diff --git a/content/br/imor/kazetenn-8/index.md b/content/br/imor/kazetenn-8/index.md new file mode 100644 index 0000000..7756b26 --- /dev/null +++ b/content/br/imor/kazetenn-8/index.md @@ -0,0 +1,49 @@ +--- +title: "Kazetenn #8 - Keleier" +date: 2021-08-14T07:30:08+02:00 +description: "Un nebeud keleier, ne 'm eus ket skrivet amañ abaoe pell!" +tags: ["o-teskiñ", "radio", "redadeg", "stlenneg"] +draft: false +--- + +Mat an traoù ganeoc'h? + +Opala, pell 'zo em eus komañset ar pennad-mañ! E miz Mae, soñjit ta! +Boñ, setu ur pennad bihan evit reiñ keleier neuze. 🙂 +Un nebeud traoù a zo bet c'hoarvezet din ! Ha traoù all hag a vo graet ganin en dazont tost. + +## Ar Redadeg +Evit kregiñ komzomp eus ar Redadeg. +Sur a-walc'h e anavezit an darvoud-se a zo aozet bep eil bloaz evit sikour raktresoù e brezhoneg. +Nullet eo bet warlene abalamour d'an enkadenn yec'hedel evel-just hag ar bloaz-mañ e vo an traoù un tamm disheñvel ivez met c'hoarvezout a raio memestra! 🎉 +O lec'hienn evit muioc'h a ditouroù : [ar-redadeg.bzh](https://ar-redadeg.bzh). + +Ha neuze petra ~~vo graet ganin~~ am eus graet e-keñver an darvoud-se ? +Daou dra ! +Prenet em eus [ur c'hilometr](https://stal.ar-redadeg.bzh/map?language=br&kilometer=662) ha redet ~~e vo~~ em eus! +E anvet em eus *Panda* diwar anv ma c'hazh. 😺 + + +[{{< figure src="./redadeg.png" caption="Kartenn ar Redadeg." class="center img-90" alt="Kartenn ar Redadeg." >}}](https://stal.ar-redadeg.bzh) + +Eil tra: sikouret em eus ar Redadeg en ur… redek asambles gant skipailh ar surentez. Skuizh e oa met plijus ivez :) + + +## Radio Kerne +M'ho peus lennet [ar pennad am boa skrivet e miz Meurzh](/br/imor/kazetenn-7) e ouzit em eus graet ur staj e Radio Kerne. +Ha kendelc'het e vo al labour! +Kronikennoù all a skrivan er mare-mañ, ha skignet e vint a-hed ar bloavezh. +Koul eo neketa? +Roet e vo an titouroù amañ pa vo skignet evel-just. + +## Kastellin +Goude ur bloavezh e Roazhon, o teskiñ Brezhoneg dreist-holl, em eus dilojet e Penn ar bed, ma bro! +E-kichen Kastellin e vevan neuze, em zi a zo o vezañ nevesaet. + +Ha petra vo graet ganin ar bloaz a zeu (feiz, adalek ar miz a zeu)? +Krog e vin gant ur stummadur war ar stlenneg, ar programiñ. +Kavet em eus ur skol a ginnig stummadurioù a bep eil (*en alternance*) hag ivez un embregerezh. + +Prest on (pe dost, rak kalz traoù am eus d'ober a-raok penn kentañ ar bloavezh!). + +Pokoù deoc'h 🎉 diff --git a/content/br/imor/kazetenn-8/redadeg.png b/content/br/imor/kazetenn-8/redadeg.png new file mode 100644 index 0000000..be332b2 Binary files /dev/null and b/content/br/imor/kazetenn-8/redadeg.png differ