ha gouest int d'en em azasaat kalz buanoc'h evidomp. +Ul labour a-stroll zo d'ober : ret mirout mat an antibiotikoù +'vit ma vefent efedus pa vo ezhomm deuzouto. {{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..8dc0f9a --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/index.br.md @@ -0,0 +1,99 @@ +--- +title: "#25 Ar virusoù (1/3)" +date: 2023-02-01T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./virus1.jpg" +slug: "25-ar-virusou-1" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar virusoù (1/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-1). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-1/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'vo kontet eus traoù ha n'int ket toutafed bev, met n'int ket toutafed marv kennebeut. +Bihan int, met a-wechoù vez kavet lod hag a zo brasoc'h, ramzel memes ! +Reuz zo ganto abaoe tri bloaz 'so. +Kavet ho peus ? +Safaret 'vo eus ar virusoù ! + +Petra eo ar virusoù ? +N'haller lâret int organismoù pe boudoù bev ar wech-mañ, ha gwelet 'vo an dra-se diwêtoc'h. +'Pezh zo sur avat ez int bihan : tro 200 nanometr, da lâret eo zero skej zero zero zero daou vilimetr. +Kavet zo bet n'eus ket pell zo virusoù kalz brasoc'h, virusoù ramzel. +Met safaret 'vo eus an dra-se gant ur gronikenn all. + +An holl virusoù a c'hell eñfektiñ pe kontammiñ boudoù bev. +E gwirionez o deus ezhomm eus un "ostiz" e-giz 'vez lâret, eus ur boud bev, evit bezañ anezho. +Da lâret eo, n'hallont ket chom oc'h unan 'pad re bell. + +Daou stad o deus : +Ur stad e-barzh ar boudoù-bev, e-barzh kelligoù (les cellules mar karit) un organism. +D'ar mare-se vez implijet ganto mekanikoù ar c'helligoù evit produiñ kalz kalz virusoù all. +Hag ur stad er maez eus ar c'helligoù, e lec'h ma c'hortozont bezañ tapet gant un organism all. + +Anavezout a rit ur bern kleñvedoù degaset gant virusoù, sur ! +Da skouer zo ur familh a-bezh zo mil anavezet bremañ : ar c'horonavirusoù. +Ar SARS-CoV-2 en o zouez, a zegas ar C'hovid-19. +Alies-mat, ar re-se glask mont da serten lodennoù eus hor c'horf a servij deomp da dennañ hon anal, +ar skevent, ar bronchez ha kement 'so. + +Ar SIDA vez degaset d'an dud dre ur virus, Ebola ivez, ar grip, ha kement zo. + +Diwar ar 5000 spesad a c'hell eñfektiñ an dud zo un tamm muioc'h 'vit 100 deuzouto a c'hall degas kleñvedoù. + +Kleñvedoù vez kaset d'an dud dre ar virusoù aboe pell zo evel-just. +En Henamzer, an dud a ouie oa un dra bennak munut, a c'hellje bezañ analet, +hag en doa un dra bennak da welet gant kleñvedoù zo. +Dav eo bet gortoz pell avat, a-raok ma vefe komprenet petra c'hoarveze dre just. + +E fin an XIXvet kantved e oa skiantourien o labourat war kleñvedoù ur plant  : ar butun. +Siloù porselen a veze implijet ganto evit silañ ar baktiri. +Merzet 'oa e chome klañv ar plant, goude bezañ silet o sev, pe o gwad m'ho peus c'hoant. +Ar soñj kentañ oa e chome baktiri bihan-bihan er gwad. +Met oa ket, neuze, virusoù e oa. + +Diskouez a ra zo virusoù evit kement spesad zo : an dud, al loen, ar plant ha me oar me. + +Er memes mare zo bet lakaet war wel virusoù a c'hell eñfektiñ an dud. +Virus an derzhienn-velen 'oa an hini kentañ. La fièvre jaune mar karit. + +Er bloavezhioù 1930 eo bet sellet deus ar virusoù evit ar wech kentañ, gras d'ur mikroskop isipisial : +ar mikroskop elektronek. +Gant teknikoù all o deus gellet ar skiantourien kompren zo 2 zoare a virusoù : +ar re gant ADN +hag ar re gant ARN, a zo gouest da emdreiñ kalz buanoc'h, giz virus ar grip pe hini ar c'hovid 19. + +Goude se, adalek ar bloavezhioù 1960, zo bet komprenet muioc'h mui a draoù dre-ma oa an teknikoù o vont war-raok. +Ha setu 'giz-se zo bet savet tamm-ha-tamm binvioù pe diagnostikoù evit anavezout ar virusoù, +ha sevel vaksinoù ivez, 'vit en em zifenn deuzouto. + +Ha neuze, bev eo ar virusoù pe pas ? +N'eo ket aes respont d'ar goulenn-mañ rak a-raok respont e ranker goût : "petra eo ar vuhez ?". + +Ur respont, e touez reoù all 'zo : un organism bev a c'hell strujañ ha kaout diskennidi. + +Gwir eo e c'hell ar virusoù strujañ hag emdreiñ memes, 'giz ar spesadoù all, +peogwir 'zo dezho molekulennoù ADN pe ARN. +Met ezhomm o deus eus un ostiz, atav. +'Blam da se, e vez gwelet ar re-se gant tud zo, 'giz bernioù molekulennoù hep buhez en enno, tra ken. + +Ha gwir eo, eus an tu all, n'hallont ober tra ebet oc'h unan. +Pa vezont lakaet en un endro gant sukr pe traoù all hag a c'hell bezañ debret gant an organismoù bev, +ar virusoù ne reont netra. + +Ha setu 'giz-se hervez ar ster 'vez roet d'ar vuhez e c'hell ar virusoù bezañ bev pe pas. + +Graet hon eus un droiad e bed bras ar virusoù bihan. +Safaret hon eus eus an doare int bet lakaet war wel. +Un dakenn prederouriezh, pe filozofi hon eus bet memes gant termenadur ar vuhez. + +Kendalc'het e vo er rann a teu +rak ur bern traoù all a zo da lâret diwar o fenn. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..c3fe365 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/index.fr.md @@ -0,0 +1,99 @@ +--- +title: "#25 Ar virusoù (1/3)" +date: 2023-02-01T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./virus1.jpg" +slug: "25-ar-virusou-1" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar virusoù (1/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-1). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-1/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'vo kontet eus traoù ha n'int ket toutafed bev, met n'int ket toutafed marv kennebeut. +Bihan int, met a-wechoù vez kavet lod hag a zo brasoc'h, ramzel memes ! +Reuz zo ganto abaoe tri bloaz 'so. +Kavet ho peus ? +Safaret 'vo eus ar virusoù ! + +Petra eo ar virusoù ? +N'haller lâret int organismoù pe boudoù bev ar wech-mañ, ha gwelet 'vo an dra-se diwêtoc'h. +'Pezh zo sur avat ez int bihan : tro 200 nanometr, da lâret eo zero skej zero zero zero daou vilimetr. +Kavet zo bet n'eus ket pell zo virusoù kalz brasoc'h, virusoù ramzel. +Met safaret 'vo eus an dra-se gant ur gronikenn all. + +An holl virusoù a c'hell eñfektiñ pe kontammiñ boudoù bev. +E gwirionez o deus ezhomm eus un "ostiz" e-giz 'vez lâret, eus ur boud bev, evit bezañ anezho. +Da lâret eo, n'hallont ket chom oc'h unan 'pad re bell. + +Daou stad o deus : +Ur stad e-barzh ar boudoù-bev, e-barzh kelligoù (les cellules mar karit) un organism. +D'ar mare-se vez implijet ganto mekanikoù ar c'helligoù evit produiñ kalz kalz virusoù all. +Hag ur stad er maez eus ar c'helligoù, e lec'h ma c'hortozont bezañ tapet gant un organism all. + +Anavezout a rit ur bern kleñvedoù degaset gant virusoù, sur ! +Da skouer zo ur familh a-bezh zo mil anavezet bremañ : ar c'horonavirusoù. +Ar SARS-CoV-2 en o zouez, a zegas ar C'hovid-19. +Alies-mat, ar re-se glask mont da serten lodennoù eus hor c'horf a servij deomp da dennañ hon anal, +ar skevent, ar bronchez ha kement 'so. + +Ar SIDA vez degaset d'an dud dre ur virus, Ebola ivez, ar grip, ha kement zo. + +Diwar ar 5000 spesad a c'hell eñfektiñ an dud zo un tamm muioc'h 'vit 100 deuzouto a c'hall degas kleñvedoù. + +Kleñvedoù vez kaset d'an dud dre ar virusoù aboe pell zo evel-just. +En Henamzer, an dud a ouie oa un dra bennak munut, a c'hellje bezañ analet, +hag en doa un dra bennak da welet gant kleñvedoù zo. +Dav eo bet gortoz pell avat, a-raok ma vefe komprenet petra c'hoarveze dre just. + +E fin an XIXvet kantved e oa skiantourien o labourat war kleñvedoù ur plant  : ar butun. +Siloù porselen a veze implijet ganto evit silañ ar baktiri. +Merzet 'oa e chome klañv ar plant, goude bezañ silet o sev, pe o gwad m'ho peus c'hoant. +Ar soñj kentañ oa e chome baktiri bihan-bihan er gwad. +Met oa ket, neuze, virusoù e oa. + +Diskouez a ra zo virusoù evit kement spesad zo : an dud, al loen, ar plant ha me oar me. + +Er memes mare zo bet lakaet war wel virusoù a c'hell eñfektiñ an dud. +Virus an derzhienn-velen 'oa an hini kentañ. La fièvre jaune mar karit. + +Er bloavezhioù 1930 eo bet sellet deus ar virusoù evit ar wech kentañ, gras d'ur mikroskop isipisial : +ar mikroskop elektronek. +Gant teknikoù all o deus gellet ar skiantourien kompren zo 2 zoare a virusoù : +ar re gant ADN +hag ar re gant ARN, a zo gouest da emdreiñ kalz buanoc'h, giz virus ar grip pe hini ar c'hovid 19. + +Goude se, adalek ar bloavezhioù 1960, zo bet komprenet muioc'h mui a draoù dre-ma oa an teknikoù o vont war-raok. +Ha setu 'giz-se zo bet savet tamm-ha-tamm binvioù pe diagnostikoù evit anavezout ar virusoù, +ha sevel vaksinoù ivez, 'vit en em zifenn deuzouto. + +Ha neuze, bev eo ar virusoù pe pas ? +N'eo ket aes respont d'ar goulenn-mañ rak a-raok respont e ranker goût : "petra eo ar vuhez ?". + +Ur respont, e touez reoù all 'zo : un organism bev a c'hell strujañ ha kaout diskennidi. + +Gwir eo e c'hell ar virusoù strujañ hag emdreiñ memes, 'giz ar spesadoù all, +peogwir 'zo dezho molekulennoù ADN pe ARN. +Met ezhomm o deus eus un ostiz, atav. +'Blam da se, e vez gwelet ar re-se gant tud zo, 'giz bernioù molekulennoù hep buhez en enno, tra ken. + +Ha gwir eo, eus an tu all, n'hallont ober tra ebet oc'h unan. +Pa vezont lakaet en un endro gant sukr pe traoù all hag a c'hell bezañ debret gant an organismoù bev, +ar virusoù ne reont netra. + +Ha setu 'giz-se hervez ar ster 'vez roet d'ar vuhez e c'hell ar virusoù bezañ bev pe pas. + +Graet hon eus un droiad e bed bras ar virusoù bihan. +Safaret hon eus eus an doare int bet lakaet war wel. +Un dakenn prederouriezh, pe filozofi hon eus bet memes gant termenadur ar vuhez. + +Kendalc'het e vo er rann a teu +rak ur bern traoù all a zo da lâret diwar o fenn. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/virus1.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/virus1.jpg new file mode 100644 index 0000000..62afcc1 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/virus1.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..5ed5bb1 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/index.br.md @@ -0,0 +1,104 @@ +--- +title: "#26 Ar virusoù (2/3)" +date: 2023-02-15T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./virus2.jpg" +slug: "26-ar-virusou-2" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar virusoù (2/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-2). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-2/embed/light" >}} + +--- + +Goude bezañ komzet eus ar virusoù dre vras er rann ziwezhañ, +vo kontet deoc'h 2 istor diwar o fenn hiziv. +Safaret 'vo eus ar virusoù ramzel da gentañ, +ha goude-se vo graet anaoudegezh gant an debrerien virusoù. +Deomp dezhi! + +'Giz hon oa lâret er rann ziwezhañ, ar virusoù zo bihan-bihan sañset. +E-pad pell, e-giz-se veze graet an diforc'h etre ur virus hag ur vaktirienn memes. +Er bloavezhioù 2000 zo bet lakaet war wel traoù heñvel deus ar virusoù, met ken bras hag ar baktiri ! +Roet zo bet dezho un anv :ar virusoù ramzel, pe "girus" e saozneg, evit "giant viruses". +O jenom zo hiroc'h 'vit jenom ar virusoù all ivez. +Betek 2 villion hanter a lizherennoù. +'Peus ket 'met soñjal : virus ar C'hovid 19, ar Sars-CoV-2 (ha n'eo ket ramzel tamm ebet), +'neus ket 'met 30 000 lizherenn e-barzh e jenom. + +Ha gall' reomp bezañ eñfektet gant ar virusoù-se ? +'reomp ket, rak ar re-se a blij dezho muioc'h organismoù all, +'giz an "amibe" pe protozoered all. +Da laret eo, organismoù unkelligek, unicellulaires ma karit. + +Met an dra-se zo evit ar virusoù ramzel anavezet betek-henn ! +Gall' a rafe dont virusoù all war-wel en amzer da zont e gwirionez. +Ul lodenn eus ar virusoù bras kavet n'eus ket pell zo a teu eus ar permafrost, pe ar pergélisol. +Ar c'houchad-douar skorn zo e Siberia da skouer. +An dra-se a dalv e chom yac'h ar virusoù en douar skorn-se, 'pad bloavezhioù ha bloavezhioù. +'Giz ur yenerezh en ur mod. +Abalamour da cheñchamant an hin, d'ar changement climatique m'ho peus c'hoant, +eo chomet digor dor ar yenerezh. +Ar pezh a c'hellfe leskel ar virusoù kozh da vont, gouest da vont d'an dud. +Ret eo chom war evezh neuze ! + +Bremañ, un istor all 'barzh an istor. +Ar virusoù-se a c'hell bezañ eñfektet gant virusoù all ! +Ar re-se zo anvet "virofajoù", pe virophages e galleg. +Diskoachañ ar virusoù ramzel a zo bet ur sapre afer dija, +met diaesoc'h c'hoazh eo bet studiañ virusoù hag a c'hell mont da virusoù all. +E 2008 int bet lakaet war wel, en ur virus bras neuze. +Hiziv an deiz zo ezhomm eus ur sapre teknologiezh evit kompren muioc'h a draoù diwar o fenn. +Gallout a reer ober gant ar metajenomik da skouer : +sekeñsiñ pe lenn an ADN a-bezh zo en un dakennig dour lakaomp. +Goude-se vez klasket urzhiañ ar pezh zo bet lennet, ar jenoù, les gènes, dre organism. +Ha mod-se e c'heller lakaat organismoù nevez war wel ! Virofajoù da skouer. +Met diaes eo kompren peseurt efed o deus war ar virusoù all. +Labour 'zo c'hoazh ! + +En eil istor hiziv vo cheñchet penn d'ar vaz ha kontet vo eus organismoù +hag a zo gouest da zebriñ ar virusoù. +E-pad pell zo bet soñjet n'halle ket, organism ebet, debriñ ar virusoù. +E gwirionez 'pad pell ivez zo bet labouret war ar virusoù a zegas kleñvedoù deomp. +Met ur gwir roll o deus 'barzh an ekosistemoù, pezh a vo sujed ar rann a teu just a-walc'h. +Ha tamm ha tamm neuze 'vez klasket kompren traoù all diwar o fenn. +E miz kerzu 2022 zo bet embannet ur studiadenn a lak war wel, evit ar wech kentañ, +ur spesad gouest da vevañ diwar ar virusoù, o tebriñ anezho. + +Ar pennad skiantel-se a zispleg 'zo kalz a organismoù er mor hag a sil an dour evit debriñ tammoù traoù, partikulennoù. +En o zouez 'zo ur familh anvet "ciliophora". +Unkelligek int, unicellulaire m'ar karit. +Ha seurt blev o deus, blev a servij dezho da fiñval ha da zebriñ. +Soñjet 'veze ne oa ket trawalc'h a galori, trawalc'h a startijenn, barzh ar virusoù evit kreskiñ. +Ar studiadenn-mañ a ziskouez ar c'hontroll. + +Ar skipailh en deus lakaet ciliophoraed en dour. +Taolioù esae zo bet graet gant virusoù en dour ivez, ha taolioù esae all hepto. +Goude daou zevezh o deus kontet an niver a gelligoù e-barzh tout ar boestoù +ha lakaet o deus keñver-ha-keñver an disoc'hoù. +Kentañ tra : gant o mikroskop o deus gellet gwelet ar virusoù o vezañ debret. +Eil tra : ar ciliophoraed lakaet en dour gant virusoù, +o deus kresket 'vel m'o defe graet organismoù all gant boued all. +Ar re a-nez virus n'o deus ket kresket tamm ebet. +Diskouez a ra an disoc'hoù-se e c'hellfe ar virusoù kaout ur roll pouezusoc'h en ekosistemoù +'giz hor boa soñjet en a-raok. +Ur wech ouzhpenn : labour zo, kalz traoù zo da gompren c'hoazh ! + +Safaret hon eus deus ar virusoù. +Goût a reomp bremañ int gouest da eñfektiñ al loened, ar plant, ar baktiri… hag ar virusoù all memes. +Da lâret eo, ur parazit a c'hell kaout parazitoù, +ha marteze e-touez ar re-se 'zo lod anezho gant parazitoù all, piv oar ? + +En eil istor hon eus lakaet ar gaoz war ar virusoù, met gwelet 'giz boued, 'giz preizhoù ar wech-mañ. + +Eñfektiñ, bezañ eñfektet, bezañ debret… +Liammet eo ar virusoù deus an organismoù all, e meur a zoare. +Diwar an holl liammoù-se e sav ekosistemoù a-bezh, ar pezh a vo gwelet er rann a teu, +ar rann ziwezhañ diwar-benn ar virusoù. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..2463089 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/index.fr.md @@ -0,0 +1,104 @@ +--- +title: "#26 Ar virusoù (2/3)" +date: 2023-02-15T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./virus2.jpg" +slug: "26-ar-virusou-2" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar virusoù (2/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-2). