{{<figuresrc="./pa_ra_glav.jpg"caption="*Pa ra glav* eo ul levr evit ar vugale skrivet gant Leire Salaberria."class="center img-40"alt="Al levr Pa ra glav">}}
*Pa ra glav* eo skrivet gant [Leire Salaberria](https://leiresalaberria.myportfolio.com/bio).
Ur skrivagnerez hag un dreserez eus bro Spagn / Euskadi eo.
Al levr a oa embannet da gentañ e euskareg (*Euria ari duenean* eo anv e euskareg).
Troet eo e brezhoneg gant [Riwanon Kervella](https://br.wikipedia.org/wiki/Riwanon_Kervella) ha embannet eo gant an ti-embann [An Alarc'h](http://www.brezhoneg.org/br/catalogues?search_api_views_fulltext=An+Alarc%27h).
Petra eo an istor ?
Simpl a-walc'h eo.
Ul levr evit bugaligoù eo alato !
Emañ ur bugel hag e gi o pourmen er maez.
Glav a ra evel just.
Ar bugel a gont petra a vez graet ganto pa ra glav.
Da skouer pa e pourmenont er maez dindan ar glav en dez ar bugel un disglavier (evel-just).
Hag e gi eo kollet peogwir ne c'hell ket disheñveliñ disglavier ar bugel d'ar re all.
Sapre avantur eo, ne gavit ket ?
Lennet em boa al levr gant kalz plijadur.
Me a blij din ar glav.
Istorioù barzhek evel anezhi a blij din ivez.
An tresadennoù zo simpl a-walc'h met brav kenañ ha "flour" evit an daoulagad.
Mat eo evit ar vugale hag an oadouriena !
## Lenn a ran ar pennad kentañ
Lenn a ran ar pennad kentañ… bon n'ez eus ket pennad ebet.