blog/content/br/imor/kazetenn-7/index.md

74 lines
4.1 KiB
Markdown
Raw Normal View History

2022-02-04 15:05:48 +00:00
---
title: "Kazetenn #7 - Ur staj e Radio Kerne"
date: 2021-03-10T10:37:08+02:00
description: "Graet em eus ur staj e Radio Kerne, ur radio brezhonek. Kontañ a ran un tammig ar sizhunvezh er pennad-mañ."
tags: ["o-teskiñ", "radio"]
draft: false
---
Demat tudoù !
Hiziv e skrivan en-dro ur gazetenn.
N'omp ket kenfinet ken met kenderc'hel a ran da deskiñ brezhoneg memestra !
Neuze, petra zo bet graet ganin e-pad ar sizhunvezhioù paseet ?
Feiz… Kalz a gentelioù brezhonek am boa bet abaoe ar gazetenn ziwezhañ.
Gallout a rit selaou an holl draoù am eus desket war ma fodkast [J'apprends le breton !](https://zik.goe.land/channels/japprends_le_breton/).
Evit ar poent on deuet a-benn d'ober ur rann bep sizhun, n'eo ket fall !
Dre vras hon eus desket an amzer divizout, kalz islavarennoù, kalz gerioù nevez hag un nebeud krennlavarioù ivez.
## Radio Kerne
Met al lodenn vrasañ am eus c'hoant da ginnig deoc'h hiziv eo ar pezh am eus graet e-pad ma sizhunvezh staj.
E Radio Kerne e oan !
Evit ar re n'anavezont ket Radio Kerne setu ur ginnig bihan.
[Radio Kerne](https://radiokerne.bzh) a oa bet krouet e 1998 ha d'am soñj e skign abadennoù e brezhonneg abaoe ar mare-se.
Bremañ ez eus 6 den er skipailh a zo diazezet e Ploneiz e-kichen Kemper.
Labourat a ra ar skipailh asambles gant ar radioioù brezhonek all : Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Naoned evit kinnig abadennoù bemdez.
Radio Kerne a ginnig un abadenn war-eeun, *Re bell ganti*, etre 4e30 ha 6e goude merenn.
Kavet e vez kronikennoù, atersadennoù, liv an amzer ha sonerezh mat !
Ar pemp radio brezhoneg a ra war-ro [Radio Breizh](https://radiobreizh.bzh) a zo ul lec'hienn ma vez kavet an holl abadennoù hag ar radioioù war-eeun ivez.
Gallout a rit koumanantiñ ouzh [ar podskignadoù](https://www.radiobreizh.bzh/bzh/tous-les-rss.php).
Hag evit echuiñ gant istor Radio Kerne, setu un [teulfilm mat-kenañ](https://www.youtube.com/watch?v=OXDrJ1K-Ur0) (seizh rann berr) evit ober anaoudegezh gant ul lodenn eus skipailh Radio Kerne hag he deus lañset Radio Naoned just a-walc'h.
## Ar sizhun
Neuze e Radio Kerne e oan asambles gant Maksim, ur stajiad all.
Ur skiant-prenet dreist e oa.
Setu ar pezh hon eus graet.
Da gentañ omp bet degemeret ha graet hon eus tro ar radio evit ober anaoudegezh gant ar skipailh hag ar mont en-dro.
Goude hon eus kroget gant sevel ur gronikenn diwar-benn Linux (pe GNU/Linux evit ar bismigerien).
Pleustret hon eus evit lavarout ha distagañ mat ar gronikenn-mañ.
Enrollet eo bet en ur studio gwir ha goude frammet eo bet.
Desket hon eus kalz a draoù met evit lavarout ar wirionez e ouezen un tammig penaos ober a-gaoz d'am labour war ar podksign.
War-lerc'h omp bet lakaet da labourat war un atersadenn.
Pep hini ac'hanomp en deus klasket un den da atersiñ hag en deus prientet ar goulennoù.
Bet on bet o welout un den hag a zo ur mailh war Wikipedia hag OpenStreetMap e brezhoneg.
Goulennet em eus gantañ titouroù diwar-benn Wikipedia e brezhoneg.
Ne oan ket laouen gant ma goulennoù ha dreist-holl gant ma zaol-mouezh neuze enrollet em eus en-dro ma goulennoù er studio hag em eus frammet pep tra.
An daou bezh-se a zo bet skignet en abadenn *Re bell ganti* e-keit ma oamp e staj.
Pegen plijus ha trugarekaus e oa !
E fin ar sizhun em eus bet amzer da brientiñ ur gronikenn all diwar-benn ar plankton.
Skrivet eo bet ha goude eo bet difaziet gant ar skipailh.
Dedennus-mat eo skrivañ kronikennoù 'giz-se abalamour ma 'z eo ret implijout troioù-lavar a bep seurt.
Hag evel-just e vez atav ur bleustradenn vat distagañ dirak ur mikro.
Neuze enrollet ha frammet em eus ar gronikenn ha skignet eo bet ar sizhun war-lerc'h.
## An disoc'hoù
Bodet em eus pep tra am eus fardet e-pad ar staj en ur rann eus ma fodskign *J'apprends le breton*.
Setu an disoc'hoù !
{{< funkwhale pod="zik.goe.land" type="track" id="41427" >}}
## Klozadur
Kalz kalz a blijadur am eus bet o tremen ar sizhunvezh e Radio Kerne.
Desket em eus traoù met dreist-holl em eus graet traoù fetis a-walc'h : kronikennoù, atersadennoù, frammañ…
Neuze suroc'h on em eus c'hoant da genderc'hel gant ar radio en un doare micherel pe a-youl vat.
Ra vevo ar radio !