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-2/embed/light" >}} + +--- + +Goude bezañ komzet eus ar virusoù dre vras er rann ziwezhañ, +vo kontet deoc'h 2 istor diwar o fenn hiziv. +Safaret 'vo eus ar virusoù ramzel da gentañ, +ha goude-se vo graet anaoudegezh gant an debrerien virusoù. +Deomp dezhi! + +'Giz hon oa lâret er rann ziwezhañ, ar virusoù zo bihan-bihan sañset. +E-pad pell, e-giz-se veze graet an diforc'h etre ur virus hag ur vaktirienn memes. +Er bloavezhioù 2000 zo bet lakaet war wel traoù heñvel deus ar virusoù, met ken bras hag ar baktiri ! +Roet zo bet dezho un anv :ar virusoù ramzel, pe "girus" e saozneg, evit "giant viruses". +O jenom zo hiroc'h 'vit jenom ar virusoù all ivez. +Betek 2 villion hanter a lizherennoù. +'Peus ket 'met soñjal : virus ar C'hovid 19, ar Sars-CoV-2 (ha n'eo ket ramzel tamm ebet), +'neus ket 'met 30 000 lizherenn e-barzh e jenom. + +Ha gall' reomp bezañ eñfektet gant ar virusoù-se ? +'reomp ket, rak ar re-se a blij dezho muioc'h organismoù all, +'giz an "amibe" pe protozoered all. +Da laret eo, organismoù unkelligek, unicellulaires ma karit. + +Met an dra-se zo evit ar virusoù ramzel anavezet betek-henn ! +Gall' a rafe dont virusoù all war-wel en amzer da zont e gwirionez. +Ul lodenn eus ar virusoù bras kavet n'eus ket pell zo a teu eus ar permafrost, pe ar pergélisol. +Ar c'houchad-douar skorn zo e Siberia da skouer. +An dra-se a dalv e chom yac'h ar virusoù en douar skorn-se, 'pad bloavezhioù ha bloavezhioù. +'Giz ur yenerezh en ur mod. +Abalamour da cheñchamant an hin, d'ar changement climatique m'ho peus c'hoant, +eo chomet digor dor ar yenerezh. +Ar pezh a c'hellfe leskel ar virusoù kozh da vont, gouest da vont d'an dud. +Ret eo chom war evezh neuze ! + +Bremañ, un istor all 'barzh an istor. +Ar virusoù-se a c'hell bezañ eñfektet gant virusoù all ! +Ar re-se zo anvet "virofajoù", pe virophages e galleg. +Diskoachañ ar virusoù ramzel a zo bet ur sapre afer dija, +met diaesoc'h c'hoazh eo bet studiañ virusoù hag a c'hell mont da virusoù all. +E 2008 int bet lakaet war wel, en ur virus bras neuze. +Hiziv an deiz zo ezhomm eus ur sapre teknologiezh evit kompren muioc'h a draoù diwar o fenn. +Gallout a reer ober gant ar metajenomik da skouer : +sekeñsiñ pe lenn an ADN a-bezh zo en un dakennig dour lakaomp. +Goude-se vez klasket urzhiañ ar pezh zo bet lennet, ar jenoù, les gènes, dre organism. +Ha mod-se e c'heller lakaat organismoù nevez war wel ! Virofajoù da skouer. +Met diaes eo kompren peseurt efed o deus war ar virusoù all. +Labour 'zo c'hoazh ! + +En eil istor hiziv vo cheñchet penn d'ar vaz ha kontet vo eus organismoù +hag a zo gouest da zebriñ ar virusoù. +E-pad pell zo bet soñjet n'halle ket, organism ebet, debriñ ar virusoù. +E gwirionez 'pad pell ivez zo bet labouret war ar virusoù a zegas kleñvedoù deomp. +Met ur gwir roll o deus 'barzh an ekosistemoù, pezh a vo sujed ar rann a teu just a-walc'h. +Ha tamm ha tamm neuze 'vez klasket kompren traoù all diwar o fenn. +E miz kerzu 2022 zo bet embannet ur studiadenn a lak war wel, evit ar wech kentañ, +ur spesad gouest da vevañ diwar ar virusoù, o tebriñ anezho. + +Ar pennad skiantel-se a zispleg 'zo kalz a organismoù er mor hag a sil an dour evit debriñ tammoù traoù, partikulennoù. +En o zouez 'zo ur familh anvet "ciliophora". +Unkelligek int, unicellulaire m'ar karit. +Ha seurt blev o deus, blev a servij dezho da fiñval ha da zebriñ. +Soñjet 'veze ne oa ket trawalc'h a galori, trawalc'h a startijenn, barzh ar virusoù evit kreskiñ. +Ar studiadenn-mañ a ziskouez ar c'hontroll. + +Ar skipailh en deus lakaet ciliophoraed en dour. +Taolioù esae zo bet graet gant virusoù en dour ivez, ha taolioù esae all hepto. +Goude daou zevezh o deus kontet an niver a gelligoù e-barzh tout ar boestoù +ha lakaet o deus keñver-ha-keñver an disoc'hoù. +Kentañ tra : gant o mikroskop o deus gellet gwelet ar virusoù o vezañ debret. +Eil tra : ar ciliophoraed lakaet en dour gant virusoù, +o deus kresket 'vel m'o defe graet organismoù all gant boued all. +Ar re a-nez virus n'o deus ket kresket tamm ebet. +Diskouez a ra an disoc'hoù-se e c'hellfe ar virusoù kaout ur roll pouezusoc'h en ekosistemoù +'giz hor boa soñjet en a-raok. +Ur wech ouzhpenn : labour zo, kalz traoù zo da gompren c'hoazh ! + +Safaret hon eus deus ar virusoù. +Goût a reomp bremañ int gouest da eñfektiñ al loened, ar plant, ar baktiri… hag ar virusoù all memes. +Da lâret eo, ur parazit a c'hell kaout parazitoù, +ha marteze e-touez ar re-se 'zo lod anezho gant parazitoù all, piv oar ? + +En eil istor hon eus lakaet ar gaoz war ar virusoù, met gwelet 'giz boued, 'giz preizhoù ar wech-mañ. + +Eñfektiñ, bezañ eñfektet, bezañ debret… +Liammet eo ar virusoù deus an organismoù all, e meur a zoare. +Diwar an holl liammoù-se e sav ekosistemoù a-bezh, ar pezh a vo gwelet er rann a teu, +ar rann ziwezhañ diwar-benn ar virusoù. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/virus2.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/virus2.jpg new file mode 100644 index 0000000..d10e2bd Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/virus2.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..3212ff6 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/index.br.md @@ -0,0 +1,113 @@ +--- +title: "#27 Ar virusoù (3/3)" +date: 2023-03-15T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./virus3.jpg" +slug: "27-ar-virusou-3" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar virusoù (3/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-3). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-3/embed/light" >}} + +--- + +Gant an div gronikenn ziwezhañ 'oamp komañset da gontañ eus ar virusoù. +Gwelet hon eus petra int ha goude-se zo bet kontet istorioù diwar o fenn. +Ar virusoù ramzel, ar virusoù eñfektet gant virusoù all ha kement zo. +Tamm ha tamm hon eus komprenet zo liammoù a bep seurt etre ar virusoù hag an organismoù all. +Hiziv 'vo safaret eus an dra-se just a-walc'h. +Safaret 'vo eus plas ar virusoù en ekosistemoù. + +Ar virusoù er mor n'int ket bet studiet kalz e-pad pell. +Gras d'an teknikoù nevez e vezont studiet muioc'h en deiz-hiziv, 'tro tregont vloaz 'so, pas muioc'h. +Desket hon eus un nebeud traoù dija memestra. +Er mor da skouer, ar re-se zo 10 gwech stankoc'h evit ar baktiri. +Ar pezh a ra 10 milion a virusoù dre mililitr, soñjit 'ta. + +Ha lakaet zo bet war wel traoù all, traoù interesant diwar-benn efed ar virusoù war o endro. + +Da gentañ-penn o deus ur roll liammet deus al liesseurted jenetik, la diversité génétique. +Gras d'an teknikoù nevez, evel ar metajenomik, omp deuet a-benn da briziañ tamm ha tamm +liesseurted jenetik ar virusoù. +Ha kavet zo bet eo liesseurt-kenañ ADN pe ARN ar virusoù neuze. +'Blam d'un dra bennak hor boa gwelet ar wech paseet : ADN pe ARN ar virusoù a cheñch etre pep rummad. +Ouzhpenn da se int gouest da dapout tammoù ADN digant o ostizoù, an organismoù eñfektet. +Ha treuzkaset 'vez an tammoù-se d'o diskennidi memes ! +Hag ar c'hontroll a c'hell c'hoarvezout war-lerc'h. +Treuzkaset 'vez ul lodenn eus ADN ur virus 'barzh ADN un ostiz. +Gant an holl eskemmoù-se e vez mesket-mat ADN an organismoù er mor, +ha mont a ra al liesseurted jenetik war greskiñ. + +Ur roll all o deus, liammet deus ar mikrobiotoù. +Komzet hor boa eus ar mikrobiot dija. Eus mikrobiot ar bouzelloù kentoc'h, hor mikrobiot deomp-ni. +E gwirionez 'zo mikrobiotoù un tamm pep lec'h, gant an holl organismoù lieskelligek, pe multicellulaires. +Ha, 'giz ho po komprenet, kavet 'vez virusoù e-barzh ar mikrobiotoù-se. +Kemeromp ur skouer. Ar c'houral lakaomp, le corail. +An dra-se zo ur simbioz e gwirionez. +Ar c'horal, a zo ul loen, a ro bod da vikroorganismoù zo anvet "Zooxanthelle". +Ar re-se an hini eo a ra ar fotosintezenn. +Hag ezhomm o deus an eil re eus ar re all. +Er mare-mañ vez safaret kalzik eus gwennañ ar c'houral, pe le "blanchissement des coraux". +'Blam da betra teuont gwenn ? +'Blam d'an dour a zo tommoc'h-tommañ, n'eo ket ar c'houral en e vleud ken, ha skarzhañ a ra ar zooxanthelle. +Ha setu 'giz-se, ar c'houral a teu gwenn. Mervel a ra. +Hag ar virusoù neuze ? Amañ emaint, e mikrobiot ar c'houral. +Lod anezho zo gouest d'o eñfektiñ. +Siwazh, ur wech eñfektet 'teu ar c'houral kizidikoc'h deus tommder an dour. +Ha neuze gant virusoù zo, ar c'houral a varv buanoc'h. + +Met deus an tu all, ar virusoù a c'hall sikour ar c'houral. +En o mukus, er mukus a zo en-dro d'ar c'houral, zo kalz baktiri, ha kalz virusoù ivez evel-just. +Ne reont ket drouk ebet d'ar c'houral, ar c'hontroll 'ni eo memes. +Ar skipailhoù skiantel a soñj dezho eo un doare simbioz ur wech ouzhpenn. +Ar c'houral a ro bod en e vukus ur wech all c'hoazh. +Plas a zo evit d'ar baktiri hag ar virusoù chom aze. +Hag ar re-se a zo gouest da zifenn ar c'houral, da virout deus ar virusoù +pe ar baktiri drouk a teu eus an diavez, +da eñfektiñ ar c'houral. + +Hag un trede roll zo, liammet deus ar c'helc'hiadoù "biojeokimiek", les cycles biogéochimiques. +Petra eo an traoù-se ? +Kaoz zo eus an oksijen da skouer. +Pelec'h 'vez produet, pelec'h 'vez koñsomet, dre belec'h e ya… +Ha klasket 'vez goût an dra-se da live an Douar a-bezh ! +Studiet 'vez ivez kelc'hiad ar c'harbon, ha kement zo. +Ret eo goût, da skouer, vez produet an hanter eus an oksijen a zo analet ganeomp, +gant mikroorganismoù er mor. +Hag en ur broduiñ oksijen e vez lonket ganto ar c'harbon a zo en aergelc'h, +en atmosfer ma karit, ar pezh n'eo ket fall tamm ebet hiziv an deiz. + +Betek-henn e veze soñjet oa un efed fall gant ar virusoù war kementad ar c'harbon a vez lonket. +N'eo ket sot : seul-vuiañ zo virusoù, seul vuiañ vez lazhet mikroorganismoù. +Ha ma zo nebeutoc'h a organismoù a zo gouest da lonkañ ar c'harbon, +zo muioc'h a garbon en aergelc'h, anat deoc'h. + +Martezeadennoù all, soñjoù all a vez ijinet tamm ha tamm, 'vat. +Da skouer, a-raok lazhañ ar mikrooorganismoù, e c'hell a virusoù cheñch metabolism ar c'helligoù. +Ha dre se e c'hellfe an organismoù-se lonkañ muioc'h a garbon a-raok mervel. +Pe ur soñj all zo deuet d'ar skiantourien. +Pa vez lazhet un organism gant ur virus e c'hellfe mont a-dammoù, +tammoù a gouezhfe buan a-walc'h war strad ar mor. +An danvez-se a vefe karbon ennañ, ha setu giz-se 'vefe lonket karbon memes mod. + +Evel m'ho peus komprenet, luziet eo an afer ha n'eo ket echu an enklaskoù ! + +Hiziv hon eus gwelet ar virusoù en o endro, liammet deus organismoù all. +Kavet em eus an titouroù-se war ul levr interesant-kenañ a oa deuet er maez e miz Genver 2023. +"Les virus marins, simples parasites ou acteurs majeurs des écosystèmes aquatiques ?", +embannet gant an ti embann Quae. +Ar re zo intereset a c'hell pellgargañ ar stumm pdf evit netra war o lec'hienn memes. + +Gant al levr-mañ hon eus lakaet war wel un nebeud liammoù zo etre ar virusoù hag an ekosistemoù. +Gwelet hon eus eo luziet an traoù. +Gwechoù zo vez taget an organismoù gant ar virusoù, ha gwechoù all e vezont sikouret. + +N'eo ket echu an enklaskoù, met 'pezh 'zo sur 'vat, +ezhomm zo deus ar virusoù evit ma vefe stabil ha kreñv an ekosistemoù. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..3a67bf9 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/index.fr.md @@ -0,0 +1,113 @@ +--- +title: "#27 Ar virusoù (3/3)" +date: 2023-03-15T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./virus3.jpg" +slug: "27-ar-virusou-3" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar virusoù (3/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-3). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-3/embed/light" >}} + +--- + +Gant an div gronikenn ziwezhañ 'oamp komañset da gontañ eus ar virusoù. +Gwelet hon eus petra int ha goude-se zo bet kontet istorioù diwar o fenn. +Ar virusoù ramzel, ar virusoù eñfektet gant virusoù all ha kement zo. +Tamm ha tamm hon eus komprenet zo liammoù a bep seurt etre ar virusoù hag an organismoù all. +Hiziv 'vo safaret eus an dra-se just a-walc'h. +Safaret 'vo eus plas ar virusoù en ekosistemoù. + +Ar virusoù er mor n'int ket bet studiet kalz e-pad pell. +Gras d'an teknikoù nevez e vezont studiet muioc'h en deiz-hiziv, 'tro tregont vloaz 'so, pas muioc'h. +Desket hon eus un nebeud traoù dija memestra. +Er mor da skouer, ar re-se zo 10 gwech stankoc'h evit ar baktiri. +Ar pezh a ra 10 milion a virusoù dre mililitr, soñjit 'ta. + +Ha lakaet zo bet war wel traoù all, traoù interesant diwar-benn efed ar virusoù war o endro. + +Da gentañ-penn o deus ur roll liammet deus al liesseurted jenetik, la diversité génétique. +Gras d'an teknikoù nevez, evel ar metajenomik, omp deuet a-benn da briziañ tamm ha tamm +liesseurted jenetik ar virusoù. +Ha kavet zo bet eo liesseurt-kenañ ADN pe ARN ar virusoù neuze. +'Blam d'un dra bennak hor boa gwelet ar wech paseet : ADN pe ARN ar virusoù a cheñch etre pep rummad. +Ouzhpenn da se int gouest da dapout tammoù ADN digant o ostizoù, an organismoù eñfektet. +Ha treuzkaset 'vez an tammoù-se d'o diskennidi memes ! +Hag ar c'hontroll a c'hell c'hoarvezout war-lerc'h. +Treuzkaset 'vez ul lodenn eus ADN ur virus 'barzh ADN un ostiz. +Gant an holl eskemmoù-se e vez mesket-mat ADN an organismoù er mor, +ha mont a ra al liesseurted jenetik war greskiñ. + +Ur roll all o deus, liammet deus ar mikrobiotoù. +Komzet hor boa eus ar mikrobiot dija. Eus mikrobiot ar bouzelloù kentoc'h, hor mikrobiot deomp-ni. +E gwirionez 'zo mikrobiotoù un tamm pep lec'h, gant an holl organismoù lieskelligek, pe multicellulaires. +Ha, 'giz ho po komprenet, kavet 'vez virusoù e-barzh ar mikrobiotoù-se. +Kemeromp ur skouer. Ar c'houral lakaomp, le corail. +An dra-se zo ur simbioz e gwirionez. +Ar c'horal, a zo ul loen, a ro bod da vikroorganismoù zo anvet "Zooxanthelle". +Ar re-se an hini eo a ra ar fotosintezenn. +Hag ezhomm o deus an eil re eus ar re all. +Er mare-mañ vez safaret kalzik eus gwennañ ar c'houral, pe le "blanchissement des coraux". +'Blam da betra teuont gwenn ? +'Blam d'an dour a zo tommoc'h-tommañ, n'eo ket ar c'houral en e vleud ken, ha skarzhañ a ra ar zooxanthelle. +Ha setu 'giz-se, ar c'houral a teu gwenn. Mervel a ra. +Hag ar virusoù neuze ? Amañ emaint, e mikrobiot ar c'houral. +Lod anezho zo gouest d'o eñfektiñ. +Siwazh, ur wech eñfektet 'teu ar c'houral kizidikoc'h deus tommder an dour. +Ha neuze gant virusoù zo, ar c'houral a varv buanoc'h. + +Met deus an tu all, ar virusoù a c'hall sikour ar c'houral. +En o mukus, er mukus a zo en-dro d'ar c'houral, zo kalz baktiri, ha kalz virusoù ivez evel-just. +Ne reont ket drouk ebet d'ar c'houral, ar c'hontroll 'ni eo memes. +Ar skipailhoù skiantel a soñj dezho eo un doare simbioz ur wech ouzhpenn. +Ar c'houral a ro bod en e vukus ur wech all c'hoazh. +Plas a zo evit d'ar baktiri hag ar virusoù chom aze. +Hag ar re-se a zo gouest da zifenn ar c'houral, da virout deus ar virusoù +pe ar baktiri drouk a teu eus an diavez, +da eñfektiñ ar c'houral. + +Hag un trede roll zo, liammet deus ar c'helc'hiadoù "biojeokimiek", les cycles biogéochimiques. +Petra eo an traoù-se ? +Kaoz zo eus an oksijen da skouer. +Pelec'h 'vez produet, pelec'h 'vez koñsomet, dre belec'h e ya… +Ha klasket 'vez goût an dra-se da live an Douar a-bezh ! +Studiet 'vez ivez kelc'hiad ar c'harbon, ha kement zo. +Ret eo goût, da skouer, vez produet an hanter eus an oksijen a zo analet ganeomp, +gant mikroorganismoù er mor. +Hag en ur broduiñ oksijen e vez lonket ganto ar c'harbon a zo en aergelc'h, +en atmosfer ma karit, ar pezh n'eo ket fall tamm ebet hiziv an deiz. + +Betek-henn e veze soñjet oa un efed fall gant ar virusoù war kementad ar c'harbon a vez lonket. +N'eo ket sot : seul-vuiañ zo virusoù, seul vuiañ vez lazhet mikroorganismoù. +Ha ma zo nebeutoc'h a organismoù a zo gouest da lonkañ ar c'harbon, +zo muioc'h a garbon en aergelc'h, anat deoc'h. + +Martezeadennoù all, soñjoù all a vez ijinet tamm ha tamm, 'vat. +Da skouer, a-raok lazhañ ar mikrooorganismoù, e c'hell a virusoù cheñch metabolism ar c'helligoù. +Ha dre se e c'hellfe an organismoù-se lonkañ muioc'h a garbon a-raok mervel. +Pe ur soñj all zo deuet d'ar skiantourien. +Pa vez lazhet un organism gant ur virus e c'hellfe mont a-dammoù, +tammoù a gouezhfe buan a-walc'h war strad ar mor. +An danvez-se a vefe karbon ennañ, ha setu giz-se 'vefe lonket karbon memes mod. + +Evel m'ho peus komprenet, luziet eo an afer ha n'eo ket echu an enklaskoù ! + +Hiziv hon eus gwelet ar virusoù en o endro, liammet deus organismoù all. +Kavet em eus an titouroù-se war ul levr interesant-kenañ a oa deuet er maez e miz Genver 2023. +"Les virus marins, simples parasites ou acteurs majeurs des écosystèmes aquatiques ?", +embannet gant an ti embann Quae. +Ar re zo intereset a c'hell pellgargañ ar stumm pdf evit netra war o lec'hienn memes. + +Gant al levr-mañ hon eus lakaet war wel un nebeud liammoù zo etre ar virusoù hag an ekosistemoù. +Gwelet hon eus eo luziet an traoù. +Gwechoù zo vez taget an organismoù gant ar virusoù, ha gwechoù all e vezont sikouret. + +N'eo ket echu an enklaskoù, met 'pezh 'zo sur 'vat, +ezhomm zo deus ar virusoù evit ma vefe stabil ha kreñv an ekosistemoù. