blog/content/br/imor/kazetenn-8/index.md

50 lines
2.1 KiB
Markdown
Raw Normal View History

2021-08-14 05:32:26 +00:00
---
title: "Kazetenn #8 - Keleier"
date: 2021-08-14T07:30:08+02:00
description: "Un nebeud keleier, ne 'm eus ket skrivet amañ abaoe pell!"
tags: ["o-teskiñ", "radio", "redadeg", "stlenneg"]
draft: false
---
Mat an traoù ganeoc'h?
Opala, pell 'zo em eus komañset ar pennad-mañ! E miz Mae, soñjit ta!
Boñ, setu ur pennad bihan evit reiñ keleier neuze. 🙂
Un nebeud traoù a zo bet c'hoarvezet din ! Ha traoù all hag a vo graet ganin en dazont tost.
## Ar Redadeg
Evit kregiñ komzomp eus ar Redadeg.
Sur a-walc'h e anavezit an darvoud-se a zo aozet bep eil bloaz evit sikour raktresoù e brezhoneg.
Nullet eo bet warlene abalamour d'an enkadenn yec'hedel evel-just hag ar bloaz-mañ e vo an traoù un tamm disheñvel ivez met c'hoarvezout a raio memestra! 🎉
O lec'hienn evit muioc'h a ditouroù : [ar-redadeg.bzh](https://ar-redadeg.bzh).
Ha neuze petra ~~vo graet ganin~~ am eus graet e-keñver an darvoud-se ?
Daou dra !
Prenet em eus [ur c'hilometr](https://stal.ar-redadeg.bzh/map?language=br&kilometer=662) ha redet ~~e vo~~ em eus!
E anvet em eus *Panda* diwar anv ma c'hazh. 😺
[{{< figure src="./redadeg.png" caption="Kartenn ar Redadeg." class="center img-90" alt="Kartenn ar Redadeg." >}}](https://stal.ar-redadeg.bzh)
Eil tra: sikouret em eus ar Redadeg en ur… redek asambles gant skipailh ar surentez. Skuizh e oa met plijus ivez :)
## Radio Kerne
M'ho peus lennet [ar pennad am boa skrivet e miz Meurzh](/br/imor/kazetenn-7) e ouzit em eus graet ur staj e Radio Kerne.
Ha kendelc'het e vo al labour!
Kronikennoù all a skrivan er mare-mañ, ha skignet e vint a-hed ar bloavezh.
Koul eo neketa?
Roet e vo an titouroù amañ pa vo skignet evel-just.
## Kastellin
Goude ur bloavezh e Roazhon, o teskiñ Brezhoneg dreist-holl, em eus dilojet e Penn ar bed, ma bro!
E-kichen Kastellin e vevan neuze, em zi a zo o vezañ nevesaet.
Ha petra vo graet ganin ar bloaz a zeu (feiz, adalek ar miz a zeu)?
Krog e vin gant ur stummadur war ar stlenneg, ar programiñ.
Kavet em eus ur skol a ginnig stummadurioù a bep eil (*en alternance*) hag ivez un embregerezh.
Prest on (pe dost, rak kalz traoù am eus d'ober a-raok penn kentañ ar bloavezh!).
Pokoù deoc'h 🎉