blog/content/br/krouidigezh/skrivadur/4-lizher-nannemginnig/index.md

31 lines
2.1 KiB
Markdown
Raw Normal View History

2022-02-04 15:05:48 +00:00
---
title: "Lizher nann-emginnig"
date: 2021-06-10T09:10:08+02:00
description: "Setu un destennig am eus ijinet e-kerzh ur gentel. Ar pal a oa skrivañ ul lizher nann-emginnig ([lettre de non-motivation](https://www.topito.com/top-lettres-non-motivation-julien-previeux) e galleg)."
tags: ["o-teskiñ", "faltazi"]
draft: false
---
{{< block_color blue >}}
Setu un destennig am eus ijinet e-kerzh ur gentel. Ar pal a oa skrivañ ul lizher nann-emginnig ([lettre de non-motivation](https://www.topito.com/top-lettres-non-motivation-julien-previeux) e galleg).
{{< /block_color >}}
**Danvez** : kinnig labour buhezour
Itron, Aotrou,
Koñje a gemeran da gas deoc'h ul lizher evit respont d'ho kinnig-labour "Buhezour pe buhezourez divyezhek" en Oriant. A-viskoazh em bez bet plijadur o vont d'an Oriant. Ar mor ha Tavarn ar Roue Morvan a zo trawalc'h evit ma lakaat da vont di bep eil dibenn-sizhun. Gwechoù zo e pourmenan war an aod, gwechoù all e choman e kreiz-kêr. Gant gerioù all e tennan splet eus ar vro, anez kontañ va mignoned hag a zo kalz anezho enno.
Ouzhpenn da se em eus graet va studioù war ar vevoniezh, ha dre se e anavezan meur a dra diwar-benn ar vuhez, dre vras. Kredapl-bras e c'helljen reiñ da "Emglev Bro an Oriant" va skiant-prenet hag a zo bras-divent eta.
Siwazh ne c'hellan ket asantiñ ober al labour-se. C'hwi a oar mat, a-dra-sur, eo ar vugale bev ken ez eo. Lod a lavar re vev zoken. An dra-se zo kaoz e vefe un druez reiñ muioc'h a vuhez dezho abalamour ma z'int leun-chouk ganti dija ! Gallout a rit ma c'hrediñ : mont a rafe ar bed da get ma vefe roet dezho un tammig bihan a vuhez zoken.
Ma vefen aotreet reiñ deoc'h un ali e lavarfen e vefe gwelloc'h deoc'h buheziñ an tiez evit ar re gozh. An dud-se o deus ezhomm muioc'h a vuhez. Dre va hentad micherel em eus bet chañs o weladenniñ unan dija. Trist-spontus e oa ha padal e oa e-pad koan. Da lavaret eo pep hini a oa dihunet. Gant ar pal bezañ komprenet mat neuze e lavarfen en-dro va ali : buhezit an tiez evit ar re gozh evit ma vo savet ar bed !
Ho trugarekaat a ran evit bezañ lennet va lizher.
Gant va gwellañ soñjoù,
Charles Darwin