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/virus3.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/virus3.jpg new file mode 100644 index 0000000..f29874c Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/virus3.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/anEzen.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/anEzen.jpg new file mode 100644 index 0000000..905b706 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/anEzen.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..588e92a --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/index.br.md @@ -0,0 +1,122 @@ +--- +title: "#28 An ezen" +date: 2023-03-29T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anEzen.jpg" +slug: "28-an-ezen" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ezen**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ezen). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ezen/embed/light" >}} + +--- + +Kontet 'vo eus loened a zo mil anavezet hiziv. +N'int ket bihan-bihan, n'int ket dreistloened kennebeut. +Ha padal o deus "kolonizet" ar bed a-bezh, gant hor sikour deomp-ni a-hed ar c'hantvedoù. +Safaret 'vo eus an ezen ! + + +N'eus ket ezhomm da zeskrivañ betek re an ezen moarvat, c'hwi oar mat petra int. +Met setu un nebeud traoù diwar o fenn memes tra. +Ar re-se zo loened mil anavezet neuze, ha kavet vezont un tammig partout er bed. +Er memes jenad (le même genre e galleg) 'giz ar c'hezeg emaint, +er memes familh m'ho peus c'hoant. +E gwirionez zo meur a spesad : +Equus asinus (an ezen doñv) da skouer +Equus africanus (an ezen afrika) +Ha me oar me. +Hiziv 'vo safaret eus Equus asinus, an hini zo anavezet ar muiañ ganeomp. + +Gwelet ho peus un azen dija moarvat : +Ur penn o deus, ur penn hag a c'hell lâret kalz traoù, gras d'an divskouarn hir dreist-holl, +ha gras d'an daoulagad ivez. +Pevar fav o deus, gant karnioù. +Hag ar c'harnioù-se zo kevatal deus hon ivinoù e gwirionez. +Ar pevar fav zo evel hor brec'hioù ha daouarn pe hon divc'har hag hon treid. +Pezh zo, gant an emdroadur, emdroadur ar spesadoù, al loened eus familh an ezen hag ar c'hezeg o deus kollet ar bizied all. +Hir-hir eo deuet da vezañ ar biz zo chomet, ha kreñv an ivin. +Ha setu 'giz-se vez kerzhet gant an ezen war ur biz, +pe kentoc'h war ivin ar biz-mañ ! +Ha blev o deus evel-just. +Liv ar vlevenn a zepand eus ar c'houenn, rak kalz gouennoù zo ! + +Ar gouennoù zo bet savet ganeomp-ni, evit al labour douar dreist-holl. +E Bro C'hall lakaomp, zo ezen ar Pireneoù, hag a c'hell ober labourioù a bep seurt. +Gall' reont dougañ ur bern traoù war o c'hein, met ivez bezañ sternet ha stlennañ sammoù. +Bremañ 'vez implijet laezh an azenezed memes. +An ezen normant a zo ivez. +Implijet e veze 'vit kas al laezh d'an dud, 'vit al labour er parkeier ha me oar me. + +Gouennoù 'zo vez implijet evit mont pelloc'h c'hoazh, +'vit klask lakaat ezen ha loened all da strujañ. +Diwar ar c'hroazamantoù-se e teu loened a vez anvet loened "hiron" pe "hibrid". +Ar muled da skouer, a teu eus un azen hag ur gazeg. +Hervez ar gouennoù, vez kreñv pe kreñvoc'h ar muled. +N'int ket gouest da strujañ 'vat, met kontet int kreñvoc'h, nerzhekok ha finoc'h. +Abaoe pell-pell zo vez kroazet ezen ha kezeg evit kaout muled, abaoe an Henamzer memes, +hag implijet int bet evit ober labourioù a bep seurt a-hed ar c'hantvedoù. + +Taolioù-esae all a zo bet graet ivez. +Klasket zo bet kroazañ ezen ha zebred ha… setu ganet ar zebrezen, pe zebrânes e galleg. +Ur gwir veskaj eo ! +Liv un azen, war ar c'horf a-bezh, 'met war ar pavioù, lec'h ma zo roudennadurioù ar zebr ! +E gwirionez 'vez ket implijet kalz an hibrid-mañ, kavet vezont kentoc'h 'barzh ar zoo. + +Cheñchomp kaoz un tammig rak c'hoant 'moa da gontañ eus an ezen +'blam d'ur pennad em eus lennet n'eus ket pell zo, embannet e miz Gwengolo 2022. +Ar pennad skiantel-mañ a lak ar gaoz war al liammoù a zo etre an ezen hag an denelezh. +Penaos o deus ar re-se skoazellet ac'hanomp d'en em staliañ un tammig partout war an Douar. + +N'eus ket kalz ezen fosilizet. +Ar re goshañ hon eus kavet o doa bevet tost 5 mil bloaz a-raok JK, e Afrika. +Goût a reomp e oant doñvaet d'ar mare-se dija, gras d'an tresadennoù 'zo bet kavet da skouer. +Ha doñvaet int bet d'ar poent-se ? +Pe a-raok, en ul lec'h all ? +An dra-se ne oa ket sklaer tamm ebet a-raok ar studiadenn-se. + +Evit klask goût muioc'h zo bet graet ur pezh labour. +Bodet 'zo bet kalz jenomoù, da lâret eo ADN meur a c'houenn. +Muioc'h 'vit 150 a oa bet sekañset dija, a oa bet lennet. +Bodet eo bet ar re-se asambles gant reoù nevez, un 50 bennak, +a teu eus lec'hioù er bed a vanke en dastumad. + +Goude se zo bet keñveriet eo bet an holl jenomoù-se +evit goût peseurt re zo tost an eil re deus ar re all, +ha peseurt re zo pelloc'h. +Kavet 'zo bet oa heñveloc'h jenomoù an ezen a oa tostoc'h, a orin eus ar memes lec'h. +Ar pezh n'eo ket diboell. +Gant un tamm labour ouzhpenn war ar jenomoù, +ar skipailh zo deuet a-benn da ginnig eo bet doñvaet an ezen ur wech hepken, e Afrika. +Ha goude-se zo bet ledanaet tachenn an ezen doñvaet (e Arabia, Eurazia, ha kement zo). + +Met n'eo ket echu ! +Ar skipailh skiantel-se 'zo anavezet peogwir eo barrek-tre gant an ADN kozh, ADN ar fosiloù. +Klasket o deus sekañsiñ, pe lenn m'ho peus c'hoant, lenn ADN eus fosiloù zo ken kozh 'giz 4000 bloaz. +Ar pezh zo ur marzh, bezañ gouest da lenn molekulennoù ken bihan ha ken kozh-se, soñjit 'ta ! +Gras d'an titouroù nevez-mañ eo bet gouest ar skipailh da lâret +'oa bet doñvaet an ezen e-tro 5000 bloaz a-raok JK, e Afrika neuze. +Da lâret eo, kalz a-raok ar c'hezeg, a zo bet doñvaet 2 wech e gwirionez, +etre 3500 ha 2000 bloaz a-raok JK. +Ha tammoù all eus an istor a zo bet lakaet war wel ivez : +An ezen zo en em gavet e Eurazia evit ar wech kentañ 'tro 2500 bloaz a-raok JK. +Hag adalek ar poent-se int deuet da vezañ un tammig disheñvel, tamm-ha-tamm, deus ar spesad orin. +N'eo ket klok an istor c'hoazh met kalz muioc'h a draoù 'zo anavezet bremañ memes tra. + +Gras d'an ADN kozh hon eus graet ur veaj en amzer dremenet, +evit goût pelec'h ha pegoulz oa kroget an darempredoù etre an denelezh hag an ezen. +Labour a chom d'ober, evit goût, da skouer, dre belec'h int tremenet evit mont er maez eus Afrika. +War an douar hepken, pe war vag ? +Pe c'hoazh, e-touez an ezen zo er bed, peseurt jenoù pe peseurt gouennoù +a vefe da c'houzañviñ gwelloc'h cheñchamant an hin. + +Pezh zo sur 'vat, ne vije ket bet ar bed evel m'emañ hep an ezen. +Ar re-se zo bet ar re gentañ o trañsportañ, o tougañ hon traoù, +traoù hon tadoù ha mammoù kozh, ha n'eo ket dister ! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..380789a --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/index.fr.md @@ -0,0 +1,122 @@ +--- +title: "#28 An ezen" +date: 2023-03-29T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anEzen.jpg" +slug: "28-an-ezen" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**An ezen**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ezen). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ezen/embed/light" >}} + +--- + +Kontet 'vo eus loened a zo mil anavezet hiziv. +N'int ket bihan-bihan, n'int ket dreistloened kennebeut. +Ha padal o deus "kolonizet" ar bed a-bezh, gant hor sikour deomp-ni a-hed ar c'hantvedoù. +Safaret 'vo eus an ezen ! + + +N'eus ket ezhomm da zeskrivañ betek re an ezen moarvat, c'hwi oar mat petra int. +Met setu un nebeud traoù diwar o fenn memes tra. +Ar re-se zo loened mil anavezet neuze, ha kavet vezont un tammig partout er bed. +Er memes jenad (le même genre e galleg) 'giz ar c'hezeg emaint, +er memes familh m'ho peus c'hoant. +E gwirionez zo meur a spesad : +Equus asinus (an ezen doñv) da skouer +Equus africanus (an ezen afrika) +Ha me oar me. +Hiziv 'vo safaret eus Equus asinus, an hini zo anavezet ar muiañ ganeomp. + +Gwelet ho peus un azen dija moarvat : +Ur penn o deus, ur penn hag a c'hell lâret kalz traoù, gras d'an divskouarn hir dreist-holl, +ha gras d'an daoulagad ivez. +Pevar fav o deus, gant karnioù. +Hag ar c'harnioù-se zo kevatal deus hon ivinoù e gwirionez. +Ar pevar fav zo evel hor brec'hioù ha daouarn pe hon divc'har hag hon treid. +Pezh zo, gant an emdroadur, emdroadur ar spesadoù, al loened eus familh an ezen hag ar c'hezeg o deus kollet ar bizied all. +Hir-hir eo deuet da vezañ ar biz zo chomet, ha kreñv an ivin. +Ha setu 'giz-se vez kerzhet gant an ezen war ur biz, +pe kentoc'h war ivin ar biz-mañ ! +Ha blev o deus evel-just. +Liv ar vlevenn a zepand eus ar c'houenn, rak kalz gouennoù zo ! + +Ar gouennoù zo bet savet ganeomp-ni, evit al labour douar dreist-holl. +E Bro C'hall lakaomp, zo ezen ar Pireneoù, hag a c'hell ober labourioù a bep seurt. +Gall' reont dougañ ur bern traoù war o c'hein, met ivez bezañ sternet ha stlennañ sammoù. +Bremañ 'vez implijet laezh an azenezed memes. +An ezen normant a zo ivez. +Implijet e veze 'vit kas al laezh d'an dud, 'vit al labour er parkeier ha me oar me. + +Gouennoù 'zo vez implijet evit mont pelloc'h c'hoazh, +'vit klask lakaat ezen ha loened all da strujañ. +Diwar ar c'hroazamantoù-se e teu loened a vez anvet loened "hiron" pe "hibrid". +Ar muled da skouer, a teu eus un azen hag ur gazeg. +Hervez ar gouennoù, vez kreñv pe kreñvoc'h ar muled. +N'int ket gouest da strujañ 'vat, met kontet int kreñvoc'h, nerzhekok ha finoc'h. +Abaoe pell-pell zo vez kroazet ezen ha kezeg evit kaout muled, abaoe an Henamzer memes, +hag implijet int bet evit ober labourioù a bep seurt a-hed ar c'hantvedoù. + +Taolioù-esae all a zo bet graet ivez. +Klasket zo bet kroazañ ezen ha zebred ha… setu ganet ar zebrezen, pe zebrânes e galleg. +Ur gwir veskaj eo ! +Liv un azen, war ar c'horf a-bezh, 'met war ar pavioù, lec'h ma zo roudennadurioù ar zebr ! +E gwirionez 'vez ket implijet kalz an hibrid-mañ, kavet vezont kentoc'h 'barzh ar zoo. + +Cheñchomp kaoz un tammig rak c'hoant 'moa da gontañ eus an ezen +'blam d'ur pennad em eus lennet n'eus ket pell zo, embannet e miz Gwengolo 2022. +Ar pennad skiantel-mañ a lak ar gaoz war al liammoù a zo etre an ezen hag an denelezh. +Penaos o deus ar re-se skoazellet ac'hanomp d'en em staliañ un tammig partout war an Douar. + +N'eus ket kalz ezen fosilizet. +Ar re goshañ hon eus kavet o doa bevet tost 5 mil bloaz a-raok JK, e Afrika. +Goût a reomp e oant doñvaet d'ar mare-se dija, gras d'an tresadennoù 'zo bet kavet da skouer. +Ha doñvaet int bet d'ar poent-se ? +Pe a-raok, en ul lec'h all ? +An dra-se ne oa ket sklaer tamm ebet a-raok ar studiadenn-se. + +Evit klask goût muioc'h zo bet graet ur pezh labour. +Bodet 'zo bet kalz jenomoù, da lâret eo ADN meur a c'houenn. +Muioc'h 'vit 150 a oa bet sekañset dija, a oa bet lennet. +Bodet eo bet ar re-se asambles gant reoù nevez, un 50 bennak, +a teu eus lec'hioù er bed a vanke en dastumad. + +Goude se zo bet keñveriet eo bet an holl jenomoù-se +evit goût peseurt re zo tost an eil re deus ar re all, +ha peseurt re zo pelloc'h. +Kavet 'zo bet oa heñveloc'h jenomoù an ezen a oa tostoc'h, a orin eus ar memes lec'h. +Ar pezh n'eo ket diboell. +Gant un tamm labour ouzhpenn war ar jenomoù, +ar skipailh zo deuet a-benn da ginnig eo bet doñvaet an ezen ur wech hepken, e Afrika. +Ha goude-se zo bet ledanaet tachenn an ezen doñvaet (e Arabia, Eurazia, ha kement zo). + +Met n'eo ket echu ! +Ar skipailh skiantel-se 'zo anavezet peogwir eo barrek-tre gant an ADN kozh, ADN ar fosiloù. +Klasket o deus sekañsiñ, pe lenn m'ho peus c'hoant, lenn ADN eus fosiloù zo ken kozh 'giz 4000 bloaz. +Ar pezh zo ur marzh, bezañ gouest da lenn molekulennoù ken bihan ha ken kozh-se, soñjit 'ta ! +Gras d'an titouroù nevez-mañ eo bet gouest ar skipailh da lâret +'oa bet doñvaet an ezen e-tro 5000 bloaz a-raok JK, e Afrika neuze. +Da lâret eo, kalz a-raok ar c'hezeg, a zo bet doñvaet 2 wech e gwirionez, +etre 3500 ha 2000 bloaz a-raok JK. +Ha tammoù all eus an istor a zo bet lakaet war wel ivez : +An ezen zo en em gavet e Eurazia evit ar wech kentañ 'tro 2500 bloaz a-raok JK. +Hag adalek ar poent-se int deuet da vezañ un tammig disheñvel, tamm-ha-tamm, deus ar spesad orin. +N'eo ket klok an istor c'hoazh met kalz muioc'h a draoù 'zo anavezet bremañ memes tra. + +Gras d'an ADN kozh hon eus graet ur veaj en amzer dremenet, +evit goût pelec'h ha pegoulz oa kroget an darempredoù etre an denelezh hag an ezen. +Labour a chom d'ober, evit goût, da skouer, dre belec'h int tremenet evit mont er maez eus Afrika. +War an douar hepken, pe war vag ? +Pe c'hoazh, e-touez an ezen zo er bed, peseurt jenoù pe peseurt gouennoù +a vefe da c'houzañviñ gwelloc'h cheñchamant an hin. + +Pezh zo sur 'vat, ne vije ket bet ar bed evel m'emañ hep an ezen. +Ar re-se zo bet ar re gentañ o trañsportañ, o tougañ hon traoù, +traoù hon tadoù ha mammoù kozh, ha n'eo ket dister ! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..41d40b3 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/index.br.md @@ -0,0 +1,116 @@ +--- +title: "#29 Ar plant hag an trouz" +date: 2023-04-19T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./plantHaTrouz.jpg" +slug: "29-plant-ha-trouz" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar plant hag an trouz**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plant-hag-an-trouz). