blog/content/br/krouidigezh/skrivadur/2-krampouezhenn-ar-ger/index.md

35 lines
1.7 KiB
Markdown
Raw Normal View History

2021-03-03 12:51:53 +00:00
---
title: "Krampouezhenn ar gêr"
date: 2021-03-03T13:49:08+02:00
description: "Setu un destennig am eus skrivet evit ar stummadur a heulian. Ret e oa skrivañ un dra evit deskrivañ un dra bennak : ur bier, un ijinadenn… Me am eus krouet ur grampouezhenn !"
tags: ["o-teskiñ", "faltazi"]
draft: false
---
{{< block_color blue >}}
Setu un destennig am eus skrivet evit ar stummadur a heulian. Ret e oa skrivañ un dra evit deskrivañ un dra bennak : ur bier, un ijinadenn… Me am eus krouet ur grampouezhenn !
{{< /block_color >}}
Ar grampouezhenn-mañ a c'hell bezañ kavet e pep ti, e pep lec'h.
N'eo ket ker spontus ha dreist-holl e vo plijus, sur eo ha n'eo ket marteze.
Stumm ar grampouezhenn a zo moan ha ront.
Al livioù a zo kavet warni a zo brav kenañ : melen sklaer, melen teñval, melen melen ha me oar-me.
Skañv evel lapoused an nevez amzer eo ha n'eo ket diaes ijinañ an avel o c'hwezhañ war ar gwinizh sec'h.
Pa vez pouezhet krampouezhenn ar gêr e vez klevet trouzioù goutapl, trouzioù apetus.
Trouzioù ar grampouezhenn az a da vezañ kraz.
Hag ar c'hwezh ? Mmmmm ar c'hwezh…
Disheñvel eo evit pep hini evel just met evidon-me eo ar c'hwezh hini ma yaouankiz.
Gwelout a ran dre ma daoulagad hanter serret ma mamm gozh o fardañ krampouezh.
Fardañ a ra gant amann an ti-feurm a lak ur c'hwezh douz pep lec'h en ti.
Pa vez touchet krampouezhenn ar gêr gant ar biz e vez lakaet war ar c'hrogen un tammig a druzoni hag a ziskouez sklerijenn an tann e-kichen ar billig.
Hag evit klozañ ez an da zeskrivañ un tammig ar blaz.
Blaz ma c'hrampouezhenn ar gêr a zo pinvidik-mor.
Gallout a reer santañ blaz douz an aozennoù.
Blaz ar billig.
Blaz ar vignoned ha blaz ar familh.
Er un ger : blaz an eskemm.