diff --git a/content/br/krouidigezh/skrivadur/3-istor-kartennou/index.md b/content/br/krouidigezh/skrivadur/3-istor-kartennou/index.md new file mode 100644 index 0000000..6123a7b --- /dev/null +++ b/content/br/krouidigezh/skrivadur/3-istor-kartennou/index.md @@ -0,0 +1,33 @@ +--- +title: "Un istor gant kartennoù" +date: 2021-03-17T10:35:08+02:00 +description: "Setu un destennig hon eus ijinet gant ur strolladig e-kerzh ur gentel. Ar c'hemenn a oa simpl a-walc'h : kemer 8 kartenn gant gerioù skrivet warno ha sevel un istor gant an elfennoù-se. Setu hor istor." +tags: ["o-teskiñ", "faltazi"] +draft: false +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu un destennig hon eus ijinet gant ur strolladig e-kerzh ur gentel. Ar c'hemenn a oa simpl a-walc'h : kemer 8 kartenn gant gerioù skrivet warno ha sevel un istor gant an elfennoù-se. Setu hor istor. +{{< /block_color >}} + +Ur wech e oa ur gward hag e tifenne un nor serr. +Aet e oa skuizh gant e vicher peogwir ne oare ket petra a oa a-dreñv dezhi. + +Bemdez e veze dleet dezhañ dihuniñ gwall abred evit bezañ dirak an nor a-raok sklêrijenn an deiz. + +Mojenn ar vro a gonte e oa un tog o kousket abaoe pell-pell. +Lavaret e veze e c'hellje bezañ gwelet ur friko dreistordinal (ur penn artichaod, muioc'h eget div zelienn !) gant nep a lakae an tog-se war e benn. +Koulskoude e oa ret e zihuniñ evit e lakaat da vont. + +Ne vije ket digoret an nor nemet ma vije un den gwisket gant botoù ruz o tañsal *kost-ar-c'hoad* dindan kann al loar. + +Diwar-neuze e vije deuet war wel perc'henn an tog, da lavaret eo, hudour ar melezour. +Hemañ a oa an hini nemetañ gouest da zigeriñ an nor. + +Ar vojenn-se a veze kanet abaoe an amzerioù koshañ. +Neuze en doa divizet ar gward prenañ botoù ruz ha dañsal e-kreiz an noz dirak an nor. + +Mallozh du ! +Ar gward a oa daltonek ha prenet en doa botoù gwer e lec'h botoù ruz, setu perak e oa deuet war wel ur ramz achantet hag en doa flastret ar gward hag an nor. + +Fin an istor.