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plant-hag-an-trouz/embed/light" >}} + +--- +Trouz a-bep seurt zo en natur. +Un efed a ra an trouz d'ar boudoù bev, d'an organismoù. +Al lapoused a selaou lapoused all. +Ar bronneged, les mammifères, a implij kalz a sonioù ivez. +An amprevaned ivez. + +Hiziv ne vo ket kontet eus ar re-se. +Kontet vo deus ar plant hag an efed 'neus an trouz warno. + +Ar sujed-se n'eo ket anavezet kement-all, met kalzik a studiadennoù a zo bet kaset da-benn memestra. +Ne gomzan ket amañ eus efed ar sonerezh, met kentoc'h eus efed ar sonioù, an trouz. +Traoù un tammig iskis a c'heller kavout diwar-benn efed ar sonerezh war ar plant, met din-me n'int ket gwall skiantel. +Da lâret eo, an traoù-se n'int ket bet kadarnaet gant kalz skipailhoù. + +Komañsomp gant trouz simpl neuze, evel hemañ. +Plijus, 'gav ket deoc'h ? +Lakaet zo bet plantennoù 'giz tomatez da glevet ar son-mañ e-pad 3 eur, bep eil devezh. +Ar skipailh 'n deus bet ar mennozh-se 'n deus muzuliet ur c'hresk a 13% en eostad. +Ha gwelloc'h c'hoazh 'oa evit ar c'hoñkombrez. +Diaes 'vefe lakaat an dra-se e pleustr er parkeier 'vat, ken trouzus evel ma 'vefe ! + +Taolioù esae all a zo bet. +Da skouer, kavet zo bet e tiwan gwelloc'h ar maiz gant sonioù "gwenn", giz-se. +pe gant ur son izel-tre, 'giz hemañ. +Gant ar sonioù-se neuze zo muioc'h a c'hreun a ziwan, e-tro 10% muioc'h memes tra, n'eo ket dister. + +Penaos e ya en-dro ? +Gwir eo n'eus ket bet kavet skouarnioù gant ar plant. +Luziet-kenañ eo ar mont en-dro, n'eo ket sklaer evit poent. +Hervez ar skipailhoù zo o labourat war an dra-se, pep tra a teu deus moger ar c'helligoù da gentañ, la paroi cellulaire. +Gant an trouz, ar voger a fiñv un tammig bihan. +Kannaded a zo en holl gelligoù. +Kannaded zo a lâr eo tomm, reoù all a lâr zo gwask war ar c'hellig… +Ha moarvat zo kannaded a zo gouest da lâret en deus fiñvet ar voger. +Ar re-se a galv kannaded all, hag a-benn ar fin 'vez cheñchet kementad protein-mañ-protein. +Ha hervez live ar proteinoù e cheñch emzalc'h ar c'hellig, ha neuze emzalc'h ar plant. +'Giz m'ho peus komprenet, luziet-kenañ eo an afer ha n'eo ket echu an enklaskoù ! + +Perak 'ta e c'hell ar plant klevet o endro ? +Sonioù zo, trouz zo, a zo mat dezho da glevet. +Pa n'haller ket fiñval, mat eo bezañ gouest da c'hoût penaos emañ an traoù tro-war-dro. +Goût pegoulz zo dour gant trouz ar glav, pe c'hoazh klevet trouz al loened da skouer. + +Just a-walc'h, diskouezet zo bet eo gouest ur spesad, Arabidopsis taliana, da anavezout trouz ur viskoulenn o tebriñ e zelioù. +An dra-se zo un tammig e-giz ASMR evidomp, trouz plijus. +Met evit ar plant eo un alarm a lâr dezho eo ret en em zifenn ! +Ha setu giz-se pa glev ar plant-se un trouz e-giz-se e produont molekulennoù a zo fall evit ar biskoul. + +Ur studiadenn all 'n deus diskouezet un dra all. +Emaoc'h o paouez klevet un wenanenn o nijal. +Emañ o klask nektar ur fleurenn. +Just a-walc'h, unan zo aze, ur fleurenn eus familh an Oenothera. +Pal ar fleurenn eo desachañ ar wenanenn evit kaout pollen fleurioù all, ha strujañ war-lerc'h. +Kinnig a ra d'ar wenanenn nektar neuze. +An dra-se zo en natur. +E arnodva ur skipailh skiantel, n'eo ket tre ar memes tra. +N'eus gwenanenn ebet met un uhelgomzer kentoc'h. +Ha gant ar son-se dre an uhelgomzer. +Ar skipailh 'n deus kavet e oa muioc'h a sukr 'barzh an nektar, diouzhtu war-lerc'h ar son. +Klasket o deus gant ar son-mañ ivez. +Memes tra, kalz sukr en nektar. +Ha gant ar son-se : nebeud a sukr. +Ar fleur a zo gouest da respont d'ar gwenan neuze ! + + + +Hag evit echuiñ vo lakaet ar gaoz war ur studiadenn embannet e fin miz Meurzh 2023. +Ar studiadenn-se a ziskouez e vefe gouest ar plant, ouzhpenn klevet trouz, met ivez produiñ trouz ! + +Ar skipailh en deus lakaet butun ha tomatez (ar plant) dindan mikroioù. +Mikroioù ultrason, evit enrollañ un trouz n'omp ket gouest da glevet, ken uhel eo. +Enrollet o deus plant yac'h, ha plant lakaet bec'h warno : +plant gant delioù troc'het, pe hep dour da skouer. + +Ha klevet vez an difoc'h ! +'maomp o paouez klevet enrolladenn ur blantenn bec'h warni. +Cheñchet eo bet an enrolladenn evit d'an den bezañ gouest da glevet an traoù : +izelaet eo bet ar son, ha buanaet ivez. +Dre vras ar plant bec'h warno o deus produet betek 50 klik bep eurvezh, ha kalz nebeutoc'h a oa gant ar plant yac'h. +Ar pezh a c'hoarvez moarvat eo klogorennoù aer 'barzh ar plant, a darzh. +Ha muioc'h a zo pa vez lakaet ur blantenn diaes. +N'eo ket sur tamm ebet e c'hell div blantenn kichen-ha-kichen komz e-giz-se, met organismoù all a vefe gouest da glevet 'vat. +Amprevaned zo a c'hellfe klevet seurt trouz da skouer ha kompren n'eo ket yac'h ur blantenn, +pe n'eo ket yac'h a-walc'h evit dozviñ vioù atav. + +Ha ganeomp-ni e c'hellfe bezañ klevet ivez, +pe kentoc'h gant labourerien douar ekipet mat, a fellfe dezho dourañ o flant +pa vez ezhomm hepken evit espern dour. + +Hiziv hon eus klevet bed ar plant. +Peogwir ne weler ket o divskouarn n'eo ket bet studiet kalz +efed ar sonioù, an trouz, warno. +Cheñch a ra an traoù bremañ, ar sell deus ar plant 'neus cheñchet abaoe un nebeud bloavezhioù. +Birvilh 'zo er bed skiantel memes evit kompren muioc'h an organismoù-se, +a zo kempleshoc'h a-feur ma teskomp traoù diwar o fenn. + + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..99ccf43 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/index.fr.md @@ -0,0 +1,116 @@ +--- +title: "#29 Ar plant hag an trouz" +date: 2023-04-19T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./plantHaTrouz.jpg" +slug: "29-plant-ha-trouz" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar plant hag an trouz**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plant-hag-an-trouz). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plant-hag-an-trouz/embed/light" >}} + +--- +Trouz a-bep seurt zo en natur. +Un efed a ra an trouz d'ar boudoù bev, d'an organismoù. +Al lapoused a selaou lapoused all. +Ar bronneged, les mammifères, a implij kalz a sonioù ivez. +An amprevaned ivez. + +Hiziv ne vo ket kontet eus ar re-se. +Kontet vo deus ar plant hag an efed 'neus an trouz warno. + +Ar sujed-se n'eo ket anavezet kement-all, met kalzik a studiadennoù a zo bet kaset da-benn memestra. +Ne gomzan ket amañ eus efed ar sonerezh, met kentoc'h eus efed ar sonioù, an trouz. +Traoù un tammig iskis a c'heller kavout diwar-benn efed ar sonerezh war ar plant, met din-me n'int ket gwall skiantel. +Da lâret eo, an traoù-se n'int ket bet kadarnaet gant kalz skipailhoù. + +Komañsomp gant trouz simpl neuze, evel hemañ. +Plijus, 'gav ket deoc'h ? +Lakaet zo bet plantennoù 'giz tomatez da glevet ar son-mañ e-pad 3 eur, bep eil devezh. +Ar skipailh 'n deus bet ar mennozh-se 'n deus muzuliet ur c'hresk a 13% en eostad. +Ha gwelloc'h c'hoazh 'oa evit ar c'hoñkombrez. +Diaes 'vefe lakaat an dra-se e pleustr er parkeier 'vat, ken trouzus evel ma 'vefe ! + +Taolioù esae all a zo bet. +Da skouer, kavet zo bet e tiwan gwelloc'h ar maiz gant sonioù "gwenn", giz-se. +pe gant ur son izel-tre, 'giz hemañ. +Gant ar sonioù-se neuze zo muioc'h a c'hreun a ziwan, e-tro 10% muioc'h memes tra, n'eo ket dister. + +Penaos e ya en-dro ? +Gwir eo n'eus ket bet kavet skouarnioù gant ar plant. +Luziet-kenañ eo ar mont en-dro, n'eo ket sklaer evit poent. +Hervez ar skipailhoù zo o labourat war an dra-se, pep tra a teu deus moger ar c'helligoù da gentañ, la paroi cellulaire. +Gant an trouz, ar voger a fiñv un tammig bihan. +Kannaded a zo en holl gelligoù. +Kannaded zo a lâr eo tomm, reoù all a lâr zo gwask war ar c'hellig… +Ha moarvat zo kannaded a zo gouest da lâret en deus fiñvet ar voger. +Ar re-se a galv kannaded all, hag a-benn ar fin 'vez cheñchet kementad protein-mañ-protein. +Ha hervez live ar proteinoù e cheñch emzalc'h ar c'hellig, ha neuze emzalc'h ar plant. +'Giz m'ho peus komprenet, luziet-kenañ eo an afer ha n'eo ket echu an enklaskoù ! + +Perak 'ta e c'hell ar plant klevet o endro ? +Sonioù zo, trouz zo, a zo mat dezho da glevet. +Pa n'haller ket fiñval, mat eo bezañ gouest da c'hoût penaos emañ an traoù tro-war-dro. +Goût pegoulz zo dour gant trouz ar glav, pe c'hoazh klevet trouz al loened da skouer. + +Just a-walc'h, diskouezet zo bet eo gouest ur spesad, Arabidopsis taliana, da anavezout trouz ur viskoulenn o tebriñ e zelioù. +An dra-se zo un tammig e-giz ASMR evidomp, trouz plijus. +Met evit ar plant eo un alarm a lâr dezho eo ret en em zifenn ! +Ha setu giz-se pa glev ar plant-se un trouz e-giz-se e produont molekulennoù a zo fall evit ar biskoul. + +Ur studiadenn all 'n deus diskouezet un dra all. +Emaoc'h o paouez klevet un wenanenn o nijal. +Emañ o klask nektar ur fleurenn. +Just a-walc'h, unan zo aze, ur fleurenn eus familh an Oenothera. +Pal ar fleurenn eo desachañ ar wenanenn evit kaout pollen fleurioù all, ha strujañ war-lerc'h. +Kinnig a ra d'ar wenanenn nektar neuze. +An dra-se zo en natur. +E arnodva ur skipailh skiantel, n'eo ket tre ar memes tra. +N'eus gwenanenn ebet met un uhelgomzer kentoc'h. +Ha gant ar son-se dre an uhelgomzer. +Ar skipailh 'n deus kavet e oa muioc'h a sukr 'barzh an nektar, diouzhtu war-lerc'h ar son. +Klasket o deus gant ar son-mañ ivez. +Memes tra, kalz sukr en nektar. +Ha gant ar son-se : nebeud a sukr. +Ar fleur a zo gouest da respont d'ar gwenan neuze ! + + + +Hag evit echuiñ vo lakaet ar gaoz war ur studiadenn embannet e fin miz Meurzh 2023. +Ar studiadenn-se a ziskouez e vefe gouest ar plant, ouzhpenn klevet trouz, met ivez produiñ trouz ! + +Ar skipailh en deus lakaet butun ha tomatez (ar plant) dindan mikroioù. +Mikroioù ultrason, evit enrollañ un trouz n'omp ket gouest da glevet, ken uhel eo. +Enrollet o deus plant yac'h, ha plant lakaet bec'h warno : +plant gant delioù troc'het, pe hep dour da skouer. + +Ha klevet vez an difoc'h ! +'maomp o paouez klevet enrolladenn ur blantenn bec'h warni. +Cheñchet eo bet an enrolladenn evit d'an den bezañ gouest da glevet an traoù : +izelaet eo bet ar son, ha buanaet ivez. +Dre vras ar plant bec'h warno o deus produet betek 50 klik bep eurvezh, ha kalz nebeutoc'h a oa gant ar plant yac'h. +Ar pezh a c'hoarvez moarvat eo klogorennoù aer 'barzh ar plant, a darzh. +Ha muioc'h a zo pa vez lakaet ur blantenn diaes. +N'eo ket sur tamm ebet e c'hell div blantenn kichen-ha-kichen komz e-giz-se, met organismoù all a vefe gouest da glevet 'vat. +Amprevaned zo a c'hellfe klevet seurt trouz da skouer ha kompren n'eo ket yac'h ur blantenn, +pe n'eo ket yac'h a-walc'h evit dozviñ vioù atav. + +Ha ganeomp-ni e c'hellfe bezañ klevet ivez, +pe kentoc'h gant labourerien douar ekipet mat, a fellfe dezho dourañ o flant +pa vez ezhomm hepken evit espern dour. + +Hiziv hon eus klevet bed ar plant. +Peogwir ne weler ket o divskouarn n'eo ket bet studiet kalz +efed ar sonioù, an trouz, warno. +Cheñch a ra an traoù bremañ, ar sell deus ar plant 'neus cheñchet abaoe un nebeud bloavezhioù. +Birvilh 'zo er bed skiantel memes evit kompren muioc'h an organismoù-se, +a zo kempleshoc'h a-feur ma teskomp traoù diwar o fenn. + + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/plantHaTrouz.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/plantHaTrouz.jpg new file mode 100644 index 0000000..7dbe394 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/plantHaTrouz.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/30-marmouzed-ereadurezh/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/30-marmouzed-ereadurezh/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..b490bd5 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/30-marmouzed-ereadurezh/index.br.md @@ -0,0 +1,129 @@ +--- +title: "#30 Ar marmouzed hag an ereadurezh" +date: 2023-05-24T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./marmouzedHagEreadurezh.jpg" +slug: "30-marmouzed-ereadurezh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar marmouzed hag an ereadurezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-marmouzed-hag-an-ereadurezh). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-marmouzed-hag-an-ereadurezh/embed/light" >}} + +--- + +Eeus ar gerioù an hini eo vo kontet deoc'h hiziv. +Ganto e c'hellomp sevel frazennoù ha lâret ar pezh a fell deomp lâret. +Bammus eo, en ur mod : +gall' reomp komz deus an amzer, deus an amzer da zont, +deus traoù ha n'eus ket deuzouto memes, ha me oar me. +Kemend-all a draoù evel zo moiaen d'ober gant ar gerioù ! +Ha padal n'eus ket miliardoù anezho. +Un tammig muioc'h 'vit 20 mil ger zo war geriadur an Here evit ar brezhoneg. +War ar pemdez, 'vez ket implijet muioc'h 'vit 8000. +Pezh zo, ar gerioù a c'hell kaout meur a ster. +Hervez ar gerioù all er frazenn vez komprenet pe choazet ster ur ger. +Eus an dra-se vez graet "ereadurezh" pe "sintaks". + +Met eus pelec'h 'teu an ereadurezh ? +Ijinet eo bet gant an Den ? +Pe loened 'zo zo gouest sevel frazennoù ivez ? + +Diskouezet zo bet gant un nebeud studiadennoù e c'hell loened zo +lakaat gerioù asambles evit sevel frazennoù. +Pe lakaat sonioù asambles kentoc'h. +Pezh 'vez anvet "unvezh mouezhel" (unité vocale e galleg). +Ha pa gomzan eus loened eo kentoc'h deus marmoused zo kaoz, pe primated dre just. +Da skouer zo ur spesad, anvet Cercopithecus nictitans +(ur marmous gant ur fri gwenn), zo gouest da lâret 2 c'her +pa vez un dra bennak dic'hortoz. +An dra-se vez klevet dreist-holl pa vez ul loupard o tont. +hag ar son-se a vez laosket kentoc'h pa vez un egl nepel. +Gall' ra an huchadennoù-se reiñ un tammig aon d'al loupard pe d'an egl, +met dreist-holl 'vez roet da c'hoût d'ar strollad zo ur preizher. + +Pa vez huchet an 2 asambles 'at, da skouer ur "pyow" ha meur a "hack" +vez splannoc'h respont ar strollad : mont a reont kuit diouzhtu war-lerc'h. +Amañ neuze "Pyow" a dalv "loupard", "hack" a dalv "egl" +ha "pyow hack hack" a dalv "mont a reomp kuit". +Ur ster nevez zo gant ur sekañs gerioù. + +Gant ar marmoused bras, 'giz ar bonoboed, zo traoù heñvel : +komz a reont pa gavont boued, ha deus pegen mat, +pegen dibar eo ar boued 'vez an huchadennoù +Studiet eo bet an huchadennoù-se gant Zanna Clay ha Klaus Zuberbühler, +hag embannet eo bet an disoc'hoù war ur pennad er journal skiantel PLoS One e 2011. +Enrollet zo bet ganto bonoboed o doa kavet avaloù. +Pe bonoboed o doa kavet kiwioù. +Dav eo goût : kavout a reont kalz gwelloc'h ar c'hiwioù. +Ne reont ket ar memes huchadennoù neuze : uheloc'h eo pa gavont kiwioù. +Pezh zo bet graet gant an enrolladennoù-se, 'oa lakaat bonoboed all da glevet anezho. +Boaziet 'oa bet ar bonoboed-se da gavout kiwioù en ul lec'h, +hag avaloù en ul lec'h all. +Ha petra a c'hoarveze gant enrolladenn ur bonobo o kavout kiwioù ? +Ar bonoboed a glaske boued kentoc'h e lec'h ar c'hiwioù. +Hag ar c'hontrol gant an enrolladenn all, enrolladenn an avaloù. +Ar marmoused a glaske kentoc'h e lec'h an avaloù. +Da lâret eo, ar sekañsoù huchadennoù a dalv un dra bennak resis evit ar bonoboed. +Liammet eo sekañs-mañ-sekañs deus ur ster (kiwioù pe avaloù), +pe da nebeutañ deus un emzalc'h (klask e lec'h-mañ-lec'h). + +Met e gwirionez gant an enklask-mañ eo diaes goût penaos 'vez komprenet an enrolladennoù gant ar marmoused. +Hag ur ster zo d'ar sekañsoù huchadennoù ? +Peotramant vez ket klevet gant ar bonoboed 'met an uhelder da skouer ? + + +Ur studiadenn nevez embannet a ro respontoù. +Gant marmoused all ar wech-mañ: gant chimpazeed. +Embannet eo bet e miz Mae 2023 er journal Nature Communications gant ur skipailh eus bro Suis. +Goût a ouzomp vez implijet gerioù ispisial gant ar chimpanzeed. +Gerioù 'giz "huu" pa vezont souezhet pe p'o dez aon. +Un alarm eo en ur mod. +Ur galv all zo, "waa", a vez implijet e meur a zegouez. +Da skouer e-kerzh ar chase pe pa vez gwelet ur preizher. +Merzet 'zo bet ivez e vez bodet an daou c'her a-wechoù. +Hag an dra-se a c'hoarvez pa vez gwelet un naer da skouer. +Ar skipailh en deus divizet labourat war ar gerioù-se, oc'h unan pe lakaet asambles. + +Un taol arnod kentañ zo bet graet. +Lakaet zo bet un naer plouzet, ur serpant plouzet, e-kichen ur strollad chimpazeed. +Un tamm spontet vezont dirak ar serpanted, +ha dreist-holl e klaskont goût pelec'h emaint 'vit nompas kerzhout warno. +Ganto zo bet huchet diouzhtu "huu" pe "huu-waa". + +Evit klask kompren an diforc'h etre ar gerioù-se lakaet asambles pe pas, +zo bet graet un taol esae all. +Un taol-esae gant un uhelgomzer. +Lakaet zo bet da baseal ar gerioù, oc'h unan pe asambles. +Dre vras, ne c'hoarveze ket kalz traoù gant ar gerioù oc'h unan. +Er c'hontrol, gant "huu-waa", ar chimpazeed o deus sellet deus an uhelgomzer, +hep gortoz, ha sellet o deus deuzoutañ e-pad pell. +Da lâret eo e oant strafuilhet. +Un nebeud chimpazeed o deus krapet er gwez memes, +evit chom pell deus ar pezh a vefe ur serpant +met 'vit gwelet anezhañ memes tra. +O respont a oa kreñvoc'h neuze. +Un trede ster a sav diwar an 2 c'her lakaet asambles. + +N'haller ket goût petra sifini dre-just ar galv. +N'eus nemet martezeadennoù : +marteze 'vez kreñvaet ar "huu" gant ar "waa", +evit lâret "dañjer bras" e plas "dañjer" nemetken. +Pe mod-all vez liammet an 2 evit lâret "dañjer", "deuit amañ diouzhtu" + +Ret 'vo sevel studiadennoù all evit kompren un tamm muioc'h yezh ar chimpazeed. + +Pezh zo sur : un doare ereadurezh pe sintaks, vez implijet gant ar chimpanzeed. +Gouest int da implijout traoù heñvel deus hor gerioù deomp-ni. +Gerioù zo dezho ur ster disheñvel pa vezont lakaet asambles gant gerioù all. +An dra-se a dalv vez kavet ereadurezh gant hor c'hendirvi dostañ, ar chimpazeed. Sur a-walc'h e oa deuzouti ivez gant ar gourdad boutin deomp (notre ancêtre commun) +a oa war an douar tro 10 milion a vloavezhioù zo. +En ur genderc'hel da studiañ gerioù ar marmoused e vo komprenet gwelloc'h, a dra sur, +orin an ereadurezh, a zo koshoc'h vit ar pezh a oa soñjet a-raok. + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/30-marmouzed-ereadurezh/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/30-marmouzed-ereadurezh/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..2f8ba04 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/30-marmouzed-ereadurezh/index.fr.md @@ -0,0 +1,129 @@ +--- +title: "#30 Ar marmouzed hag an ereadurezh" +date: 2023-05-24T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./marmouzedHagEreadurezh.jpg" +slug: "30-marmouzed-ereadurezh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar marmouzed hag an ereadurezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-marmouzed-hag-an-ereadurezh). