Hiziv e vo splujet 'barzh ar mor ha klask a rimp gouzout petra eo ar plankton.
Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija. « Ar plankton…»
Ar ger-se a teu eus "planktós" e gresioneg kozh, pe e grec ancien.
An dra-se sinifi kantreer, distabil.
Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev, ha na c'hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor.
Peogwir int re vihan evel ar viruzoù hag ar bakteri, pe c'hoazh int re vlot evel ar morgaoul, ar méduses ma karit.
Ya, gwir eo, ar morgaoul a vez renket e-touez ar plankton.
Alies e vezont ankouaet peogwir peurvuiañ vez ket sellet ouzh ar plankton nemet evel traoù bihan tout.
Brav hag interesant eo ar morgaoul, met bravoc'h c'hoazh eo ar re vihan !
Plankton a zo bep seurt ment e organegoù.
Setu, penaos e c'hellfemp deskrivañ bed ar plankton ?
Da gentañ eo dav gouzout ez eus organegoù a-bep seurt ment, bras ha bihan.
Spontus eo an diforc'h a zo etre ar viruzoù hag ar bakteri.
Spontus eo ivez an diforc'h etre ar bakteri e-kichenn an organegoù all a zo lieskelligek, pe multicellulaire.
Evit kompren un tammig gwelloc'h an diforc'h-mañ, c'hwi zo ken bihan evel ur vakterienn, lakaomp.
E-barzh ar plankton e vez kavet organegoù hag a zo anvet "dinoflagellés" e galleg.
Ha neuze e-kichenn ar re-se e vefe an dinoflagellé-mañ ken bras hag ur savadur, un ti 25 estaj dezhañ.
Kemeromp bremañ un organeg all, lieskelligek ar wech-mañ, ar c'hrill da skouer, al loened a vez debret gant ar balumed.
Al loen-mañ a vefe kalz brasoc'h c'hoazh.
En ho kichenn e vefe ken uhel e-giz Menez Everest.
Da lavaret eo, ar c'hrill zo 10000 gwech brasoc'h eget ur vakterienn.
Setu lieseurt kenañ eo bed ar plankton e-keñver ar mentoù.
Un dra all c'hoazh a zo sebezus gant ar plankton : e liesseurted arc'hwelel, pe "diversité fonctionnelle" 'giz vez lavaret gant an ekologourien.
Da lavaret eo, kavet 'vez organegoù a zo gouest d'ober kalzig a draoù.
Kemeromp ar sianobacteri.
Bakteri int, hag int a zo gouest d'ober ar fotosintezenn, pe ar photosynthèse e galleg.
Ha setu neuze e c'hellont implijout ar gouloù hag ar CO₂ (aezhenn-c'hlaou, pe gaz karbonek m'ho peus c'hoant) evit produiñ danvez organik (hag a zo sukr mui pe vui) asambles gant oksigen.
Ha c'hwi oar mat pegen pouezus eo an oksigen evidomp evel-just.
An hanter eus an oksigen a vez analet ganeoc'h a vez produet 'barzh ar mor gant ar plankton.
Ur galloud all hag a zo un tammig hud, un tammig majik evidon eo ar violuc'hañs, ar bioluminescence ma karit.
Meur a organeg a c'hell produiñ gouloù, evel un dinoflagellé all anvet *Noctiluca scintillans*.
Hemañ zo bihan a-walc'h : neubeutoc'h evit ur milimetr eo.
Met a-benn vez mat ar jeu evito e teu al loenigoù-se da vezañ stankoc'h stankañ.
Ha gallout a reont bezañ gwelet neuze dre ar gwagennoù war an draezhenn da skouer, o lugerniñ gant luskad ar mor.
Pegen brav eo an dra-se !
Gouest eo ar plankton d'ober kalz a draoù.
Lavaret em eus ez eus ul lodenn anezhañ hag a brodu oksigen ha vez analet ganeomp ha gant an holl organegoù o deus ezhomm analañ.
Gant organegoù all e vez pompet, pe bac'het, ar gaz karbonek, ar CO₂.
Ezhomm o deus deus ar CO₂ evit sevel o c'hrogenn da skouer.
Ha pa varvint e kouezhint war-c'horre strad ar mor leun o c'hrogenn gant karbon.
Pegen jentil !
Ouzhpenn-se e vez kavet kalz molekul er mor gant bioliesseurter ar plankton, la biodiversité du plancton.
Koulskoude eo brek ar bed-se.
Bresk an organegoù, ha bresk eo ar c'hempouez ekologel.
Ar plankton a zo kizidik ouzh ar cheñchamantoù degaset gant mab-den.
Cheñch a ra temperadur ar mor, hag ivez an drenkegezh pe an acidité.
Saotret e vez ar mor bras gant tammoù plastik ha gant bep seurt traoù.
Setu ar bed a bezh a gemm. Ret eo d'ar boudoù bev en em brebariñ.
Met a benn-ar-fin, se zo ar pezh a zo bet graet ganto abaoe eo ar vuhez war-wel.