From 0aaa73fa2cebaeb6b72afda2d328d8ca5063d393 Mon Sep 17 00:00:00 2001 From: eorn Date: Wed, 10 Mar 2021 10:39:33 +0100 Subject: [PATCH] radio kerne --- content/br/imor/kazetenn-7/index.md | 73 +++++++++++++++++++++++++++++ 1 file changed, 73 insertions(+) create mode 100644 content/br/imor/kazetenn-7/index.md diff --git a/content/br/imor/kazetenn-7/index.md b/content/br/imor/kazetenn-7/index.md new file mode 100644 index 0000000..f40d3f9 --- /dev/null +++ b/content/br/imor/kazetenn-7/index.md @@ -0,0 +1,73 @@ +--- +title: "Kazetenn #7" +date: 2021-03-10T10:37:08+02:00 +description: "Graet em eus ur staj e Radio Kerne, ur radio brezhonek. Kontañ a ran un tammig ar sizhunvezh er pennad-mañ." +tags: ["o-teskiñ", "radio"] +draft: false +--- + +Demat tudoù ! +Hiziv e skrivan en-dro ur gazetenn. +N'omp ket kenfinet ken met kenderc'hel a ran da deskiñ brezhoneg memestra ! + +Neuze, petra zo bet graet ganin e-pad ar sizhunvezhioù paseet ? +Feiz… Kalz a gentelioù brezhonek am boa bet abaoe ar gazetenn ziwezhañ. +Gallout a rit selaou an holl draoù am eus desket war ma fodkast [J'apprends le breton !](https://zik.goe.land/channels/japprends_le_breton/). +Evit ar poent on deuet a-benn d'ober ur rann bep sizhun, n'eo ket fall ! +Dre vras hon eus desket an amzer divizout, kalz islavarennoù, kalz gerioù nevez hag un nebeud krennlavarioù ivez. + +## Radio Kerne +Met al lodenn vrasañ am eus c'hoant da ginnig deoc'h hiziv eo ar pezh am eus graet e-pad ma sizhunvezh staj. +E Radio Kerne e oan ! +Evit ar re n'anavezont ket Radio Kerne setu ur ginnig bihan. + +[Radio Kerne](https://radiokerne.bzh) a oa bet krouet e 1998 ha d'am soñj e skign abadennoù e brezhonneg abaoe ar mare-se. +Bremañ ez eus 6 den er skipailh a zo diazezet e Ploneiz e-kichen Kemper. +Labourat a ra ar skipailh asambles gant ar radioioù brezhonek all : Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Naoned evit kinnig abadennoù bemdez. +Radio Kerne a ginnig un abadenn war-eeun, *Re bell ganti*, etre 4e30 ha 6e goude merenn. +Kavet e vez kronikennoù, atersadennoù, liv an amzer ha sonerezh mat ! + +Ar pemp radio brezhoneg a ra war-ro [Radio Breizh](https://radiobreizh.bzh) a zo ul lec'hienn ma vez kavet an holl abadennoù hag ar radioioù war-eeun ivez. +Gallout a rit koumanantiñ ouzh [ar podskignadoù](https://www.radiobreizh.bzh/bzh/tous-les-rss.php). + +Hag evit echuiñ gant istor Radio Kerne, setu un [teulfilm mat-kenañ](https://www.youtube.com/watch?v=OXDrJ1K-Ur0) (seizh rann berr) evit ober anaoudegezh gant ul lodenn eus skipailh Radio Kerne hag he deus lañset Radio Naoned just a-walc'h. + + +## Ar sizhun +Neuze e Radio Kerne e oan asambles gant Maksim, ur stajiad all. +Ur skiant-prenet dreist e oa. + +Setu ar pezh hon eus graet. +Da gentañ omp bet degemeret ha graet hon eus tro ar radio evit ober anaoudegezh gant ar skipailh hag ar mont en-dro. +Goude hon eus kroget gant sevel ur gronikenn diwar-benn Linux (pe GNU/Linux evit ar bismigerien). +Pleustret hon eus evit lavarout ha distagañ mat ar gronikenn-mañ. +Enrollet eo bet en ur studio gwir ha goude frammet eo bet. +Desket hon eus kalz a draoù met evit lavarout ar wirionez e ouezen un tammig penaos ober a-gaoz d'am labour war ar podksign. + +War-lerc'h omp bet lakaet da labourat war un atersadenn. +Pep hini ac'hanomp en deus klasket un den da atersiñ hag en deus prientet ar goulennoù. +Bet on bet o welout un den hag a zo ur mailh war Wikipedia hag OpenStreetMap e brezhoneg. +Goulennet em eus gantañ titouroù diwar-benn Wikipedia e brezhoneg. +Ne oan ket laouen gant ma goulennoù ha dreist-holl gant ma zaol-mouezh neuze enrollet em eus en-dro ma goulennoù er studio hag em eus frammet pep tra. + +An daou bezh-se a zo bet skignet en abadenn *Re bell ganti* e-keit ma oamp e staj. +Pegen plijus ha trugarekaus e oa ! + +E fin ar sizhun em eus bet amzer da brientiñ ur gronikenn all diwar-benn ar plankton. +Skrivet eo bet ha goude eo bet difaziet gant ar skipailh. +Dedennus-mat eo skrivañ kronikennoù 'giz-se abalamour ma 'z eo ret implijout troioù-lavar a bep seurt. +Hag evel-just e vez atav ur bleustradenn vat distagañ dirak ur mikro. +Neuze enrollet ha frammet em eus ar gronikenn ha skignet eo bet ar sizhun war-lerc'h. + +## An disoc'hoù +Bodet em eus pep tra am eus fardet e-pad ar staj en ur rann eus ma fodskign *J'apprends le breton*. +Setu an disoc'hoù ! + +{{< funkwhale pod="zik.goe.land" type="track" id="41427" >}} + + +## Klozadur +Kalz kalz a blijadur am eus bet o tremen ar sizhunvezh e Radio Kerne. +Desket em eus traoù met dreist-holl em eus graet traoù fetis a-walc'h : kronikennoù, atersadennoù, frammañ… +Neuze suroc'h on em eus c'hoant da genderc'hel gant ar radio en un doare micherel pe a-youl vat. +Ra vevo ar radio !