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-marmouzed-hag-an-ereadurezh/embed/light" >}} + +--- + +Eeus ar gerioù an hini eo vo kontet deoc'h hiziv. +Ganto e c'hellomp sevel frazennoù ha lâret ar pezh a fell deomp lâret. +Bammus eo, en ur mod : +gall' reomp komz deus an amzer, deus an amzer da zont, +deus traoù ha n'eus ket deuzouto memes, ha me oar me. +Kemend-all a draoù evel zo moiaen d'ober gant ar gerioù ! +Ha padal n'eus ket miliardoù anezho. +Un tammig muioc'h 'vit 20 mil ger zo war geriadur an Here evit ar brezhoneg. +War ar pemdez, 'vez ket implijet muioc'h 'vit 8000. +Pezh zo, ar gerioù a c'hell kaout meur a ster. +Hervez ar gerioù all er frazenn vez komprenet pe choazet ster ur ger. +Eus an dra-se vez graet "ereadurezh" pe "sintaks". + +Met eus pelec'h 'teu an ereadurezh ? +Ijinet eo bet gant an Den ? +Pe loened 'zo zo gouest sevel frazennoù ivez ? + +Diskouezet zo bet gant un nebeud studiadennoù e c'hell loened zo +lakaat gerioù asambles evit sevel frazennoù. +Pe lakaat sonioù asambles kentoc'h. +Pezh 'vez anvet "unvezh mouezhel" (unité vocale e galleg). +Ha pa gomzan eus loened eo kentoc'h deus marmoused zo kaoz, pe primated dre just. +Da skouer zo ur spesad, anvet Cercopithecus nictitans +(ur marmous gant ur fri gwenn), zo gouest da lâret 2 c'her +pa vez un dra bennak dic'hortoz. +An dra-se vez klevet dreist-holl pa vez ul loupard o tont. +hag ar son-se a vez laosket kentoc'h pa vez un egl nepel. +Gall' ra an huchadennoù-se reiñ un tammig aon d'al loupard pe d'an egl, +met dreist-holl 'vez roet da c'hoût d'ar strollad zo ur preizher. + +Pa vez huchet an 2 asambles 'at, da skouer ur "pyow" ha meur a "hack" +vez splannoc'h respont ar strollad : mont a reont kuit diouzhtu war-lerc'h. +Amañ neuze "Pyow" a dalv "loupard", "hack" a dalv "egl" +ha "pyow hack hack" a dalv "mont a reomp kuit". +Ur ster nevez zo gant ur sekañs gerioù. + +Gant ar marmoused bras, 'giz ar bonoboed, zo traoù heñvel : +komz a reont pa gavont boued, ha deus pegen mat, +pegen dibar eo ar boued 'vez an huchadennoù +Studiet eo bet an huchadennoù-se gant Zanna Clay ha Klaus Zuberbühler, +hag embannet eo bet an disoc'hoù war ur pennad er journal skiantel PLoS One e 2011. +Enrollet zo bet ganto bonoboed o doa kavet avaloù. +Pe bonoboed o doa kavet kiwioù. +Dav eo goût : kavout a reont kalz gwelloc'h ar c'hiwioù. +Ne reont ket ar memes huchadennoù neuze : uheloc'h eo pa gavont kiwioù. +Pezh zo bet graet gant an enrolladennoù-se, 'oa lakaat bonoboed all da glevet anezho. +Boaziet 'oa bet ar bonoboed-se da gavout kiwioù en ul lec'h, +hag avaloù en ul lec'h all. +Ha petra a c'hoarveze gant enrolladenn ur bonobo o kavout kiwioù ? +Ar bonoboed a glaske boued kentoc'h e lec'h ar c'hiwioù. +Hag ar c'hontrol gant an enrolladenn all, enrolladenn an avaloù. +Ar marmoused a glaske kentoc'h e lec'h an avaloù. +Da lâret eo, ar sekañsoù huchadennoù a dalv un dra bennak resis evit ar bonoboed. +Liammet eo sekañs-mañ-sekañs deus ur ster (kiwioù pe avaloù), +pe da nebeutañ deus un emzalc'h (klask e lec'h-mañ-lec'h). + +Met e gwirionez gant an enklask-mañ eo diaes goût penaos 'vez komprenet an enrolladennoù gant ar marmoused. +Hag ur ster zo d'ar sekañsoù huchadennoù ? +Peotramant vez ket klevet gant ar bonoboed 'met an uhelder da skouer ? + + +Ur studiadenn nevez embannet a ro respontoù. +Gant marmoused all ar wech-mañ: gant chimpazeed. +Embannet eo bet e miz Mae 2023 er journal Nature Communications gant ur skipailh eus bro Suis. +Goût a ouzomp vez implijet gerioù ispisial gant ar chimpanzeed. +Gerioù 'giz "huu" pa vezont souezhet pe p'o dez aon. +Un alarm eo en ur mod. +Ur galv all zo, "waa", a vez implijet e meur a zegouez. +Da skouer e-kerzh ar chase pe pa vez gwelet ur preizher. +Merzet 'zo bet ivez e vez bodet an daou c'her a-wechoù. +Hag an dra-se a c'hoarvez pa vez gwelet un naer da skouer. +Ar skipailh en deus divizet labourat war ar gerioù-se, oc'h unan pe lakaet asambles. + +Un taol arnod kentañ zo bet graet. +Lakaet zo bet un naer plouzet, ur serpant plouzet, e-kichen ur strollad chimpazeed. +Un tamm spontet vezont dirak ar serpanted, +ha dreist-holl e klaskont goût pelec'h emaint 'vit nompas kerzhout warno. +Ganto zo bet huchet diouzhtu "huu" pe "huu-waa". + +Evit klask kompren an diforc'h etre ar gerioù-se lakaet asambles pe pas, +zo bet graet un taol esae all. +Un taol-esae gant un uhelgomzer. +Lakaet zo bet da baseal ar gerioù, oc'h unan pe asambles. +Dre vras, ne c'hoarveze ket kalz traoù gant ar gerioù oc'h unan. +Er c'hontrol, gant "huu-waa", ar chimpazeed o deus sellet deus an uhelgomzer, +hep gortoz, ha sellet o deus deuzoutañ e-pad pell. +Da lâret eo e oant strafuilhet. +Un nebeud chimpazeed o deus krapet er gwez memes, +evit chom pell deus ar pezh a vefe ur serpant +met 'vit gwelet anezhañ memes tra. +O respont a oa kreñvoc'h neuze. +Un trede ster a sav diwar an 2 c'her lakaet asambles. + +N'haller ket goût petra sifini dre-just ar galv. +N'eus nemet martezeadennoù : +marteze 'vez kreñvaet ar "huu" gant ar "waa", +evit lâret "dañjer bras" e plas "dañjer" nemetken. +Pe mod-all vez liammet an 2 evit lâret "dañjer", "deuit amañ diouzhtu" + +Ret 'vo sevel studiadennoù all evit kompren un tamm muioc'h yezh ar chimpazeed. + +Pezh zo sur : un doare ereadurezh pe sintaks, vez implijet gant ar chimpanzeed. +Gouest int da implijout traoù heñvel deus hor gerioù deomp-ni. +Gerioù zo dezho ur ster disheñvel pa vezont lakaet asambles gant gerioù all. +An dra-se a dalv vez kavet ereadurezh gant hor c'hendirvi dostañ, ar chimpazeed. Sur a-walc'h e oa deuzouti ivez gant ar gourdad boutin deomp (notre ancêtre commun) +a oa war an douar tro 10 milion a vloavezhioù zo. +En ur genderc'hel da studiañ gerioù ar marmoused e vo komprenet gwelloc'h, a dra sur, +orin an ereadurezh, a zo koshoc'h vit ar pezh a oa soñjet a-raok. + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/30-marmouzed-ereadurezh/marmouzedHagEreadurezh.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/30-marmouzed-ereadurezh/marmouzedHagEreadurezh.jpg new file mode 100644 index 0000000..7ece8c7 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/30-marmouzed-ereadurezh/marmouzedHagEreadurezh.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/31-an-teureuged/anTeureuged.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/31-an-teureuged/anTeureuged.jpg new file mode 100644 index 0000000..d208f59 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/31-an-teureuged/anTeureuged.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/31-an-teureuged/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/31-an-teureuged/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..34d1e08 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/31-an-teureuged/index.br.md @@ -0,0 +1,128 @@ +--- +title: "#31 An teureuged" +date: 2023-09-13T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anTeureuged.jpg" +slug: "31-an-teureuged" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An teureuged**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-teureuged-hag-an-tredan). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-teureuged-hag-an-tredan/embed/light" >}} + +--- + +Brav eo an amzer hiziv, deomp da bourmen ! +Met pelec'h ? +Mmh, er c'hoad marteze ? +Met da ziwall zo, gall' reomp bezañ taget. +Vo ket komzet eus ar bleizi na eus ar sarpanted hiziv. +Kontet 'vo eus traoù bihanoc'h kentoc'h : an teureuged, les tiques. +Ur bern traoù zo da zeskiñ diwar o fenn ! + +Petra eo an teureuged neuze ? +Pe an tarlasked, pe an tilhed, 'giz 'vez lâret mod-all ? +Araknid int, 'giz ar c'hevnid. +N'emaint ket er memes familh 'vat, met en unan all : familh an akarianed. +Bihan-bihan int, etre 3 ha 6 mm, ar pezh zo bras a-walc'h evit an akarianed. +Kavet 'vezont war ar plant bihan, 'giz ar geot pe al louzoù, hag aze, emaint o c'hortoz. + +O c'hortoz un ostiz emaint. +Rak parazited pe loened arvevat int. +Bevañ a reont diwar un ostiz. +Pe meur a hini evit a sell ouzh an teureuged. +'Maon o vont da gontañ deoc'h kelc'hiad o buhez. +'Giz loened rummad an artropoded o deus an teureuged meur a stumm e-korf o buhez. + +Kregiñ a ra gant ur vi. + +En nevez-amzer e teu ul larvenn diwar ar vi-mañ. +Klask a ra un ostiz evit debriñ he fred kentañ : +ul loen bihan a-walc'h (ul labous da skouer, pe ur bronneg bihan). +Chom a ra war an ostiz an hañv-pad, ma'g'eo gouest. +'Pad ar prantad-mañ eo krog-mat er c'hroc'hen, ha sunañ a ra gwad an ostiz. +En diskar-amzer e kouezh, debret he deus trawalc'h, ha muzañ a ra, cheñch a ra. +Dont a ra da nimfenn. + +An nimfenn a c'hortoz an nevez amzer war-lerc'h evit klask un ostiz all, e-pad an hañv ivez. +P'he deus lonket gwad a-walc'h, en diskar-amzer e kouezh en-dro ha, a-benn ar fin e teu en oad. + +En nevez-amzer goude, e klask an ostiz diwezhañ, ul loen brasoc'h ar wech-mañ : +ur c'hi, ur vuoc'h, pe c'hoazh un den… +Ar parezed a glask ar pared, ha strujañ a reont war an ostiz. +Da c'houde e krog ar parezed 'barzh ar c'hroc'hen evit sunañ gwad ur wech diwezhañ. + +Ha war-lerc'h e kouezhont ur wech all war al leur evit dozviñ vioù, milieroù anezho. + +Hag adkroget ar c'helc'hiad gant pep hini eus ar vioù-se + + + +Dav eo goût : n'eo ket an teureuged a zo dañjerus. +'Vez ket lonket kalz gwad, pegen bihan int. +Met an teureuged n'int ket oc'h unan ! +Alies e teuont gant baktiri anvet Borrelia, hag ar re-se zo dañjerus. +Hervez an Inrae (an institud a ra enklaskoù diwar-benn al labour douar hag an endro), +30% eus an teureuged a vefe ar Borrelia en enno, e Frañs. +Ma vez un den kroget gant un teureug eñfektet e c'hell bezañ eñfektet ivez. +Gall' ra 'n em gavet klañv gant ur c'hleñved anvet borrelioz pe kleñved Lyme, la maladie de Lyme. +Ha n'eo ket brav ar c'hleñved-mañ, me 'lâr deoc'h. + +Er penn-kentañ n'eus ke'met un tach ruz war ar c'hroc'hen, a ya war vrasaat. + +War-lerc'h, goude un nebeud sizhunioù hep louzoù (hep antibiotikoù), +e ya ar baktiri un tammig peplec'h er c'horf. +Klask a reont eñfektiñ lodennoù zo. + +Artrit a c'hell bezañ da skouer, dreist-holl gant ar vugale. +Ar baktiri a ya d'ur c'houbl, d'un artikulation, ur glin da skouer, ha poan a ra. + +Ur skuizhder spontus a c'hell bezañ ivez, gant diaestaerioù evit prederiañ ha bezañ aketus. + +Met dre chañs 'zo antibiotikoù, ha gras dezho e c'heller pareañ an dud tapet gant ar borrelioz. + +Ma, un tamm tristik ar gronikenn. +Met keloù mat zo, emañ skipailhoù skiantel o labourat war an afer ! +Da skouer oa bet embannet ur studiadenn e miz Even 2023 e Current Biology +gant ur skipailh eus skolveur Bristol, e bro Saoz. +C'hoariet o deus gant teureuged ha gant tredan statek, l'électricité statique. +Merzhet o deus e vez desachet an teureuged gant feur ul loen bennak pa vez leun a dredan statek. +Ha merzet zo bet ivez e vez karget feur al loened, +da lâret eo e vez berniet an tredan statek, pa vezont o fiñval en oc'h endro, +o frotañ ouzh ar plant lakaomp. +Ha neuze gant ur feur leun a dredan e vez desachet an teureuged, +hep na vefe graet tra 'bet ganto, hep na vefe lammet memes. +Ret eo bezañ tost memestra : un nebeud milimetroù pe sañtimetroù d'ar muiañ, +met efedus e seblant bezañ, da nebeutañ evit chom peget ouzh an ostizien + +Gwir eo n'eo ket gwall fetis ar studiadenn-mañ marteze. +Unan all zo bet embannet, e fin miz Gouere 2023 er journal Microbiome. +Savet zo bet gant ar skipailh ur vaksin ha n'eo ket eeun, da lâret eo, +'vez ket vaksinet an dud, 'vez ket vaksinet an teureuged met… an ostizien all. +Da skouer, ul logodenn. +Ar vaksin a zo ur baktiri all e gwirionez, unan ha ne ra ket zroug. +Ur wech lakaet e korf al logodenn e komañs houmañ da sevel enepkorfoù, des anticorps. +En em zifen a ra. +Ha setu giz-se vez lonket an enepkorfoù-se gant an teureug a glask sunañ ar gwad. +Ha kavet zo bet neuze, zo kalz nebeutoc'h a vaktiri Borrelia en teureug-mañ war-lerc'h. +Bihanoc'h ar riskl e vefe treuzkaset ar c'hleñved Lyme. +Mont a ra war-raok ! + + +Hiziv hon eus graet un tamm pourmenadenn er c'hoad. +Graet hon eus anaoudegezh gant an teureuged hag ar baktiri Borrelia. +Un daouad a c'hell bezañ dañjerus. +Met gwelet hon eus ivez e vez brasaet ar gouiziegezh bemdez. +Daoust da se eo gwelloc'h diwall memestra. +Ha goude ur bourmenadenn en natur, er c'hoad, teurel ur sell deus ar c'horf penn-da-benn ! + +Un draig evit echuiñ : m'ho peus c'hoant da gemer perzh en araokadennoù skiantel war an dachenn-mañ +e c'hellit mont war al lec'hienn "[citique.fr](https://citique.fr)", +e lec'h ma c'hallit signaliñ flemmadennoù, +ha sikour ar skipailhoù skiantel da gartennaouiñ an teureuged. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/31-an-teureuged/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/31-an-teureuged/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..2fe5020 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/31-an-teureuged/index.fr.md @@ -0,0 +1,128 @@ +--- +title: "#31 An teureuged" +date: 2023-09-13T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anTeureuged.jpg" +slug: "31-an-teureuged" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**An teureuged**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-teureuged-hag-an-tredan). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-teureuged-hag-an-tredan/embed/light" >}} + +--- + +Brav eo an amzer hiziv, deomp da bourmen ! +Met pelec'h ? +Mmh, er c'hoad marteze ? +Met da ziwall zo, gall' reomp bezañ taget. +Vo ket komzet eus ar bleizi na eus ar sarpanted hiziv. +Kontet 'vo eus traoù bihanoc'h kentoc'h : an teureuged, les tiques. +Ur bern traoù zo da zeskiñ diwar o fenn ! + +Petra eo an teureuged neuze ? +Pe an tarlasked, pe an tilhed, 'giz 'vez lâret mod-all ? +Araknid int, 'giz ar c'hevnid. +N'emaint ket er memes familh 'vat, met en unan all : familh an akarianed. +Bihan-bihan int, etre 3 ha 6 mm, ar pezh zo bras a-walc'h evit an akarianed. +Kavet 'vezont war ar plant bihan, 'giz ar geot pe al louzoù, hag aze, emaint o c'hortoz. + +O c'hortoz un ostiz emaint. +Rak parazited pe loened arvevat int. +Bevañ a reont diwar un ostiz. +Pe meur a hini evit a sell ouzh an teureuged. +'Maon o vont da gontañ deoc'h kelc'hiad o buhez. +'Giz loened rummad an artropoded o deus an teureuged meur a stumm e-korf o buhez. + +Kregiñ a ra gant ur vi. + +En nevez-amzer e teu ul larvenn diwar ar vi-mañ. +Klask a ra un ostiz evit debriñ he fred kentañ : +ul loen bihan a-walc'h (ul labous da skouer, pe ur bronneg bihan). +Chom a ra war an ostiz an hañv-pad, ma'g'eo gouest. +'Pad ar prantad-mañ eo krog-mat er c'hroc'hen, ha sunañ a ra gwad an ostiz. +En diskar-amzer e kouezh, debret he deus trawalc'h, ha muzañ a ra, cheñch a ra. +Dont a ra da nimfenn. + +An nimfenn a c'hortoz an nevez amzer war-lerc'h evit klask un ostiz all, e-pad an hañv ivez. +P'he deus lonket gwad a-walc'h, en diskar-amzer e kouezh en-dro ha, a-benn ar fin e teu en oad. + +En nevez-amzer goude, e klask an ostiz diwezhañ, ul loen brasoc'h ar wech-mañ : +ur c'hi, ur vuoc'h, pe c'hoazh un den… +Ar parezed a glask ar pared, ha strujañ a reont war an ostiz. +Da c'houde e krog ar parezed 'barzh ar c'hroc'hen evit sunañ gwad ur wech diwezhañ. + +Ha war-lerc'h e kouezhont ur wech all war al leur evit dozviñ vioù, milieroù anezho. + +Hag adkroget ar c'helc'hiad gant pep hini eus ar vioù-se + + + +Dav eo goût : n'eo ket an teureuged a zo dañjerus. +'Vez ket lonket kalz gwad, pegen bihan int. +Met an teureuged n'int ket oc'h unan ! +Alies e teuont gant baktiri anvet Borrelia, hag ar re-se zo dañjerus. +Hervez an Inrae (an institud a ra enklaskoù diwar-benn al labour douar hag an endro), +30% eus an teureuged a vefe ar Borrelia en enno, e Frañs. +Ma vez un den kroget gant un teureug eñfektet e c'hell bezañ eñfektet ivez. +Gall' ra 'n em gavet klañv gant ur c'hleñved anvet borrelioz pe kleñved Lyme, la maladie de Lyme. +Ha n'eo ket brav ar c'hleñved-mañ, me 'lâr deoc'h. + +Er penn-kentañ n'eus ke'met un tach ruz war ar c'hroc'hen, a ya war vrasaat. + +War-lerc'h, goude un nebeud sizhunioù hep