kazetenn 6

This commit is contained in:
Eorn 2020-12-12 09:59:15 +01:00
parent 1fffaa70ac
commit 0ac7a272ff

View file

@ -0,0 +1,24 @@
---
title: "Kazetenn ar c'henfinañ #6"
date: 2020-12-12T09:58:08+02:00
description: "Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ niverenn c'hwec'h !"
tags: ["o-teskiñ", "kenfinañ"]
draft: false
---
Skrivet em eus pennadoù nevez ha neuze digoret em eus rummadoù nevez ivez !
Bremañ e vez kavet ar rummadoù [lennegezh](/br/sevenadur/lennegezh) ha [c'hoarioù-video](/br/sevenadur/choari-video).
Ur pennad zo e pep rummad.
Gallout a rit lenn ur pennad diwar-benn ar [c'hoari-video Pez](/br/sevenadur/choariou-video/1-fez/) hag unan all diwar-benn ul levr em eus lennet (a vouezh uhel !) : [Pa ra glav](/br/sevenadur/lennegezh/1-pa-ra-glav/).
E-pad ar c'hentelioù brezhoneg em eus desket pe adwelet un nebeud verboù ha penaos/pegoulz implijout anezho : karout, kaout mat, plijout ha fellout.
Komzet e vo ganin diwar-benn an dra-se e pennad [ma fodskign](https://zik.goe.land/channels/japprends_le_breton/) a zeu.
Petra c'hoazh… Ah, sellet em boa ouzh an abadenn Bali Breizh ivez.
[An hini gant Nicole Vourc'h ha Goulc'han Kervella](https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/emissions/france-3-breizh/bali-breizh-sul-11-viz-here-nicole-ar-vourc-h-ha-goulc-han-kervella.html).
Laouen e oan o klevout an taol-mouezh bro Leon !
Selaouet em boa un [abadenn radio diwar-benn Amazon](https://www.radiokerne.bzh/br/ober-hep-amazon/) met n'em boa ket komprenet tout an traoù.
Setu evit ar sizhun-mañ.
Ken a c'hentañ, dibenn-sizhun mat !