louzoù (hep antibiotikoù), +e ya ar baktiri un tammig peplec'h er c'horf. +Klask a reont eñfektiñ lodennoù zo. + +Artrit a c'hell bezañ da skouer, dreist-holl gant ar vugale. +Ar baktiri a ya d'ur c'houbl, d'un artikulation, ur glin da skouer, ha poan a ra. + +Ur skuizhder spontus a c'hell bezañ ivez, gant diaestaerioù evit prederiañ ha bezañ aketus. + +Met dre chañs 'zo antibiotikoù, ha gras dezho e c'heller pareañ an dud tapet gant ar borrelioz. + +Ma, un tamm tristik ar gronikenn. +Met keloù mat zo, emañ skipailhoù skiantel o labourat war an afer ! +Da skouer oa bet embannet ur studiadenn e miz Even 2023 e Current Biology +gant ur skipailh eus skolveur Bristol, e bro Saoz. +C'hoariet o deus gant teureuged ha gant tredan statek, l'électricité statique. +Merzhet o deus e vez desachet an teureuged gant feur ul loen bennak pa vez leun a dredan statek. +Ha merzet zo bet ivez e vez karget feur al loened, +da lâret eo e vez berniet an tredan statek, pa vezont o fiñval en oc'h endro, +o frotañ ouzh ar plant lakaomp. +Ha neuze gant ur feur leun a dredan e vez desachet an teureuged, +hep na vefe graet tra 'bet ganto, hep na vefe lammet memes. +Ret eo bezañ tost memestra : un nebeud milimetroù pe sañtimetroù d'ar muiañ, +met efedus e seblant bezañ, da nebeutañ evit chom peget ouzh an ostizien + +Gwir eo n'eo ket gwall fetis ar studiadenn-mañ marteze. +Unan all zo bet embannet, e fin miz Gouere 2023 er journal Microbiome. +Savet zo bet gant ar skipailh ur vaksin ha n'eo ket eeun, da lâret eo, +'vez ket vaksinet an dud, 'vez ket vaksinet an teureuged met… an ostizien all. +Da skouer, ul logodenn. +Ar vaksin a zo ur baktiri all e gwirionez, unan ha ne ra ket zroug. +Ur wech lakaet e korf al logodenn e komañs houmañ da sevel enepkorfoù, des anticorps. +En em zifen a ra. +Ha setu giz-se vez lonket an enepkorfoù-se gant an teureug a glask sunañ ar gwad. +Ha kavet zo bet neuze, zo kalz nebeutoc'h a vaktiri Borrelia en teureug-mañ war-lerc'h. +Bihanoc'h ar riskl e vefe treuzkaset ar c'hleñved Lyme. +Mont a ra war-raok ! + + +Hiziv hon eus graet un tamm pourmenadenn er c'hoad. +Graet hon eus anaoudegezh gant an teureuged hag ar baktiri Borrelia. +Un daouad a c'hell bezañ dañjerus. +Met gwelet hon eus ivez e vez brasaet ar gouiziegezh bemdez. +Daoust da se eo gwelloc'h diwall memestra. +Ha goude ur bourmenadenn en natur, er c'hoad, teurel ur sell deus ar c'horf penn-da-benn ! + +Un draig evit echuiñ : m'ho peus c'hoant da gemer perzh en araokadennoù skiantel war an dachenn-mañ +e c'hellit mont war al lec'hienn "[citique.fr](https://citique.fr)", +e lec'h ma c'hallit signaliñ flemmadennoù, +ha sikour ar skipailhoù skiantel da gartennaouiñ an teureuged. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/32-pollenan-er-mor/arPollenanErMor.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/32-pollenan-er-mor/arPollenanErMor.jpg new file mode 100644 index 0000000..530036e Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/32-pollenan-er-mor/arPollenanErMor.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/32-pollenan-er-mor/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/32-pollenan-er-mor/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..854a4c8 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/32-pollenan-er-mor/index.br.md @@ -0,0 +1,116 @@ +--- +title: "#32 Ar pollenañ er mor" +date: 2023-09-27T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arPollenanErMor.jpg" +slug: "32-pollenan-er-mor" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar pollenañ er mor**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-pollenan-er-mor). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-pollenan-er-mor/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv vo kontet eus plant. +Eus ar plant vez kavet war an douar, ha eus ar re vez kavet er mor ivez, ar bezhin. +Ha graet e vo un tamm beaj en amzer dremenet ivez, pell pell zo, evit klask orin ar pellenañ. +Prest oc'h ? Deomp dezhi ! + +Goût a rit petra eo ar pollen hag ar pollenañ moarvat, la pollinisation. +Ur gwir dachenn enklask eo e gwirionez. +E familh bras an Anjiosperm vez gwelet dreist-holl. +Ar familh-mañ eo familh ar plant gant bleuñioù, 'giz ar roz, +an avaloù douar, ar gwinizh memes pe an derv. +Pal ar pollenañ eo lakaat ar gametoù par (les gamètes mâles), ar pollen amañ, +e darempred gant ar gametoù parez (les gamètes femelles), da lâret eo, ar vielloù. +Dre emdroadur ar spesadoù zo bet implijet tamm-ha-tamm meur a strategiezh : +leuskel an avel da gas ar pollen da skouer. +Met gwelet vez kalz muioc'h ur strategiezh all : ur c'henlabour gant loened zo, +ha dreist-holl gant an amprevaned, 'giz ar gwenan. +Ha mont a ra pelloc'h c'hoazh peogwir o deus ar plant hag amprevaned zo, ken-emdroed, "coévolué". +Abaoe pell pell zo en em glevont mat-tre, hag en em azasaet int an eil re deus ar re all. +Deuet eo da vezañ ur siñbioz hag un eskemm a zegas traoù mat d'an holl memes. +Ar plant vez pollenet : gras d'an amprevanet e c'hellont strujañ hag ober greun. +Eus an tu all e vez produet gant ar bleuñioù nektar da vagañ an amprevaned, +lod anezho zo gouest d'ober mel war-lerc'h. + +Er mare-mañ vez studiet kalz ar pollenañ, dreist-holl pollenañ ar plant a vez debret ganeomp evel-just. Komprenet ho peus eo ret ar pollenañ evit kaout legumaj pe frouezh. +Siwazh gant cheñchamant an hin ha saotradur hon endro e teu da vezañ bresk ar simbioz-se. + +N'eo ket bet studiet kement-se ar pollenañ er mor avat. +Meur a abeg 'oa : +Da gentañ penn eo gouest ar gametoù, dre vras, da neuial, ha da gavout ar gametoù all. +Hag ouzhpenn da se e vezont kaset dre red an dour. +Neuze soñjet e veze n'eus ket a bollenañ dre al loened er mor. +Ha koulskoude… + + +Koulskoude zo bet kavet ur blantenn zo sikouret da strujañ gant loened, da laret eo : pollenañ er mor. +Embannet oa bet ur studiadenn gant ur skipailh kaset gant Brigitta van Tussenbroek +e 2016 er journal Nature Communications. +Studiet o deus un angiosperme a zo en dour, Thalassia testudinum. +Un doare geot eo, a zo e strad ar mor, er morioù trovanel, e mor Karib da skouer. +N'eo ket ur spesad bezhin, met ur gwir blant, +zo emdroet tamm-ha-tamm evit mont da vevañ en dour en-dro. +Ha setu giz-se zo bleuñioù gwir ganto. +Merzet zo bet zo kalzik a loened bihan a ya da welet ar bleuñioù. +Al loened bihan-se zo divellkeinek (invertébrés), +giz preñved pe larvennoù loened brasoc'h giz kranked, pe me oar me. +Dre daolioù arnod 'ba akwariomoù zo bet lakaet war wel e ya ar re-se da welet ar bleuñioù pared, +hag ar re barezed, ha degas a reont ganto ar pollen. +Gallout a rafent gwellaat ar pollenañ neuze. +Hag e reont ! Lakaet zo bet war wel vez speriet pe fekoñdet kalz muioc'h ar bleuñioù +pa vez al loened tro-dro ! +Pollenañ zo en dour neuze. +En degouezh-mañ zo ur meskaj etre ar pollenañ gant an dour hag ar pollenañ gant al loened, +'giz vez kavet war an douar a-wechoù e gwirionez. +Gwir eo e c'hoarvez er mor met… feiz. +C'hoarvezout a ra d'un diskennad eus ar plant gant bleuñioù, neuze n'eo ket ken souezhus-se… +Er c'hontrol, bamus vije bet ma vije c'hoarvezet d'ur seurt bezhin da skouer… + +Ha just a-walc'h, ur skipailh eus Rosko e Penn ar Bed en deus kavet ur bezhin ispisial… +Ar skipailh-mañ, kaset gant Emma Lavaut, 'neus embannet an disoc'hoù er journal brudet-tre Science e 2022. +O studiañ ur spesad resis e oant : Gracilaria gracilis, ur bezhin ruz. +M'ho peus c'hoant da c'hoût muioc'h diwar-benn ar bezhin e c'hallit selaou an heuliadenn "Ar bezhin" +savet gant Tunvezh Glwagen-Grandjean, war radiobreizh.bzh pe radiokerne.bzh. +Pezh zo un tamm dibar d'ar spesad-mañ eo n'eo ket gouest ar gametoù da neuial : +n'o deus ket a lost. +Ne vefe ket fall d'ar spesad-mañ bezañ sikoured evit strujañ neuze. +Ar skipailh a ouie e vez kavet alies tro-dro d'ar bezhin-mañ loened bihan. +Kesteneged, des crustacés, atav ar memes re : Idotea balthica. +Pezh a ra ar re-se eo debriñ an tammoù bezhin bihan a gresk war-c'horre ar bezhin ruz. +An tammoù bihan-se zo parazited e gwirionez. +Graet o deus taolioù-arnod evit goût ha pollenet 'vez ar bezhin gant Idotea. +Da gentañ o deus lakaet ar bezhin en akwariomoù, gant pe hep Idotea. +Hag an disoc'h oa sklêr-tre. +Hep idotea, oa nebeut tre a speriañ. +Ha gant idotea e oa betek 20 gwech muioc'h a speriañ. +Ouzhpenn da se zo bet gwiriet gant mikroskopoù eo peget ar gametoù par deus an idotea, +evit diskouez n'eo ket blam d'ar red dour savet gant al loened o fiñval vez pollenet ar bezhin. +Ha ne oa ket : ar gametoù par a zo peget-mat deus al loened. + + +Ar wech kentañ eo gwelet loened a sikour ur spesad bezhin, bezhin ruz amañ, da speriañ. +Ouzhpenn sikour da speriañ a reont e gwirionez : debriñ a reont ar bezhin parazit. +Ha deus an tu all e implijont ar bezhin evel goudor ivez. +Ur gwir siñbioz eo. +Tost-tre eo deus ar pezh vez kavet war an douar neuze ! + +An dra-se a lak ar skiantourien hag ar skiantourezed da soñjal. +Chañs zo e vefe en em gavet ar pollenañ war an douar 140 milion a vloavezhioù zo, +da vare ma oa emdroet ar plant gant bleuñioù. +Bremañ e ouzomp zo pollenañ er mor ivez. +Hag ar bezhin ruz zo kalz koshoc'h, en em gavet eo 900 milion a vloavezhioù zo ! +Hag al loened lieskelligek oa en em gavet tro 600 milion a vloavezhioù zo. +Ar pollenañ kentañ en defe gellet c'hoarvezout adalek ar poent-se neuze. + +Diaes eo goût pegoulz resis zo bet pollenet ur blantenn evit ar wech kentañ. +Pezh zo sur 'vat, vo ket gwelet ar pollenañ memes mod ken +gant ar skiantourien hag ar skiantourezed bremañ. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/32-pollenan-er-mor/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/32-pollenan-er-mor/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..b4023c8 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/32-pollenan-er-mor/index.fr.md @@ -0,0 +1,116 @@ +--- +title: "#32 Ar pollenañ er mor" +date: 2023-09-27T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arPollenanErMor.jpg" +slug: "32-pollenan-er-mor" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar pollenañ er mor**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-pollenan-er-mor). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-pollenan-er-mor/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv vo kontet eus plant. +Eus ar plant vez kavet war an douar, ha eus ar re vez kavet er mor ivez, ar bezhin. +Ha graet e vo un tamm beaj en amzer dremenet ivez, pell pell zo, evit klask orin ar pellenañ. +Prest oc'h ? Deomp dezhi ! + +Goût a rit petra eo ar pollen hag ar pollenañ moarvat, la pollinisation. +Ur gwir dachenn enklask eo e gwirionez. +E familh bras an Anjiosperm vez gwelet dreist-holl. +Ar familh-mañ eo familh ar plant gant bleuñioù, 'giz ar roz, +an avaloù douar, ar gwinizh memes pe an derv. +Pal ar pollenañ eo lakaat ar gametoù par (les gamètes mâles), ar pollen amañ, +e darempred gant ar gametoù parez (les gamètes femelles), da lâret eo, ar vielloù. +Dre emdroadur ar spesadoù zo bet implijet tamm-ha-tamm meur a strategiezh : +leuskel an avel da gas ar pollen da skouer. +Met gwelet vez kalz muioc'h ur strategiezh all : ur c'henlabour gant loened zo, +ha dreist-holl gant an amprevaned, 'giz ar gwenan. +Ha mont a ra pelloc'h c'hoazh peogwir o deus ar plant hag amprevaned zo, ken-emdroed, "coévolué". +Abaoe pell pell zo en em glevont mat-tre, hag en em azasaet int an eil re deus ar re all. +Deuet eo da vezañ ur siñbioz hag un eskemm a zegas traoù mat d'an holl memes. +Ar plant vez pollenet : gras d'an amprevanet e c'hellont strujañ hag ober greun. +Eus an tu all e vez produet gant ar bleuñioù nektar da vagañ an amprevaned, +lod anezho zo gouest d'ober mel war-lerc'h. + +Er mare-mañ vez studiet kalz ar pollenañ, dreist-holl pollenañ ar plant a vez debret ganeomp evel-just. Komprenet ho peus eo ret ar pollenañ evit kaout legumaj pe frouezh. +Siwazh gant cheñchamant an hin ha saotradur hon endro e teu da vezañ bresk ar simbioz-se. + +N'eo ket bet studiet kement-se ar pollenañ er mor avat. +Meur a abeg 'oa : +Da gentañ penn eo gouest ar gametoù, dre vras, da neuial, ha da gavout ar gametoù all. +Hag ouzhpenn da se e vezont kaset dre red an dour. +Neuze soñjet e veze n'eus ket a bollenañ dre al loened er mor. +Ha koulskoude… + + +Koulskoude zo bet kavet ur blantenn zo sikouret da strujañ gant loened, da laret eo : pollenañ er mor. +Embannet oa bet ur studiadenn gant ur skipailh kaset gant Brigitta van Tussenbroek +e 2016 er journal Nature Communications. +Studiet o deus un angiosperme a zo en dour, Thalassia testudinum. +Un doare geot eo, a zo e strad ar mor, er morioù trovanel, e mor Karib da skouer. +N'eo ket ur spesad bezhin, met ur gwir blant, +zo emdroet tamm-ha-tamm evit mont da vevañ en dour en-dro. +Ha setu giz-se zo bleuñioù gwir ganto. +Merzet zo bet zo kalzik a loened bihan a ya da welet ar bleuñioù. +Al loened bihan-se zo divellkeinek (invertébrés), +giz preñved pe larvennoù loened brasoc'h giz kranked, pe me oar me. +Dre daolioù arnod 'ba akwariomoù zo bet lakaet war wel e ya ar re-se da welet ar bleuñioù pared, +hag ar re barezed, ha degas a reont ganto ar pollen. +Gallout a rafent gwellaat ar pollenañ neuze. +Hag e reont ! Lakaet zo bet war wel vez speriet pe fekoñdet kalz muioc'h ar bleuñioù +pa vez al loened tro-dro ! +Pollenañ zo en dour neuze. +En degouezh-mañ zo ur meskaj etre ar pollenañ gant an dour hag ar pollenañ gant al loened, +'giz vez kavet war an douar a-wechoù e gwirionez. +Gwir eo e c'hoarvez er mor met… feiz. +C'hoarvezout a ra d'un diskennad eus ar plant gant bleuñioù, neuze n'eo ket ken souezhus-se… +Er c'hontrol, bamus vije bet ma vije c'hoarvezet d'ur seurt bezhin da skouer… + +Ha just a-walc'h, ur skipailh eus Rosko e Penn ar Bed en deus kavet ur bezhin ispisial… +Ar skipailh-mañ, kaset gant Emma Lavaut, 'neus embannet an disoc'hoù er journal brudet-tre Science e 2022. +O studiañ ur spesad resis e oant : Gracilaria gracilis, ur bezhin ruz. +M'ho peus c'hoant da c'hoût muioc'h diwar-benn ar bezhin e c'hallit selaou an heuliadenn "Ar bezhin" +savet gant Tunvezh Glwagen-Grandjean, war radiobreizh.bzh pe radiokerne.bzh. +Pezh zo un tamm dibar d'ar spesad-mañ eo n'eo ket gouest ar gametoù da neuial : +n'o deus ket a lost. +Ne vefe ket fall d'ar spesad-mañ bezañ sikoured evit strujañ neuze. +Ar skipailh a ouie e vez kavet alies tro-dro d'ar bezhin-mañ loened bihan. +Kesteneged, des crustacés, atav ar memes re : Idotea balthica. +Pezh a ra ar re-se eo debriñ an tammoù bezhin bihan a gresk war-c'horre ar bezhin ruz. +An tammoù bihan-se zo parazited e gwirionez. +Graet o deus taolioù-arnod evit goût ha pollenet 'vez ar bezhin gant Idotea. +Da gentañ o deus lakaet ar bezhin en akwariomoù, gant pe hep Idotea. +Hag an disoc'h oa sklêr-tre. +Hep idotea, oa nebeut tre a speriañ. +Ha gant idotea e oa betek 20 gwech muioc'h a speriañ. +Ouzhpenn da se zo bet gwiriet gant mikroskopoù eo peget ar gametoù par deus an idotea, +evit diskouez n'eo ket blam d'ar red dour savet gant al loened o fiñval vez pollenet ar bezhin. +Ha ne oa ket : ar gametoù par a zo peget-mat deus al loened. + + +Ar wech kentañ eo gwelet loened a sikour ur spesad bezhin, bezhin ruz amañ, da speriañ. +Ouzhpenn sikour da speriañ a reont e gwirionez : debriñ a reont ar bezhin parazit. +Ha deus an tu all e implijont ar bezhin evel goudor ivez. +Ur gwir siñbioz eo. +Tost-tre eo deus ar pezh vez kavet war an douar neuze ! + +An dra-se a lak ar skiantourien hag ar skiantourezed da soñjal. +Chañs zo e vefe en em gavet ar pollenañ war an douar 140 milion a vloavezhioù zo, +da vare ma oa emdroet ar plant gant bleuñioù. +Bremañ e ouzomp zo pollenañ er mor ivez. +Hag ar bezhin ruz zo kalz koshoc'h, en em gavet eo 900 milion a vloavezhioù zo ! +Hag al loened lieskelligek oa en em gavet tro 600 milion a vloavezhioù zo. +Ar pollenañ kentañ en defe gellet c'hoarvezout adalek ar poent-se neuze. + +Diaes eo goût pegoulz resis zo bet pollenet ur blantenn evit ar wech kentañ. +Pezh zo sur 'vat, vo ket gwelet ar pollenañ memes mod ken +gant ar skiantourien hag ar skiantourezed bremañ. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/33-kromozom-y/arC'hromozomY.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/33-kromozom-y/arC'hromozomY.jpg new file mode 100644 index 0000000..b272e7a Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/33-kromozom-y/arC'hromozomY.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/33-kromozom-y/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/33-kromozom-y/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..e82c648 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/33-kromozom-y/index.br.md @@ -0,0 +1,88 @@ +--- +title: "#33 Ar c'hromozom Y" +date: 2023-10-11T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arC'hromozomY.jpg" +slug: "33-kromozom-y" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar c'hromozom Y**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-chromozom-y). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-chromozom-y/embed/light" >}} + +--- +Er gronikenn Brav ha Bev zo bet savaret eus an ADN meur a wech dija. +Hiziv vo savaret eus ul lodenn eus an ADN : ar c'hromozom Y pe "le chrosomose Y" m'ho peus c'hoant. + +Krogomp gant un nebeud adweladennoù memestra. +An ADN zo ur volekulenn vras. +War-bouez un nebeud munudoù, vez kavet ADN 'barzh an holl gelligoù eus hor c'horf. +Ar memes ADN zoken. +En ADN vez kavet lizherennoù, peder anezho dre-just : A, T, C ha G. +Ur skeudenn vez implijet evit komz eus an ADN : lakaomp e vefe an ADN 'giz ul levr. +B'al levr-mañ vefe lizherennoù, ar 4 lizherenn, mat. +Bodet vezont evit sevel gerioù : ar gerioù vefe ar jenoù, les gènes. +20 000 zo gant an den ! +Hag ar jenoù lakaet asambles a vefe 'giz ur pennad-levr, da lâret eo, ar c'hromozomoù neuze. + +Ar c'hromozomoù en em lak e koubladoù. +En den vez kavet 23 c'houblad. +Unan anezho zo ar c'houblad kromozomoù reizhel, les chromosomes sexuels. +Goût rit, ar c'houblad XX pe XY. +An darn vrasañ eus ar merc'hed o deus ur c'houplad XX, hag an darn vrasañ eus ar baotred o deus ur c'houblad XY. + +Mat, setu evit an adweladennoù. + +Abaoe pell zo emaomp o klask kompren penaos e ya an ADN en-dro ha petra zo skrivet en ennañ. +Sekañset eo bet a-dammoù neuze. +Krouet zo bet ur program e 1988, the Human Genome Project. +Rannet eo bet an ADN e lodennoù da sekañsiñ. +Roet eo bet al labour-mañ da skolveurioù pe kreizennoù publik. +Bro Frañs 'n eus kemeret perzh ivez, dre ar Genoscope zo e Evry, e-kichen Pariz. +E 2001, zo bet embannet ar brouilhoñs kentañ. +Ha tri bloaz war-lerc'h eo bet embannet ar sekañs diwezhañ, ar sekañs klok. +Pe damglok e gwirionez. + +Toulloù a oa, 'blam ma n'eo ket aes sekañsiñ lodennoù zo. +Lodennoù zo leun gant lizherennoù adskrivet hag adskrivet, des séquences répétitives 'giz vez lâret. +Lâret em eus bremaik zo 20 000 jen en ADN. +E gwirionez, ar jenoù a zo kement a daou dregant eus an ADN a-bezh, hepken. +Triwerc'h ha pevar-ugent dregant a chom ! +Ba'r peurrest emañ ar sekañsoù a vez kavet hag adkavet meur a wech, les séquences répétitives. +N'int ket didalvoud 'at ! +Tamm ha tamm hon eus komprenet e vezont implijet e-giz boutonoù da lazhañ ur jen +pe lakaat anezhañ war elum, 'giz ar goulou. +A-bouez int evit pezh vez anvet e galleg "l'expression génétique", an eztaol jenetek. +Met diaes int da sekañsiñ neuze. +Abaoe un nebeud bloavezhioù 'at, omp gouest da lenn anezho, gras da deknologiezhioù nevez. +Ha setu giz-se eo bet sekañset ar c'hromozom Y penn-da-benn e 2023. +Ar c'hromozom-mañ oa an hini diwezhañ da vezañ sekañset en e bezh. +A-benn ar fin eo klok-mat ar jenom ! +Gant al labour-mañ zo bet lakaet war wel 40 jen nevez, a oa dianavezet betek-henn. +Anavezout anezho a c'hellfe sikour evit kompren kleñvejoù jenetik 'zo da skouer, +pe traoù all c'hoazh, piv oar. + +Met, gwelloc'h c'hoazh, embannet zo bet er memes mare ur studiadenn all a ginnig 43 c'hromozom Y. +Rak pep den en deus un ADN disheñvel, ha bezañ gouest da lakaat kichen-ha-kichen an ADN, +a sikour evit kompren pegen disheñvel eo dre-just. +Kavet zo bet en deus emdroet kalz ar c'hromozom Y a-hed an amzer : +e vent, an doare m'eo aozet, ha kement zo. +Reiñ a ra da gompren un tamm gwelloc'h emdroadur jenom an Den. +A-bouez 'vo al labour-mañ evit liammañ jen-mañ-jen 'vez kavet war ar c'hromozom Y +gant ar fenotip, da lâret eo, ar perzhioù vez gwelet war un den. + +Gant sekañs klok ar c'hromozom Y zo bet echuet ul labour oa bet kroget pell zo. +An holl lizherennoù vez kavet e ADN an den zo bet lennet, penn-da-benn ar wech-mañ. +Koulskoude, ouzhpenn ur jenom zo : pep hini ac'hanomp en deus e jenom. +Kalz traoù zo boutin 'tre an holl, evel-just, met 'tro 0,1% eus ar jenom zo disheñvel. +Pezh a ra un difoc'h a 3 milion a lizherennoù etre 2 zen memestra. +Ar bazenn da heul neuze, hag a zo krog dija dindan an anv "the Human Pangenome", +eo sekañsiñ jenom a bep seurt tud, disheñvel an eil re deus ar re all, +evit kompren gwelloc'h liesseurted ar jenomoù, +ha neuze, liesseurted an Den. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/33-kromozom-y/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/33-kromozom-y/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..32c8217 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/33-kromozom-y/index.fr.md @@ -0,0 +1,88 @@ +--- +title: "#33 Ar c'hromozom Y" +date: 2023-10-11T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arC'hromozomY.jpg" +slug: "33-kromozom-y" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar c'hromozom Y**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-chromozom-y). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-chromozom-y/embed/light" >}} + +--- +Er gronikenn Brav ha Bev zo bet savaret eus an ADN meur a wech dija. +Hiziv vo savaret eus ul lodenn eus an ADN : ar c'hromozom Y pe "le chrosomose Y" m'ho peus c'hoant. + +Krogomp gant un nebeud adweladennoù memestra. +An ADN zo ur volekulenn vras. +War-bouez un nebeud munudoù, vez kavet ADN 'barzh an holl gelligoù eus hor c'horf. +Ar memes ADN zoken. +En ADN vez kavet lizherennoù, peder anezho dre-just : A, T, C ha G. +Ur skeudenn vez implijet evit komz eus an ADN : lakaomp e vefe an ADN 'giz ul levr. +B'al levr-mañ vefe lizherennoù, ar 4 lizherenn, mat. +Bodet vezont evit sevel gerioù : ar gerioù vefe ar jenoù, les gènes. +20 000 zo gant an den ! +Hag ar jenoù lakaet asambles a vefe 'giz ur pennad-levr, da lâret eo, ar c'hromozomoù neuze. + +Ar c'hromozomoù en em lak e koubladoù. +En den vez kavet 23 c'houblad. +Unan anezho zo ar c'houblad kromozomoù reizhel, les chromosomes sexuels. +Goût rit, ar c'houblad XX pe XY. +An darn vrasañ eus ar merc'hed o deus ur c'houplad XX, hag an darn vrasañ eus ar baotred o deus ur c'houblad XY. + +Mat, setu evit an adweladennoù. + +Abaoe pell zo emaomp o klask kompren penaos e ya an ADN en-dro ha petra zo skrivet en ennañ. +Sekañset eo bet a-dammoù neuze. +Krouet zo bet ur program e 1988, the Human Genome Project. +Rannet eo bet an ADN e lodennoù da sekañsiñ. +Roet eo bet al labour-mañ da skolveurioù pe kreizennoù publik. +Bro Frañs 'n eus kemeret perzh ivez, dre ar Genoscope zo e Evry, e-kichen Pariz. +E 2001, zo bet embannet ar brouilhoñs kentañ. +Ha tri bloaz war-lerc'h eo bet embannet ar sekañs diwezhañ, ar sekañs klok. +Pe damglok e gwirionez. + +Toulloù a oa, 'blam ma n'eo ket aes sekañsiñ lodennoù zo. +Lodennoù zo leun gant lizherennoù adskrivet hag adskrivet, des séquences répétitives 'giz vez lâret. +Lâret em eus bremaik zo 20 000 jen en ADN. +E gwirionez, ar jenoù a zo kement a daou dregant eus an ADN a-bezh, hepken. +Triwerc'h ha pevar-ugent dregant a chom ! +Ba'r peurrest emañ ar sekañsoù a vez kavet hag adkavet meur a wech, les séquences répétitives. +N'int ket didalvoud 'at ! +Tamm ha tamm hon eus komprenet e vezont implijet e-giz boutonoù da lazhañ ur jen +pe lakaat anezhañ war elum, 'giz ar goulou. +A-bouez int evit pezh vez anvet e galleg "l'expression génétique", an eztaol jenetek. +Met diaes int da sekañsiñ neuze. +Abaoe un nebeud bloavezhioù 'at, omp gouest da lenn anezho, gras da deknologiezhioù nevez. +Ha setu giz-se eo bet sekañset ar c'hromozom Y penn-da-benn e 2023. +Ar c'hromozom-mañ oa an hini diwezhañ da vezañ sekañset en e bezh. +A-benn ar fin eo klok-mat ar jenom ! +Gant al labour-mañ zo bet lakaet war wel 40 jen nevez, a oa dianavezet betek-henn. +Anavezout anezho a c'hellfe sikour evit kompren kleñvejoù jenetik 'zo da skouer, +pe traoù all c'hoazh, piv oar. + +Met, gwelloc'h c'hoazh, embannet zo bet er memes mare ur studiadenn all a ginnig 43 c'hromozom Y. +Rak pep den en deus un ADN disheñvel, ha bezañ gouest da lakaat kichen-ha-kichen an ADN, +a sikour evit kompren pegen disheñvel eo dre-just. +Kavet zo bet en deus emdroet kalz ar c'hromozom Y a-hed an amzer : +e vent, an doare m'eo aozet, ha kement zo. +Reiñ a ra da gompren un tamm gwelloc'h emdroadur jenom an Den. +A-bouez 'vo al labour-mañ evit liammañ jen-mañ-jen 'vez kavet war ar c'hromozom Y +gant ar fenotip, da lâret eo, ar perzhioù vez gwelet war un den. + +Gant sekañs klok ar c'hromozom Y zo bet echuet ul labour oa bet kroget pell zo. +An holl lizherennoù vez kavet e ADN an den zo bet lennet, penn-da-benn ar wech-mañ. +Koulskoude, ouzhpenn ur jenom zo : pep hini ac'hanomp en deus e jenom. +Kalz traoù zo boutin 'tre an holl, evel-just, met 'tro 0,1% eus ar jenom zo disheñvel. +Pezh a ra un difoc'h a 3 milion a lizherennoù etre 2 zen memestra. +Ar bazenn da heul neuze, hag a zo krog dija dindan an anv "the Human Pangenome", +eo sekañsiñ jenom a bep seurt tud, disheñvel an eil re deus ar re all, +evit kompren gwelloc'h liesseurted ar jenomoù, +ha neuze, liesseurted an Den. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/34-medalennou-cnrs/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/34-medalennou-cnrs/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..e37d218 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/34-medalennou-cnrs/index.br.md @@ -0,0 +1,116 @@ +--- +title: "#34 Medalennoù ar CNRS" +date: 2023-12-13T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./medalennouCnrs.jpg" +slug: "34-medalennou-cnrs" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Medalennoù ar CNRS**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/medalennou-ar-cnrs). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/medalennou-ar-cnrs/embed/light" >}} + +--- + + +Hiziv vo lakaet war wel div vaouez er bed skiantel +o deus graet ul labour ken mat ken zo bet roet dezho medalennoù gant ar CNRS. + +Bep bloaz vez roet gant ar CNRS, kreizenn vroadel an enklask skiantel, medalennoù d'he implijidi. +Meur a rummad zo : ar vedalenn aour, n'eus nemet 1 bep bloaz, +a vez roet d'un den en deus meritet anezhi 'blam d'al labour graet a-hed e vuhez. +Medalennoù argant hag arem a zo ivez, +asambles gant medalennoù an traoù nevez, pe inovation, +ha medalennoù kristal, a vez roet d'an ijinourien/ijinourezed, +teknikourien/teknikourezed hag all hag all. + +Evit ar gronikenn-mañ em eus bet c'hoant da lakaat war wel 2 vaouez, +ha kroget 'vo gant unan zo o labourat e Breizh ! + +Claire Hellio he deus bet medalenn an traoù nevez, pe medalenn an nevezadur. +Ganet eo bet e Konk-Kerne hag emañ o labourat bremañ e skolveur Brest. +Goude bezañ studiet ar vevoniezh, pe bioloji m'ho peus c'hoant, +ha tapet ur Maîtrise e bevoniezh poblañsoù ar mor, +he doa graet un dezenn e Konk-Kerne, lec'h ma oa deuet da vezañ arbennikaet war +an doare da gavout molekulennoù interesant diwar ar bezhin. + +Hiziv an deiz eo renerez ur savenn pe un doare laboratouer, +a zo gouest da sikour laboratoueroù all pe embregerezhioù. +Gouest eo ar savenn da reiñ d'ar re-se molekulennoù a-bep seurt, +pe aliañ anezho evit kavout molekulennoù nevez a vefe interesant. +Ha kement-all e tachennoù liesseurt-kenañ : +ar yec'hed, an agroboued, pe c'hoazh ar c'hosmetik. +Klask a ra Claire Hellio hag he skipailh en ober, en ur doujañ d'an endro. +Da skouer, an antifouling, da lâret eo gwareziñ kouc'hoù ar bigi, +les coques des bateaux, deus ar bezhin pe deus boudoù bev all a c'hell en em staliañ. +Pezh a lak ar bagoù da vont gorrekoc'h. +Alies 'vez implijet molekulennoù toksek a c'hell' ober droug d'an ekosistem a-bezh. +Claire Hellio a glask molekulennoù doujusoc'h. + +Gourc'hemennoù dezhi ha d'he skipailh evit ar vedalenn ! + + +Ha gourc'hemennoù ivez da Sandra Lavorel, a zo ar skiantourez +zo bet roet dezhi ar vedalenn aour 2023 ! +Ekologourez eo, studiañ a ra an ekosistemoù, +ha labouret 'deus kalz war servijoù an ekosistemoù, les services écosystémiques. +Un digarez brav evit lakaat ar gaoz war an dra-se ! + +Petra eo servijoù an ekosistemoù neuze ? +Perzhioù mat an ekosistemoù evit an Den, an hini eo. +Da skouer : an oksijen zo produet gant ar plant, +pe pollenañ ar parkeier gant an amprevaned, hag all hag all. + +Evit Sandra Lavorel : « Un ekosistem a c'hell pourchas ar c'hevredigezhioù gant +boued, danvez tan, dafar, met ivez kempouez an hin en ur stokañ karbon, +netaat an dour, ober war-dro ar pollenañ… +Met reiñ a ra ivez perzhioù mat all, e-giz maezioù kaer, +ur bradenn fleuriset, da skouer, hag an dra-se a ra vad. » + +Ar pezh a ra Sandra Lavorel eo klask kompren penaos ar cheñchamantoù hollek +degaset gant an den a gemm servijoù an ekosistemoù. + +Diskouzet he deus zo ul liamm etre an droug a reomp d'an endro, +hag an efedoù 'neus an dra-se war hor c'hevredigezh war-lerc'h. +Da skouer, cheñchamant an hin, asambles gant cheñchamant ba'n douar, +o deus un efed war morfologiezh ar plant, ha fiziologiezh ar plant. +Hag an dra-se a c'hell digresk servijoù an ekosistemoù da heul. + +Evit dont a-benn da sevel seurt liammoù e ranker modelaat, modéliser m'ho peus c'hoant, +kement tra zo en un ekosistem. +Gant keneiled dezhi zo bet studiet ekosistemoù en Alpoù : +da lâret eo « kartennaouiñ, anavezout kement plantenn zo, kement amprevan zo, +ar servijoù roet d'an Den, pe c'hoazh muzuliañ traoù evel feur ar pollenañ, +pegen pollenet eo un dachenn. +Ha goude-se, sevel patromoù diwar ar roadennoù dastumet. » + +Gant ur patrom a ya mat en-dro e c'heller c'hoari gantañ. +Cheñch un draig, ur parametr, ha gwelet penaos e teu da vezañ an disoc'h. +Klask gwelet penaos 'vefe a-benn 50 vloaz, da skouer, gant un hin disheñvel. +Evit bezañ ar resisañ posubl he deus graet, Sandra Lavorel, +taolioù-esae en Alpoù, ha muzuliet he deus ar parametroù +gant temperadurioù tommoc'h, pe nebeutoc'h a zour, pe nebeutoc'h a ec'h. + +Ouzhpenn da se eo bet o welet tud, n'eo ket chomet en e laboratouer. +Bet eo o welet an dud o chom er vro, ha deuet eo a-benn da gompren +peseurt roll o deus, ar re-se, ivez, en ekosistemoù a-vremañ. +Pa vez graet enklaskoù ganti e klask lakaat an holl er jeu : +al labourerien douar, an departamantoù, ar ministrerezh memes, ha kement zo. +Stalieroù vez aozet evit lakaat an holl da gaozeal asambles. +Eviti eo ret kaout kement a dud evit bezañ gouest da c'hoût +penaos implijout an douar hep distruj servijoù an ekosistemoù. + +Darempredoù gant an dud etrezo evit klask adskoulmañ an darempredoù +etre an dud hag an natur neuze. + +Setu berr-ha-berr poltred 2 skiantourez, zo bet roet dezho ur vedalenn gant ar CNRS ar bloaz-mañ. +Evel just zo bet medalennoù all, met an re-se a ro spi, me gav. +Diskouez a ra zo tud, skiantourezed aze, zo vont war-raok, o vountañ harzoù ar gouiziegezhioù. +Evit kompren gwelloc'h an endro hag ivez +evit doujañ muioc'h d'an endro. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/34-medalennou-cnrs/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/34-medalennou-cnrs/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..eeb858a --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/34-medalennou-cnrs/index.fr.md @@ -0,0 +1,116 @@ +--- +title: "#34 Medalennoù ar CNRS" +date: 2023-12-13T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./medalennouCnrs.jpg" +slug: "34-medalennou-cnrs" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Medalennoù ar CNRS**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/medalennou-ar-cnrs). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/medalennou-ar-cnrs/embed/light" >}} + +--- + + +Hiziv vo lakaet war wel div vaouez er bed skiantel +o deus graet ul labour ken mat ken zo bet roet dezho medalennoù gant ar CNRS. + +Bep bloaz vez roet gant ar CNRS, kreizenn vroadel an enklask skiantel, medalennoù d'he implijidi. +Meur a rummad zo : ar vedalenn aour, n'eus nemet 1 bep bloaz, +a vez roet d'un den en deus meritet anezhi 'blam d'al labour graet a-hed e vuhez. +Medalennoù argant hag arem a zo ivez, +asambles gant medalennoù an traoù nevez, pe inovation, +ha medalennoù kristal, a vez roet d'an ijinourien/ijinourezed, +teknikourien/teknikourezed hag all hag all. + +Evit ar gronikenn-mañ em eus bet c'hoant da lakaat war wel 2 vaouez, +ha kroget 'vo gant unan zo o labourat e Breizh ! + +Claire Hellio he deus bet medalenn an traoù nevez, pe medalenn an nevezadur. +Ganet eo bet e Konk-Kerne hag emañ o labourat bremañ e skolveur Brest. +Goude bezañ studiet ar vevoniezh, pe bioloji m'ho peus c'hoant, +ha tapet ur Maîtrise e bevoniezh poblañsoù ar mor, +he doa graet un dezenn e Konk-Kerne, lec'h ma oa deuet da vezañ arbennikaet war +an doare da gavout molekulennoù interesant diwar ar bezhin. + +Hiziv an deiz eo renerez ur savenn pe un doare laboratouer, +a zo gouest da sikour laboratoueroù all pe embregerezhioù. +Gouest eo ar savenn da reiñ d'ar re-se molekulennoù a-bep seurt, +pe aliañ anezho evit kavout molekulennoù nevez a vefe interesant. +Ha kement-all e tachennoù liesseurt-kenañ : +ar yec'hed, an agroboued, pe c'hoazh ar c'hosmetik. +Klask a ra Claire Hellio hag he skipailh en ober, en ur doujañ d'an endro. +Da skouer, an antifouling, da lâret eo gwareziñ kouc'hoù ar bigi, +les coques des bateaux, deus ar bezhin pe deus boudoù bev all a c'hell en em staliañ. +Pezh a lak ar bagoù da vont gorrekoc'h. +Alies 'vez implijet molekulennoù toksek a c'hell' ober droug d'an ekosistem a-bezh. +Claire Hellio a glask molekulennoù doujusoc'h. + +Gourc'hemennoù dezhi ha d'he skipailh evit ar vedalenn ! + + +Ha gourc'hemennoù ivez da Sandra Lavorel, a zo ar skiantourez +zo bet roet dezhi ar vedalenn aour 2023 ! +Ekologourez eo, studiañ a ra an ekosistemoù, +ha labouret 'deus kalz war servijoù an ekosistemoù, les services écosystémiques. +Un digarez brav evit lakaat ar gaoz war an dra-se ! + +Petra eo servijoù an ekosistemoù neuze ? +Perzhioù mat an ekosistemoù evit an Den, an hini eo. +Da skouer : an oksijen zo produet gant ar plant, +pe pollenañ ar parkeier gant an amprevaned, hag all hag all. + +Evit Sandra Lavorel : « Un ekosistem a c'hell pourchas ar c'hevredigezhioù gant +boued, danvez tan, dafar, met ivez kempouez an hin en ur stokañ karbon, +netaat an dour, ober war-dro ar pollenañ… +Met reiñ a ra ivez perzhioù mat all, e-giz maezioù kaer, +ur bradenn fleuriset, da skouer, hag an dra-se a ra vad. » + +Ar pezh a ra Sandra Lavorel eo klask kompren penaos ar cheñchamantoù hollek +degaset gant an den a gemm servijoù an ekosistemoù. + +Diskouzet he deus zo ul liamm etre an droug a reomp d'an endro, +hag an efedoù 'neus an dra-se war hor c'hevredigezh war-lerc'h. +Da skouer, cheñchamant an hin, asambles gant cheñchamant ba'n douar, +o deus un efed war morfologiezh ar plant, ha fiziologiezh ar plant. +Hag an dra-se a c'hell digresk servijoù an ekosistemoù da heul. + +Evit dont a-benn da sevel seurt liammoù e ranker modelaat, modéliser m'ho peus c'hoant, +kement tra zo en un ekosistem. +Gant keneiled dezhi zo bet studiet ekosistemoù en Alpoù : +da lâret eo « kartennaouiñ, anavezout kement plantenn zo, kement amprevan zo, +ar servijoù roet d'an Den, pe c'hoazh muzuliañ traoù evel feur ar pollenañ, +pegen pollenet eo un dachenn. +Ha goude-se, sevel patromoù diwar ar roadennoù dastumet. » + +Gant ur patrom a ya mat en-dro e c'heller c'hoari gantañ. +Cheñch un draig, ur parametr, ha gwelet penaos e teu da vezañ an disoc'h. +Klask gwelet penaos 'vefe a-benn 50 vloaz, da skouer, gant un hin disheñvel. +Evit bezañ ar resisañ posubl he deus graet, Sandra Lavorel, +taolioù-esae en Alpoù, ha muzuliet he deus ar parametroù +gant temperadurioù tommoc'h, pe nebeutoc'h a zour, pe nebeutoc'h a ec'h. + +Ouzhpenn da se eo bet o welet tud, n'eo ket chomet en e laboratouer. +Bet eo o welet an dud o chom er vro, ha deuet eo a-benn da gompren +peseurt roll o deus, ar re-se, ivez, en ekosistemoù a-vremañ. +Pa vez graet enklaskoù ganti e klask lakaat an holl er jeu : +al labourerien douar, an departamantoù, ar ministrerezh memes, ha kement zo. +Stalieroù vez aozet evit lakaat an holl da gaozeal asambles. +Eviti eo ret kaout kement a dud evit bezañ gouest da c'hoût +penaos implijout an douar hep distruj servijoù an ekosistemoù. + +Darempredoù gant an dud etrezo evit klask adskoulmañ an darempredoù +etre an dud hag an natur neuze. + +Setu berr-ha-berr poltred 2 skiantourez, zo bet roet dezho ur vedalenn gant ar CNRS ar bloaz-mañ. +Evel just zo bet medalennoù all, met an re-se a ro spi, me gav. +Diskouez a ra zo tud, skiantourezed aze, zo vont war-raok, o vountañ harzoù ar gouiziegezhioù. +Evit kompren gwelloc'h an endro hag ivez +evit doujañ muioc'h d'an endro. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/34-medalennou-cnrs/medalennouCnrs.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/34-medalennou-cnrs/medalennouCnrs.jpg new file mode 100644 index 0000000..4393eca Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/34-medalennou-cnrs/medalennouCnrs.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/begouHeskenn.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/begouHeskenn.jpg new file mode 100644 index 0000000..fc0a881 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/begouHeskenn.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..6a5f985 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/index.br.md @@ -0,0 +1,92 @@ +--- +title: "#35 Beg-heskenn Oceanopolis" +date: 2023-12-27T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./begouHeskenn.jpg" +slug: "35-beg-heskenn-oceanopolis" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Beg-heskenn Oceanopolis**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beg-heskenn-oceanopolis). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beg-heskenn-oceanopolis/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv vo kontet eus ul loen a oa e Brest betek miz Here 2023. +Ral eo gwelet loened eus ar spesad-mañ, rak en arvar da vervel emaint. +N'eus ket kalz deuzouto neuze. +N'eus ket muioc'h 'vit pevar loen e akwariomoù Europa a-bezh, soñjit ta. +Lakaet vo ar gaoz war ar begoù-heskenn, pe ar pesked-heskenn : les poissons-scies. + +Petra int ? +Pesked int, e isklas ar rinkined hag ar raeed. +Un doare rae eo e gwirionez, unan bras a-walc'h, e-tro 3 metr pe brasoc'h c'hoazh. +Plat int, o beg zo eus tu ar c'hof, hag an daoulagad eus an tu all, tu ar c'hein. +Met dreist-holl e vezont anavezet diouzhtu gant o fri hir, a zo anvet ur "rostre". +Stumm un heskenn zo dezhañ. +Ha setu eus pelec'h e teu an anv "beg heskenn" neuze. +War an heskenn vez kavet seurt dent. +Ne servijont ket da zebriñ e gwirionez, re bell int deus ar beg. +Met gras dezho eo gouest ar pesked-se da glask preizhoù. + +Gouest int da vevañ en dourioù leidek, dourioù "turbides", +dourioù louz, un tamm, m'ho peus c'hoant. +Dourioù lec'h ma vez ket gwelet kalz traoù, ha setu giz-se zo ezhomm +da santout ar preizhoù gant un doare all, un doare ha n'eo ket an daoulagad. +Ar begoù-heskenn a ra 'giz an ornitorinked, m'ho peus soñj eus ar gronikenn diwar o fenn. +Implijout a reont an elektrolec'hiañ pe l'électrolocalisation ma karit. +Rak tredan zo en dour pa fiñv ul loen bennak. +N'eus ket kalz evel-just, met pa fiñv kigenn ul loen bennak +vez krouet ur maez tredan, un champ électrique. +'Pezh a c'hell santout, detektiñ, ar begoù heskenn, gras d'o fri dreist-holl. + +Un dra dibar all zo dezho : gall' reont bevañ e dourioù sall ha dourioù dous. +Dre-se e c'hellont chom er mor pe er sterioù, en aberioù, ha kement zo. +An dra-se zo dibar a-walc'h, rak bevañ er mor n'eo ket tamm ebet ar memestra 'giz bevañ en dour dous. +Er mor zo kalz muioc'h a hollen eget e gwad ar pesked. +Blam ma evont dour sall atav e rankont ezverañ, kas an hollen er maez eus o c'horf atav. +En tu all, an dour dous n'eo ket ken sall hag o gwad. +Er c'hontroll neuze, vez ezveret kalz troazh, kalz staot, kalz dour e gwirionez. +Klask a ra al loened kaout un troazh gant nebeut-tre a hollen evit mirout anezhañ 'ba o c'horf. +Neuze zo 2 zoare disheñvel-mik d'ober war-dro pegen sall eo an dour tro-dro d'al loened mor, +ha n'eo ket ken aes-se bezañ gouest d'ober an daou ! + +Kavet e vez ar begoù-heskenn un tamm pep lec'h er morioù tro-dro da c'houriz ar bed, +tro-dro d'an ekwateur ma karit. +Met, 'giz meus laret bremaik, en arvar emaint, ha ne vezont ket kavet kement-se ken. +Pad pell oa bet gwerzhet ar "rostre", fri ar pesked-se, +pe c'hoazh an angelloù, les nageoires. +Ha disoc'h bloavezhioù ha bloavezhioù giz-se zo : nebeutoc'h-nebeutañ a vegoù-heskenn. + +Ha, 'giz 'meus laret bremaik ivez, unan zo, ur barez zo, e Brest. +Pe kentoc'h, unan 'oa e Brest betek an diskar amzer 2023. +Ar skipailhoù skiantel zo o klask ober un dra bennak ganti. +Kaset eo bet, ken sioul ha ma c'haller evel-just, da Vontpelhier, +pell a-walc'h eus Breizh neuze, evit ober anaoudegezh gant ur par. +Ar pal eo klask lakaat an 2 loen-se da strujañ. +Gant un tamm chañs e c'hallfent en em glevet mat ha kaout peskigoù-heskenn. +Ouzhpenn da se e rofe d'ar skiantourezed ha d'ar skiantourien da c'hoût muioc'h diwar-benn ar spesad. +Goût a reer eo ar re-se vibevc'haner, ovovivipare e galleg. +Da lâret e savont vioù, met ar vioù-se a chom e korf ar vamm, ha diflukañ a reont enni. +Ar peurrest, 'at, n'ouzer ket. +'Pad pegeit e chom leuniet ar barezed, pet peskig vez ganet war un dro, +e peseurt mare e c'hellont strujañ… Kalz pikoù goulenn zo ! + +An taol-ease gant an 2 loen a servij d'un dra all c'hoazh. +Oceanopolis ha Planet Ocean, akwariom Montpelhier, o eus ur c'hefridi a-bouez +Reiñ d'an dud, d'ar publik, da gompren pegen bresk eo an endro. +Ne vo ket saveteet ar spesad en un akwariom evel-just. +Ar pezh a gont eo kentoc'h, cheñch an doare da besketa, +'blam ma vez tapet begoù-heskenn dre fazi e rouejoù ar besketourien. +Re aes eo dezho bezañ rouestlet, luziet 'ba'r rouedoù gant o fri hir mod-se. +Hag un dra all zo a lak diaes ar re-se eo cheñchamant al lec'hioù ma c'hallont bevañ. +An aberioù da skouer, pe ar mangrovioù, zo o cheñch, pe distrujet vezont memes. + +Kalon vat d'ar barez zo bet kaset da Vontpellier, kalon vat d'ar spesad a-bezh. +Ha dalc'homp da zeskiñ diwar-benn ar begoù-heskenn neuze, hag e-pad pell c'hoazh, michañs. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..38206df --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/index.fr.md @@ -0,0 +1,92 @@ +--- +title: "#35 Beg-heskenn Oceanopolis" +date: 2023-12-27T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./begouHeskenn.jpg" +slug: "35-beg-heskenn-oceanopolis" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Beg-heskenn Oceanopolis**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beg-heskenn-oceanopolis). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beg-heskenn-oceanopolis/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv vo kontet eus ul loen a oa e Brest betek miz Here 2023. +Ral eo gwelet loened eus ar spesad-mañ, rak en arvar da vervel emaint. +N'eus ket kalz deuzouto neuze. +N'eus ket muioc'h 'vit pevar loen e akwariomoù Europa a-bezh, soñjit ta. +Lakaet vo ar gaoz war ar begoù-heskenn, pe ar pesked-heskenn : les poissons-scies. + +Petra int ? +Pesked int, e isklas ar rinkined hag ar raeed. +Un doare rae eo e gwirionez, unan bras a-walc'h, e-tro 3 metr pe brasoc'h c'hoazh. +Plat int, o beg zo eus tu ar c'hof, hag an daoulagad eus an tu all, tu ar c'hein. +Met dreist-holl e vezont anavezet diouzhtu gant o fri hir, a zo anvet ur "rostre". +Stumm un heskenn zo dezhañ. +Ha setu eus pelec'h e teu an anv "beg heskenn" neuze. +War an heskenn vez kavet seurt dent. +Ne servijont ket da zebriñ e gwirionez, re bell int deus ar beg. +Met gras dezho eo gouest ar pesked-se da glask preizhoù. + +Gouest int da vevañ en dourioù leidek, dourioù "turbides", +dourioù louz, un tamm, m'ho peus c'hoant. +Dourioù lec'h ma vez ket gwelet kalz traoù, ha setu giz-se zo ezhomm +da santout ar preizhoù gant un doare all, un doare ha n'eo ket an daoulagad. +Ar begoù-heskenn a ra 'giz an ornitorinked, m'ho peus soñj eus ar gronikenn diwar o fenn. +Implijout a reont an elektrolec'hiañ pe l'électrolocalisation ma karit. +Rak tredan zo en dour pa fiñv ul loen bennak. +N'eus ket kalz evel-just, met pa fiñv kigenn ul loen bennak +vez krouet ur maez tredan, un champ électrique. +'Pezh a c'hell santout, detektiñ, ar begoù heskenn, gras d'o fri dreist-holl. + +Un dra dibar all zo dezho : gall' reont bevañ e dourioù sall ha dourioù dous. +Dre-se e c'hellont chom er mor pe er sterioù, en aberioù, ha kement zo. +An dra-se zo dibar a-walc'h, rak bevañ er mor n'eo ket tamm ebet ar memestra 'giz bevañ en dour dous. +Er mor zo kalz muioc'h a hollen eget e gwad ar pesked. +Blam ma evont dour sall atav e rankont ezverañ, kas an hollen er maez eus o c'horf atav. +En tu all, an dour dous n'eo ket ken sall hag o gwad. +Er c'hontroll neuze, vez ezveret kalz troazh, kalz staot, kalz dour e gwirionez. +Klask a ra al loened kaout un troazh gant nebeut-tre a hollen evit mirout anezhañ 'ba o c'horf. +Neuze zo 2 zoare disheñvel-mik d'ober war-dro pegen sall eo an dour tro-dro d'al loened mor, +ha n'eo ket ken aes-se bezañ gouest d'ober an daou ! + +Kavet e vez ar begoù-heskenn un tamm pep lec'h er morioù tro-dro da c'houriz ar bed, +tro-dro d'an ekwateur ma karit. +Met, 'giz meus laret bremaik, en arvar emaint, ha ne vezont ket kavet kement-se ken. +Pad pell oa bet gwerzhet ar "rostre", fri ar pesked-se, +pe c'hoazh an angelloù, les nageoires. +Ha disoc'h bloavezhioù ha bloavezhioù giz-se zo : nebeutoc'h-nebeutañ a vegoù-heskenn. + +Ha, 'giz 'meus laret bremaik ivez, unan zo, ur barez zo, e Brest. +Pe kentoc'h, unan 'oa e Brest betek an diskar amzer 2023. +Ar skipailhoù skiantel zo o klask ober un dra bennak ganti. +Kaset eo bet, ken sioul ha ma c'haller evel-just, da Vontpelhier, +pell a-walc'h eus Breizh neuze, evit ober anaoudegezh gant ur par. +Ar pal eo klask lakaat an 2 loen-se da strujañ. +Gant un tamm chañs e c'hallfent en em glevet mat ha kaout peskigoù-heskenn. +Ouzhpenn da se e rofe d'ar skiantourezed ha d'ar skiantourien da c'hoût muioc'h diwar-benn ar spesad. +Goût a reer eo ar re-se vibevc'haner, ovovivipare e galleg. +Da lâret e savont vioù, met ar vioù-se a chom e korf ar vamm, ha diflukañ a reont enni. +Ar peurrest, 'at, n'ouzer ket. +'Pad pegeit e chom leuniet ar barezed, pet peskig vez ganet war un dro, +e peseurt mare e c'hellont strujañ… Kalz pikoù goulenn zo ! + +An taol-ease gant an 2 loen a servij d'un dra all c'hoazh. +Oceanopolis ha Planet Ocean, akwariom Montpelhier, o eus ur c'hefridi a-bouez +Reiñ d'an dud, d'ar publik, da gompren pegen bresk eo an endro. +Ne vo ket saveteet ar spesad en un akwariom evel-just. +Ar pezh a gont eo kentoc'h, cheñch an doare da besketa, +'blam ma vez tapet begoù-heskenn dre fazi e rouejoù ar besketourien. +Re aes eo dezho bezañ rouestlet, luziet 'ba'r rouedoù gant o fri hir mod-se. +Hag un dra all zo a lak diaes ar re-se eo cheñchamant al lec'hioù ma c'hallont bevañ. +An aberioù da skouer, pe ar mangrovioù, zo o cheñch, pe distrujet vezont memes. + +Kalon vat d'ar barez zo bet kaset da Vontpellier, kalon vat d'ar spesad a-bezh. +Ha dalc'homp da zeskiñ diwar-benn ar begoù-heskenn neuze, hag e-pad pell c'hoazh, michañs. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/themes/theme-blog-ewen b/themes/theme-blog-ewen index 2bcb3f1..3488208 160000 --- a/themes/theme-blog-ewen +++ b/themes/theme-blog-ewen @@ -1 +1 @@ -Subproject commit 2bcb3f1dc97970489f4bcb92ed27c65137ca3c16 +Subproject commit 3488208d8d07c4699a9ae26e8b0f7d7aac68b641